Paol ar Meur
Paol ar Meur zo ur skrivagner brezhonek, ganet d'an 13 Genver 1960 e Brest. Ur familh martoloded eus ar morlu ha micherourien eus an arsanailh e oa hini e dad. Brezhoneg a oa gant e dud-kozh a-berzh e vamm, labourerien douar e Kore. Pa oa aet da foetañ bro, e reas e soñj rentañ kont eus e veajoù niverus e brezhoneg, ur yezh desket gantañ er skol-veur ha dre lizher. Aet eo war ar vicher fakteur e kêr e vugaleaj war-lerc'h bezañ bet sammer e-barzh tier-post e Pariz. Troet en deus kentelioù istor ha geografiezh evit bodadoù eil derez Diwan. Ezel eo eus an UDB (etre 1977 ha 1984 hag, adarre, abaoe 1997). Skrivañ a ra ingal pennadoù, liesseurt o danvez, e meur a gelaouenn vrezhonek, Al Lanv, Bremañ, Pobl Vreizh. Aet eo Priz Langleiz 2022 gantañ evit e oberenn lennegel.
Oberennoù
kemmañ- 1991 : Ruz-bev, Skrid
- 1992 : Kontadennoù an emsav, Skrid
- 2003 : Treñ Buzhug, Skol Vreizh
- 2012 : Bed ZH, danevelloù skiant faltazi, Mouladurioù Hor Yezh
- 2013 : Eus an eil steredenn d'eben, Keit Vimp Bev
- 2017 : Krampouezh ter-du, Kerber Kore
- 2017 : Kuzh, Kerber Kore
- 2019 : Dremm guzh Eskalibur, Keit Vimp Bev
- 2020 : Ouzh rod an amzer, Kerber Kore
- 2020 : Diskornet, Keit Vimp Bev
- 2022 : Sekred ar menez-tan, Keit Vimp Bev
- 2022 : An tasmant fromet, Keit Vimp Bev
- 2022 : Didrouz war an treuzoù, Mouladurioù Hor Yezh
- 2024: Tan ha Distan, Mouladurioù Hor Yezh
Mammnnoù
kemmañ- Pobl Vreizh, niv. 501, Here 2005