Yosa Buson

(Adkaset eus Buson)

Yosa Buson, ganet e 1716 e-kichen Osaka, rannvro Settsa, hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Kerzu (hervez ar mammennoù niverusañ) 1783 e Kyōto, a oa ul livour hag ur barzh japanat. Tanigushi Buson e oa e anv kent.

Bez Buson Yosa

Gant Ike-no-Taiga, unan eus brudetañ livourien Japan, e voe kroget e Japan gant un doare livañ deuet eus Sina, ar bunjin-ga. Labouret en deus Buson gantañ.

Degaset en deus ur sell nevez war al livañ dremmwelioù. Gwelet eo evel unan eus mistri an haiku ivez.

Kement a "kêriadenn hec'h irvinenn", "Kerirvinenn", e talvefe Buson.

Yaouank-tre e oa pa guitaas e gêriadenn evit mont da Edo.

Eno e voe skoliad da Hayano Hajin a oa diskibl da Vashō ha brudet evit e haiku.

Pa varvas e vestr e 1742 e kuitaas Buson Edo evit ur vuhez a gantreer paour-razh e rannvroioù an Norzh, war roudoù Bashō.

Retorn a reas da Gyōto a-raok mont e-pad tri bloavezh (1754-1757) e-kichen Yosa, rannvro Tango. Ober a reas neuze e annez e Kyōto betek e varv.

Ne ouzer ket kalz tra a-zivout e stummadur. Levezonet eo bet gant arz Sina. Bez' e oa Kyōto ur greizenn a vuhez sevenadurel birvidik d'ar c'houlz-se ha darempredet en deus arzourien niverus.
Kalz livourien ha barzhed a groue evit o diduamant. Ret e oa dezhañ gounid e vara. E 1757 e tigoras un atalier andorennoù gant un toullad diskibled.

Emdreiñ a reas e arz (livañ ha skrivañ) eus un doare graet kentoc'h evit bourc'hizien war-du stummoù tostoc'h eus ar mammennoù evel oberennoù Bashō.

Krouet en deus an haiga, ur stumm arz a laka asambles livadur ha haiku.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける