Ul lugan zo ur youc'h brezel, ha n'eo ket ur c'han. Graet e vez ar ger-se ivez, ha dreist pep tra, eus ar frazennoù a vez savet, pe goveliet, da lakaat e penn an dud, dezho da gompren ur wirionez ofisiel bennak, da grediñ enni, pe da zerc'hel soñj anezhi.

Implijet e vez al luganoù er politikerezh, er relijion hag er c'henwerzh, da gendrec'hiñ an dud. Ul lugan mat eta a zo ur seurt diskan berr, aes da gompren, da gounaat, ha da adlavarout. Tennañ a ra a-wechoù d'ur c'hrennlavar, pa c'hoari gant ar c'hlotennoù.

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra ar ger lugan war un dro eus ar ger saoznek "slogan", a deu eus ar ger gouezelek (eus Skos) sluagh-ghairm (distaget ['slʊə-x'erəm]), hag eus ar ger gouezelek-se, diwar veskañ kan ha garm.

Luganoù politikel kemmañ

Luganoù breizhat ha brezhonek kemmañ

Er XXvetkantved :

  • Ar brezhoneg hag ar feiz a zo breur ha c'hoar e Breizh, lugan an aozadur katolik ha breizhek Bleun Brug.
  • Bretagne colonie. Lugan UDB er bloavezhioù 1960-70.
  • Fañch Broudig ganeomp. Dre fent, er manifestadegoù evit ar brezhoneg.
  • Gwelloc'h ar vuhez gant ar sosialisted. Lugan ar PS gall e brezhoneg e 1980-81.
  • Un arched da bep archer. Lugan a c'hall bezañ komprenet pe evel ur galv d'ar muntr, pe evel ur soñjezon diwar-benn gwir pep hini da gaout pevar flanken.
  • Pep tra e brezhoneg.

Er XXIvet kantved :

Luganoù gall kemmañ

Luganoù politikel e dilennadegoù SUA kemmañ

Diaes e vez kavout politikerezh enne a-wechoù.

Luganoù politikel all kemmañ

  • Better dead than red — lugan enepkomunour, a veze lakaet aes war an tu gin en Alamagn ar brezel yen : Better red than dead
  • Ein Volk, ein Reich, ein Führer ("Ur bobl, ur vro, ur rener" — Lugan nazi. A zo bet adimplijet da zeskrivañ stad yezhoù Bro-C'hall Ein Volk, ein Reich, eine Sprache ("ur bobl, ur vro, ur yezh")
  • Arbeit macht frei. Lugan ouzh talbenn ar c'hampoù-bac'h nazi.
  • ¡El pueblo unido jamás será vencido!. Unan eus luganoù brudetañ ar bed spagnolek, deuet da vezañ ur ganaouenn brudet-mat gant ar strollad Quilapayún. E brezhoneg : Ar bobl unanet, biken ne vo trec'het.
  • No pasarán ("ne dremenint ket"). Ul lugan spagnolek all, brudet da vare Brezel diabarzh Spagn.
  • ETA Herria zurekin. ("ETA, ar bobl zo ganit"). Lugan en Euskadi war-dro 1980.
  • Hasta la victoria siempre. Unan eus luganoù Che Guevara.
  • Los Borbones a los tiburones (ar Vouboned d'ar rinkined). Lugan eneproueelour spagnol.
  • Tredan hag ar Soviedoù. Lugan Lenin, war an diwezhadoù.
  • Make love not war — enep brezel Viet Nam, ha pep brezel all.
  • One man, one vote (un den, ur vouezh), lugan implijet er SUA, e Norzhiwerzhon hag a nevesoc'h zo e Suafrika a-enep an Apartheid hag evit ingalded etre an dud wenn hag an dud du.

Luganoù relijiel kemmañ

Evel luganoù e oa ar c'hatekiz desket dre an eñvor, e stumm goulennoù ha respontoù, evel ma vez desket ar C'horan e skolioù islamek Pakistan pe Londrez, pe ar varksouriezh e skolioù Kuba.

E Breizh e veze distreset ar c'hatekiz dre fent: -C'hwi zo kristen? -Ya peogwir n'on ket ur c'hi bihan. Ar respont mat a oa, evel-just, peogwir on bet badezet.

Desket e vez, hiriv c'hoazh, an taolennoù lieskementiñ er skolioù war don goulennoù ha respontoù ar c'hatekiz kozh.

Setu un nebeud luganoù relijiel:

Luganoù kenwerzhel kemmañ

  • Coca-Cola refresca mejor. Luganoù Coca-Cola zo bet lakaet en holl yezhoù, ma c'haller krediñ ne eve ket an dud a-raok an ijinadenn-se.
  • Guinness is good for you.
  • Du pain, du vin, et du Boursin. Evit gwerzhañ fourmaj, met efedusoc'h e oa marteze evit gwerzhañ gwin.
  • More Doctors Smoke Camels than any other Cigarette (muioc'h a vedisined a vutun C... eget n'eus forzh pe tore sigaretennoù all).
  • Omo est là la saleté s'en va (Omo zo en ti, ha kuit al loustoni). Da werzhañ ur soavon da gannañ.

Peurvuiañ e vezont disoñjet pa baouezont da vorodiñ ar pennoù, met garanet int en empennoù, evel al luganoù all, ha seul yaouankoc'h an empenn seul donoc'h ar merk.

Luganoù all kemmañ

Implijet e vez binvioù ar propaganda, hag al luganoù en o zouez, da levezoniñ emzalc'h an dud, ha dreist-holl evit ar yec'hed, pe enep ar vezventi, evel gant al luganioù-mañ:

  • Boire ou conduire, il faut choisir (Evañ pe bleniañ, ret eo dibab an eil pe egile)
  • An apple a day keeps the doctor away (Un aval bemdez a zalc'h ar medisin a-bell)
  • Drink a pint of milk a day (Evit ur pintad laezh bemdez)
  • An tamm hag al lomm / a zalc'h an den en e blom

Gerioù kar, a bell pe a dost kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.