Stefan Carpentier
Stefan Carpentier zo skrivagner brezhonek ha gallek, troer ha gourdoner.
Gripi Aozañ
Krouet en doa Gripi, kelaouenn "moliac'h ha faltazi" e 2002, ha skrivet un toullad danevelloù e-barzh.
Troet en deus ivez meur a zanevell embannet e Gripi, en o zouez reoù bet skrivet gant Guy de Maupassant (An Horla) pe gant ar skrivagner belgiat Frank Roger.
Danevelloù all Aozañ
Danevelloù savet gantañ zo bet embannet ivez er c'helaouennoù Al Lanv, Louarnig hag Al Liamm. Meur a bennad-skrid en deus savet ivez evit er c'helaouennoù Al Lanv ha Bremañ.
Ur romant gantañ zo bet embannet gant Keit Vimp Bev, Ar Voul Strink, ha loreet e 2005.
Graet en deus ivez war-dro troidigezh an dastumad danevelloù skiant-faltazi Omegalfa, gant Frank Roger, bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.
Un nebeud danevelloù savet gantañ e galleg zo bet embannet ivez e-barzh kelaouennoù liesseurt, Lanfeust Mag da skouer.
Oberennoù Aozañ
Romant Aozañ
- Ar Voul Strink, Keit Vimp Bev, romant, Priz ar Yaouankiz 2005
Barzhonegoù Aozañ
- Pa gavan hir ma amzer, Skrid, barzhonegoù, 2014
Troidigezhioù Aozañ
- Omegalfa, gant Frank Roger, Mouladurioù Hor Yezh, berrdanevelloù, 2005
- Vodou zo amañ, gant Valériane Duvivier, Ar Gripi, BT, 2015
- Pepper & Carrot, gant David Revoy, Ar Gripi, BT, 2016