Bremañ zo ur gazetenn viziek e brezhoneg penn-da-benn, krouet gant bodad brezhonegerien yaouank Skol an Emsav e Roazhon e 1980, da vare stourm tud Plougoñ ouzh mennad ar Stad C'hall hag EDF da sevel ur greizenn nukleel e Breizh. Er gazetenn e vez kaoz eus sevenadur hag eus Breizh, met ivez eus keleier lec'hel hag etrebroadel.

Embannet e vez bepred ar gelaouenn gant ar gevredigezh Skol an Emsav, bep eil miz.

Ar skipailh kemmañ

E-touez ar saverien e oa Jil Killivere, Olier ar Mogn, Mikael Baudu, Mikael Duval, Mark Kerrain. Tamm ha tamm e teuas tud all : Dominig Jolivet, Iwan Kadored, Mich Beyer, Paol ar Meur.

Goude un nebeud bloavezhioù e voe kemeret renerezh Bremañ, ha hini Skol an Emsav ivez, gant Lena Louarn. N'he deus ket bet skrivet meur a bennad goude-se, met gwelet e veze he foltred aliezik er pajennoù.

Adalek 2010 e oa bet Olier ar Mogn rener ar gelaouenn betek ma yafe Samuel Julien da sammañ ar garg-se war e lerc'h.

Kuitaat a reas Lena Louarn renerezh Skol an Emsav e miz Gouere 2010, goude bezañ bet dilennet e Kuzul-rannvro Breizh e miz Meurzh 2010.

Gwenvael Jequel a oa bet o ren ar gevredigezh, etre 2010 ha 2020. Abaoe 2021 eo Gwenael Dage rener Skol an Emsav.

Skipailh ar skridaozañ kemmañ

Pa veze roet arc'hant gant ar Stad (gant an "implijoù yaouank") e voe gallet paeañ kazetennerien d'ober al labour e-lec'h an emsaverien. Kenderc'hel a ra ar gelaouenn da vezañ maget gant kenskriverien a-youl vat. Abaoe an deroù e vez sammet ul lodenn vras eus labour aozañ ar gelaouenn gant izili a-youl vat eus Skol an Emsav, evel Olier ar Mogn.

Gwelet ivez kemmañ

Liamm diavaez kemmañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.