Gripi (kelaouenn)
Gripi a oa ur gelaouenn vrezhonek "moliac'h ha faltazi", krouet e 2002 gant Stefan Carpentier, Milio Latimier ha David Païs, hag a badas betek 2005.
Enni e veze kavet danevelloù, teuliadoù ha burutelladennoù (levrioù, pladennoù, BT...). Savet e oa bet evit pleustriñ gant un doare lennegezh dibaot e brezhoneg: lennegezhioù ar faltazi (gouron-faltazi, skiant-faltazi, moliac'h...). Treserien o deus kemeret perzh er gelaouenn ivez, evel Pads (a dresas evit ar gelaouenn Meuriad ivez) ha Maenloar da skouer. Paouezet e voe gant ar gelaouenn Gripi e 2005 abalamour ma ne oa ket trawalc'h a dud oc'h ober war he zro.
Roll ar berrdanevelloù embannet
kemmañEvit un dornad grunge ouzhpenn, gant Tata-gozh Youle, niv. 1 (2002)
Ur c'hwitelladenn en noz, gant Liza, niv. 1 (2002)
Tinameo 3, gant Stefan Roue en niverennoù 2, 6 ha 7 (2003-2004)
Treiñ a ra rod an amzer, gant Tata-gozh Youle, niv. 2 (2002)
Ar salver - an daspren, gant Frank Roger tr. gant Stefan Carpentier, niv. 3 (2003)
Distro Doue, gant David Païs tr. gant Stefan Carpentier, niv. 3 (2003)
Keoded villiget Kerun, gant Oscar Camarero, azasaet diwar ar c'hastilhaneg gant Anne Gragnic ha Stefan Carpentier, niv. 4 (2003)
Omegalfa, gant Frank Roger tr. gant Stefan Carpentier, niv. 4 (2003)
Douar ludu, gant Stefan Carpentier, niv. 4 (2003)
Mab Gutenberg, gant Paol ar Meur, niv. 5 (2004)
Taol kentañ, gant Jean-Pierre Laigle tr. gant Stefan Carpentier, niv. 4 (2004)