Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001

Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 (saozneg: The September 11 attacks, lesanvet an 9/11) zo un heuliad peder zagadenn gant ur strollad sponterien islamek eus an aozadur al-Qaeda e Stadoù Unanet Amerika. Kroget e oa an tagadennoù diouzh ar mintin d'ar meurzh 11 a viz Gwengolo 2001. Dre ar gwalldaolioù-se e voe lazhet 2996 den, ouzhpenn 6000 a voe gloazet, war-dro 10 miliard a zollaroù a zistrujoù ersavadurioù pe enframmadurioù ha war-dro 3 mil miliard a zistruj en holl.

Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001
aircraft hijacking, mass murder, terrorist attack, suicide attack
Rann eusterrorism in the United States Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Gwerzhid-eurEastern Time Zone Kemmañ
Lec'hArlington County, Manhattan, Shanksville Kemmañ
Raklec'hiet gant1993 World Trade Center bombing Kemmañ
Deiziad11 Gwe 2001 Kemmañ
OrganizerArabia Saoudat Kemmañ
Immediate cause ofWar on Terror Kemmañ
Armamentairliner Kemmañ
HashtagSeptember11, September11th, NeverForget, NeverForget911, 911Attack Kemmañ
Deskrivet dreMemoria e Luce Kemmañ
BukennWorld Trade Center, Pentagon, Kapitol ar Stadoù-Unanet, Ti Gwenn Kemmañ
OberourAl-Qaida Kemmañ

Pevar c'harr-nij dezougen tud eus div embregerezh stadunanat (United Airlines hag American Airlines) an holl anezho lorc'het adal aerborzhioù biz ar vro o vont war-zu Kalifornia a oa bet tapet gant 19 sponter ezel da al-Qaeda. Daou eus ar c'hirri-nij, an nij American Airlines 11 hag hini an United Airlines 175, a voe flastret war tourioù norzh ha su, ar World Trade Center e kêr New York. Goude 1 eur ha 42 munutenn, an tourioù a gouezhas en o foull, gant tammoù o nijal a-bep tu o entanañ pe lakaat d'an traoñ ar savadurioù tro-dro er greizenn World Trade Center ha labezañ ar savadurioù er-maez d'ar greizenn. un trede karr-nij, nij American Airlines Flight 77, a voe flastret war ar Pentagon (pennlec'h ministrerezh an difenn d'ar Stadoù Unanet Amerika) e Arlington, Virginia, hag a zismantras ul lodenn eus tu kornôg ar savadur. Ar pevare karr-nij, nij United Airlines 93, hag a oa gant an hent war-zu Washington, D.C., a voe flastret en ur park e Stonycreek Township nepell diouzh Shanksville, Pennsylvania. Ar veajourien a oa deuet a-benn da dalañ ouzh ar sponterien ha da lakaat ar c'harr-nij da gouezhañ e-plas ma vije implijet evel bombezenn. Ar gwalldaolioù spontus-se a voe ar wech kentañ o welet kement a bomperien hag a ofiserien polis o vezañ lazhet en istor Stadoù Unanet Amerika en un taol : 343 pomper ha 72 ofiser polis lazhet.

Ur gartenn o tizkouez an dagadennoù war ar World Trade Center (ar c'hirri-nij n'int ket treset a skeul)

Embannet e voe gant Mary Robinson, komiserez uhel an ABU evit Gwirioù mab-den, e oa un torfed a-enep an denelezh. Ur stroñs psikologel e voe evit kantadoù a vilionoù a bellarvesterien dre ar bed. Diskouezet e voe e 2004 e oa kablus Al-Qaeda hag e benn bras Ousama ben Laden gant ar C'hengor Broadel diwar-benn ar gwalldaolioù sponter a-enep Stadoù-Unanet Amerika. Kalz displegadennoù all zo bet ijinet gant an iriennourien dre ar bed. Azgwelouriezh ha nac'helouriezh zo bet tamallet dezho.

Goude ar gwalldaolioù e voe kreñvaet lezennadurioù a-enep ar spontouriezh gant kalz stadoù. Roet e voe ar brall d'ur « brezel a-enep ar spontouriezh » gant ar Stadoù-Unanet, en o zouez en Afghanistan kerkent a miz Here 2001, hag en Irak adalek miz Meurzh 2003. A-benn ar fin e voe lazhet Ousama bel Laden gant ur bagad stourm stadunanat e Pakistan d'an 2 a viz Mae 2011. Dreset eo bet ar Pentagon, ha savet un tour nevez anvet One World Trade Center, ur mirdi, ur c'hounlec'h hag ur porzh-houarn.

Digoret e vo ar prosez ouzh aozerien bennañ ar gwalldaolioù adalek an 11 a viz Genver 2021.