Yen
日本円
ur bilhed 2000¥ a skeudenn Shureimon
ur bilhed 2000¥ a skeudenn Shureimon
Kod ISO 4217 JPY
Implijet e Japan
Monc’hwezh −1.8%
Andon The Statistics Bureau and the Director-General for Policy Planning, 2009 Jun. est.
Rannadur
1/100 sen
1/1000 rin
Arouez ¥
Plural Liester ebet ez eus e yezh ar moneiz-mañ.
Pezhioù 1¥, 5¥, 10¥, 50¥, 100¥, 500¥
Bilhedoù 1000¥, 2000¥, 5000¥, 10000¥
Bank-kreiz Bank Japan
Lec'hienn www.boj.or.jp
Mouler National Printing Bureau
Lec'hienn www.npb.go.jp

Ar moneiz japanat ofisiel eo ar yen. Krouet e oa e miz Du 1870 e-lec'h ar ryō (両). JPY eo e god ISO. Ar yen a veze rannet e sen, hag e rin zoken (1/1000), n'int ket implijet abaoe 1954 avat.

D'an 28 a viz Eost 2023 e talve un euro 158,38 yen.[1]

Doare skrivañ

kemmañ

E arouez grafek e latin a zo ¥. E japaneg e skriver a zo ur stumm eunaet eus an doare-skrivañ kozh 圓. 円 a vez distaget « en » e japaneg (/en/). Ar skrivadur « yen » a zeu eus romanekadur an doare-skrivañ kozh sinaat-ha-japanat ne zalc'h ket kont eus emdroadur an distagadur. « En » e japaneg a dalv kement a « kelc'h » — evel e sinaeg yuan pe e koreeg won, ur gerdarzh heñvel ganto eta.

Pezhioù moneiz

kemmañ

Bilhedoù

kemmañ
 
Bilhedoù kozh 100, 500, 1000 ha 5000 yen (tu mat)
 
Bilhedoù kozh 100, 500, 1000 ha 5000 yen (tu gin)

Seizh seurt bilhedoù a vez graet ganto hiziv an deiz (2006), gant un dalvoudegezh a 1 000, 2 000, 5 000 ha 10 000 yen. Ar bilhedoù 100 ha 500 yen n'eus ket anezho ken. Tri eus ar seizh-mañ a oa roet o mon ganto adalek ar 1 a viz Du 1984.

  • Ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn ar skrivagner Sōseki Natsume (1816-1867) warno.
  • Ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn Inazo Nitobe (1862-1933) warno.
  • Ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn Yukichi Fukuzawa (1835-1901) warno.

Ar bilhedoù 2 000 yen ne vez ket kavet kement anezho dre ma oant lakaet er-maez diwezatoc'h, d'an 19 a viz Gouere 2000.

Bilhedoù nevez 1 000, 5 000 ha 10 000 a oa lakaet e-barzh d'ar 1 a viz Du 2004, 20 vloaz goude ar re all eta, evit klokaat reizhiad surentez ar bilhed nevez 2 000 yen.

  • Ar bilhedoù 1 000 yen, skeudenn ar mezeg Noguchi Hideyo (1876-1928) warno.
  • Ar bilhedoù 5 000 yen, skeudenn ar skrivagnerez Ichiyo Higuchi (1872-1896) warno.
  • Ar bilhedoù 10 000 yen, skeudenn Yukichi Fukuzawa warno adarre ; kemmet eo bet tresadenn an tu mat avat, n'eo ket ur fazan ken met ur feniks, tennet eus templ Byōdō-in (平等院) e Kyōto, ar memes hini a zo war ar pezhioù 10 yen.

Feur-eskemm euro / yen

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (ja)(en) 'Bank of Japan'. Kavet : 29 Eost 2023.
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける