Impalaeriezh Japan (大日本帝國 Dai Nippon Teikoku, "Impalaeriezh Veur Japan") a veze graet eus Bro Japan etre an Adsav Meiji e 1868 betek ma voe lakaet da dalvezout Bonreizh Japan 1947.

Impalaeriezh Japan
bro istorel
Rann eusKevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Ahel Roma-Berlin-Tokyo Kemmañ
Deiziad krouiñ3 Gen 1868 Kemmañ
Anv ofisiel大日本帝國 Kemmañ
Anv er yezh a orin大日本帝国 Kemmañ
RelijionState Shinto Kemmañ
Perzhiad eBrezel ar Meurvor Habask, Brezel Sina ha Japan, First Sino-Japanese War, Brezel etre Japan ha Rusia Kemmañ
Yezh ofisieljapaneg Kemmañ
Kan broadelKimigayo Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Kêr-bennTokyo City, Tokyo Prefecture, Tokyo Kemmañ
Gwerzhid-eurJapan Standard Time, Q116908814 Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°40′57″N 139°45′10″E Kemmañ
Renad politikelmonarkiezh hollveliek, dual monarchy, unpenniezh Kemmañ
Office held by head of stateimpalaer Japan Kemmañ
Korf lezenniñImperial Diet Kemmañ
Diplomatic relationImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Ezel eusKevredidi ar C'hentañ Brezel-bed Kemmañ
MoneizYen Kemmañ
Perc'henn warNational Diet Building Kemmañ
Bet erlec'hiet gantJapan Kemmañ
Yezh implijetjapaneg Kemmañ
Deiziad divodañ3 Mae 1947 Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùConstitution of the Empire of Japan Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Banniel Japan Kemmañ
ArdamezioùImperial Seal of Japan Kemmañ
Relijion ofisielShintoegezh, Boudaegezh Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of the Empire of Japan Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of the Empire of Japan Kemmañ
Map
Impalaeriezh Japan.
  • ██ Tiriad diazez
  • ██ Impalaeriezh Japan 1870–1905
  • ██ Aloubadennoù 1905–30
  • ██ Trusteeship, goulezadoù, Tiriadoù dalc'het
  • Bliv e oa bet lusk evit ar greanterezh ha war dacehnn ar vilouriezh e Japan gant al lugan Fukoku Kyōhei (富國強兵, "Pinvidikat ar vro, kreñvat an nerzhioù lu") ar pezh a oa bet estonus evit broioù ar C'hornôg. Gant an nezvezadur e oa deuet a-benn an Impalaeriezh da dizhout live ur galloud bedel, dreist-holl goude bezañ bet trec'het Impalaeriezh Rusia e-pad ar Brezel etre Japan ha Rusia ha dre ma oa krog Impalaeriezh Japan da gaout trevadennoù goude ar C'hentañ Brezel etre Sina ha Japan, Emsavadeg ar Vokserien hag ar C'hentañ Brezel-bed.

    Kudennoù politikel hag ekonomikel ar bloavezhioù 1920 a awenas ul luskad milourel ha trevadennel. Impalaeriezh Japan a gemeras perzh en Ahel Roma-Berlin-Tokyo hag en em ledas war un darn eus Azia ar Meurvor Habask e-pad an Eil Brezel-bed.

    Nerzhioù lu Impalaeriezh Japan a oa deuet a-benn da dizhout palioù an emled trevadennel e-pad an Eil Brezel etre Sina ha Japan (1937–1945) ha Brezel ar Meurvor Habask. En desped da-se goude meur a goll ha goude diskleriadur brezel an Unvaniezh soviedel hag aloubadeg Manchouria, gant Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki, an Impalaeriezh a godianas d'ar 15 a viz Eost 1945. E dalc'h Stadoù-Unanet Amerika, ur vonreizh nevez a voe savet gant sikour SUA. E 1947 e oa lakaet da dalvezout, ar pezh a zegasas fin da impalaeriezh Japan. Er bloavezhioù 1950 e oa c'hoazh dalc'het Japan, mare an adsavidigezh e vez graet eus ar mare-se. Pa oa kroget Brezel Korea e oa bet tennet an holl nerzhioù lu stadunanat eus ar vro hep kudenn. Graet e vez "Stad Japan" pe "Japan" eus ar vro abaoe.

    An impalaerien abaoe ar marevezh Meiji ha Taishō, ha nebeutoc'h er marevezh Shōwa, a vez graet anezho hervez anv ar marevezh ur wech marvet: Impalaer Meiji (Mutsuhito), Impalaer Taishō (Yoshihito), hag Impalaer Shōwa (Hirohito).

    Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan