Taol Kurun a zo ur festival aozet bep bloaz gant ur gevredigezh savet a-ratozh. Lies eo an oberezhioù (kontadennoù, dañs, kenstrivadeg haiku...)

Kudennoù a save gant skol Diwan Kemperle e 1995. Evit ma ne varvfe ket e tibabas Kuzul skoazell hag AEP skol Diwan Kemperle sevel un abadenn evit diskouez nerzh Diwan ha tud Breizh evit difenn o skol e brezhoneg, neuze e-lec'h ober ur vanifestadeg, o deus graet ur gala « Un ti evit diwan » gant Denez Prigent, Dan Ar Braz, EV...

Er bloavezh 2009 ez eus bet ar 15vet festival.

Ar festival

kemmañ

E-pad 15 devezh e miz Genver e vez aozet abadennoù a bep seurt tro-war-dro Kemperle. Kinniget e vez sinema, kafe filo, kontadennoù (1000 a dud), dañs (2 fest-noz, 1 fest-deiz, stalioù dañs evit 240 bugel), abadennoù a bep seurt, kenlabour gant skol sonerezh, ur genstrivadeg barzhonegoù (haiku), oferenn e brezhoneg, rock... Tremen a ra e-pad 4 devezh da heul (Lun ebet) gant meur a dra kinniget da 16 kumun ar vro (16 000 annezad).

Evit ma zafe en-dro ar festival ez eus ezhomm 60 den a youl-vat, ha dek a-hed ar bloaz. N'eus den gopret ebet er gevredigezh. Tout an arc'hant a vez dastumet a vez evit Diwan Breizh.

Ar palioù

kemmañ

Diskouez eo bev ar yezh ha sevenadur Breizh e bro Kemperle, bodañ tud ar vro evit dañsal, c'hoarzhin, met ivez evit prederiañ, pep bloaz e vez dibabet un tem liammet ouzh kudennoù ar vro : ar re yaouank, ar maouezed, an endro, pays gallo, pays berton, le bazar de la solidarité, rire aux larmes ...

Liamm diavaez

kemmañ