Je suis Charlie
Je suis Charlie ([ʒə sɥi ʃaʁ.li]; « Me zo Charlie ») zo ur frazenn savet gant Joachim Roncin[1],[2],[3],[4], rener arzel Stylist, ur gelaouenn c'hallek evit ar merc'hed, goude klevout keloù eus lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2014 e-ti Charlie Hebdo e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall. Buan eo deuet da vezañ ur slogan implijet er manifestadegoù, er c'hazetennoù, er skingomz hag er skinwel gallek.
Al logo n'eus anezhañ nemet ar gerioù « Je suis Charlie » en gwenn ha louet, war un daolenn zu, hep netra ouzhpenn.
Istor ar grouadenn
kemmañOuzh e urzhiataer e oa Joachim Roncin, 39 bloaz dezhañ, o labourat, pa glevas anv eus an darvoud. Strafuilhet e oa.
C'hoant en doa da lakaat gerioù war an euzh-se met ne ouie ket petra lavarout. Klask a reas « Charlie Hebdo » e-barzh Google Images, ha gwelout a reas skeudennoù ha tresadennoù... ha soñjal a reas e oa skeudennoù a anaveze abaoe e yaouankiz ha fromet e voe oc'h adwelout kement-se. Hag e soñjas: Charlie c’est moi, je suis Charlie. (Me eo Charlie, me zo Charlie). Neuze e savas al logo en ur ober un hantereur. Skignet eo bet gant an oberour Joachim Roncin evel luc'hskeudenn al slogan dre Twitter da 11 e 52 d'ar 7 a viz Genver 2015, prestik goude ar gwalldaol.
Adalek neuze e voe skignet a bep tu, ha ne oa ket dezhañ ken peogwir n'en doa krog ebet ken war e grouadenn. Moulet eo bet ar gerioù war baper ha douget er manifestadegoù zo bet en ur bern broioù er bed, e New York koulz hag e Moskou.
Lavarout a ra en doa soñjet ivez el levr gallek Où est Charlie ? (troet diwar al levr saoznek Where's Wally? ) en deus bet lennet gant e vab, hag er slogan gallek « Nous sommes tous Américains » da goulz gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001.
Skignet
kemmañA-benn un toullad munutennoù e voe skignet al lugan dre ar blogoù met dreist-holl dre Facebook ha Twitter, ha zoken dre gazetennoù gallek evel Le Monde ha Libération.
Kenwerzh
kemmañAdkemeret eo bet gant stalioù a werzh rochedoù ha chopinoù war ar Genrouedad.
Adstummoù
kemmañ- « Nous sommes tous Charlie » a zo implijet gant ar Société de journalistes français ha Reporters sans frontières.
- « I am Charlie » zo bet implijet e saozneg.
- Tud zo o deus implijet ar skritelloù brezhonek Charlie on, me zo Charlie, Charlie zo ac'hanon.
- Ar slogan Je ne suis pas Charlie, zo bet implijet gant tud all ivez
- gant Jean-Marie Le Pen dre ma ne oa ket a-du gant ar gelaouenn, daoust ma embann bout enep ar gwalldaol, ha dre vras gant tud a rebech ouzh ar gelaouenn letaat ar relijionoù
- Al lugan Je suis Charlie Martel a vez implijet gant ar vroadelourien c'hall.
- Gant an islamourien a-du gant ar gwalldaolioù e vez implijet luganioù doare #JeSuisKouachi pe c'hoazh #JeSuisCoulibaly, hervez anv ar sponterien a sevenas an tagadennoù (Lugan war Twitter).
Manifestadegoù
kemmañKalz manifestadegoù republikan zo bet er stad c'hall[5] ha dreist-holl d'an 10 hag 11 a viz Genver 2015, ma voe implijet al lugan « Je suis Charlie ».
E Breizh
kemmañ- E Naoned, d'ar Sadorn 10 a viz Genver 2015, war-dro 80 000 a dud o vanifestiñ didrouz. Skrivet e oa "Je suis Charlie" war an Tour Breizh, pe Tour Bretagne e kreiz-kêr.
- E Roazhon, d'ar Sul 11 a viz Genver 2015, gant tremen 125 000 a dud, 115 000 a dud hervez kazetennoù Pariz.
- E Brest, Dinarzh, Gwened, Gwengamp, Kemper, Landerne, Lannuon, Redon ha Sant-Brieg.
E Bro-C'hall
kemmañAr re vrasañ:
- Bourdel : 140 000 a dud[6] ;
- Grenoble : 110 000 a dud[7] ;
- Lyon : 330 000 a dud ;
- Montpellier : 100 000 a dud[8] ;
- Pariz : tost da 2 000 000 a dud[9] ;
- Toloza : 150 000 a dud ;
E broioù all
kemmañSkeudennoù
kemmañ-
Manifestadeg e Brusel, d'ar 7 a viz Genver 2015, en koun al lazhadeg e ti Charlie Hebdo.
-
Je suis Charlie. Strasbourg, d'ar 7 a viz Genver 2015.
-
Je suis Charlie. Montréal, d'ar 7 a viz Genver 2015.
-
Je suis Charlie, skritell gant anvioù an 12 den lazhet.
-
Manifestadeg en Istanbul d'an 8 a viz Genver 2015.
-
Manifestadeg e Reims d'an 8 a viz Genver 2015.
-
E Brusel, d'ar 7 a viz Genver 2015 en enor d'an dud lazhet.
-
En Avignon.
-
En Kopenhagen.
Ster
kemmañJe suis Charlie a dalvez « A-unan on gant an dud lazhet e ti Charlie Hebdo », evel ma voe lavaret « Ce soir, nous sommes tous Américains » (« Fenoz omp holl Amerikaned ») gant ar bolitikourez Nicole Bacharan d'an 11 a viz Gwengolo 2001, goude gwalldaolioù an Twin Towers e New York, ha brudet gant ar c'hazetenner gall Jean-Marie Colombani en e bennad-stur e-barzh Le Monde an 11 a viz Gwengolo 2001. E gwirionez e tenn ivez d'ar bomm Ich bin ein Berliner (« Berlinad on ») distaget gant John Fitzgerald Kennedy e Berlin, d'ar 26 a viz Mezheven 1963, da geñver blokus Berlin.
Tud enep
kemmañTud zo ne fello ket dezho mont a-du gant tud en marv pa ne oant ket a-du ganto en o bev, petra bennak ma savont a-enep ar gwalldaolioù. Tud all ne fell ket dezho kemer perzh en unaniezh vroadel, dre abegoù liesseurt[10] .
Nathalie Saint-Criq, kazetennerez e F2, he deus galvet ar skinarvesterien da zisklêriañ an dud a lavare ne oant ket Charlie[11].
Arc'hant
kemmañKlasket ez eus gwerzhañ dafar gant an anv Je suis Charlie evel gant ar stal 3 Suisses war Facebook.
Kanaouennoù
kemmañMeur a ganaouenn c'hallek anvet Je suis Charlie zo bet savet e miz Genver 2015 :
- d'an 8, gant Jeanne Cherhal ha Les Françoises, Je m'appelle Charlie[12].
- d'an 9, gant Grand Corps Malade.
- d'an 10, gant Tryo, ur ganaouenn anvet Charlie, ma kanont ar gerioù « Je suis Charlie ».
Poelladoù
kemmañStumm 6.7.4 ar Poellad frank NotePad++ zo bet anvet Je suis Charlie Edition, gant ur gemennadenn a-zivout ar frankiz eztaoliñ :
Freedom of expression is like the air we breathe, we don't feel it, until people take it away from us.
For this reason, Je suis Charlie, not because I endorse everything they published, but because I cherish the right to speak out freely without risk even when it offends others. And no, you cannot just take someone's life for whatever he/she expressed.
Hence this "Je suis Charlie" edition.[13]
- « Evel an aer a analomp eo ar frankiz eztaoliñ, n'er santomp ket, betek ma teu tud d'e dennañ diganimp.
- Evit an abeg-se, Je suis Charlie, neket abalamour ma savan a-du gant kement tra a embannont, hogen abalamour ma karan ar gwir da gomz fraezh ha frank hep bezañ en arvar zoken pa vez feuket lod tud all.
- Alese an embannadur Je suis Charlie-mañ. »
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn Paris Match. Skeudenn eus manifestadeg Brest, gant luganioù brezhonek
- eilad en archive.org, e meur a yezh, diwar lec’hienn Charlie Hebdo. N'eus ger ebet e brezhoneg.
- #JeSuisCharlie: Cartoonists Raise Their Pencils in Solidarity With Charlie Hebdo
- Kenskoazell e Praha (Repuiblik Tchek Czech)
- Je Suis Charlie: Vigils held around the world after Paris terror attack, in pics Daily Telegraph, 8 a viz Genver 2015.
- Pajenn Twitter eus embann kentañ ar skeudenn hag al lugan eilad en archive.org.
Notennoù
kemmañ- ↑ https://web.archive.org/web/20150111090454/http://www.la-croix.com/Actualite/France/JeSuisCharlie-l-hommage-des-internautes-aux-victimes-de-Charlie-Hebdo-2015-01-08-1289980
- ↑ http://www.google.fr/imgres?imgurl=http://www.linformaticien.com/Portals/0/2015/Janvier/jsc_01.jpg&imgrefurl=http://www.linformaticien.com/actualites/id/35343/jesuischarlie-2-1-millions-de-tweets-joachim-roncin-jeune-directeur-artistique-en-est-l-auteur.aspx&h=213&w=487&tbnid=qtA98ti1zg2AmM:&zoom=1&tbnh=90&tbnw=206&usg=__7aGlttDxUpn53O-5zEATlePITDI=&docid=wcLH2B4e1LrNvM&client=opera&sa=X&ei=oFGyVKn0BJXtaKnLgvAG&ved=0CEIQ9QEwCQ&dur=4485
- ↑ http://www.ouest-france.fr/je-suis-charlie-recuperer-mon-logo-pour-le-fric-cest-honteux-3103732
- ↑ http://www.parismatch.com/Actu/Societe/Joachim-Roncin-Recuperer-mon-logo-pour-le-fric-c-est-honteux-686816
- ↑ http://www.ouest-france.fr/charlie-hebdo-la-liste-des-rassemblements-republicains-dans-louest-3103809#services
- ↑ Sud-Ouest
- ↑ Le Dauphiné
- ↑ Le Midi Libre
- ↑ http://www.lemonde.fr/societe/article/2015/01/11/a-paris-des-centaines-de-milliers-de-manifestants-rassembles-pour-la-marche-republicaine_4553702_3224.html Le Monde
- ↑ http://rue89.nouvelobs.com/2015/01/08/jenesuispascharlie-a-rebours-lemotion-collective-twitter-256969
- ↑ http://www.dailymotion.com/video/x2eqaii_nathalie-saint-cricq-il-faut-reperer-et-traiter-ceux-qui-ne-sont-pas-charlie_news
- ↑ http://www.lefigaro.fr/musique/2015/01/09/03006-20150109ARTFIG00055-jeanne-cherhal-olivia-ruiz-chantent-pour-charlie-hebdo.php
- ↑ Notepad++, "Je suis Charlie" Edition