Adsav Meiji (japaneg : 明治維新, Meiji Ishin), pe Dispac'h Meiji pe Nevezidigezh Meiji a reer eus ar mare eus istor Japan ma voe diskaret ar shogunelezh Tokugawa ha pa voe adroet ar galloud d'an impalaer. Mont a ra eus dibenn ar Mare Edo (anvet ivez bakumatsu pe « dibenn shogunerezh Tokugawa ») da benn-kentañ an Oadvezh Meiji, e-pad eil hanterenn an XIXvet kantved. Un heuliad darvoudoù eo, ha d'o heul e voe kemmet politikerezh Bro-Japan koulz hag hec'h aozadur sokial. Unan eus disoc'hoù digor Japan war ar bed eo. An digor-se a oa holl-ret da-heul degouezh "bagoù du" ar c'homodor Matthew Perry, hag en doa diskouezet pegen gwan e oa deuet ar shogunelezh da vezañ. Da-heul Adsav Meiji eo deuet impalaeriezh Japan da vezañ unan eus galloudoù bras ar bed. Ur rentañ-kont resis eus an darvoudoù a zo bet graet gant Ernest Stow en e levr A Diplomat in Japan.

Adsav Meiji
adkempenn
Anv er yezh a orin明治維新 Kemmañ
Anvet diwarMeiji period Kemmañ
StadImpalaeriezh Japan Kemmañ
Deiziad kregiñ1868 Kemmañ
Deiziad echuiñ11 C'hwe 1889 Kemmañ
PrantadMeiji period Kemmañ
An impalaer Meiji o kuitaat Kyoto da vont da Dokyo e dibenn 1868


Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan