Manhattan
Gant ar ger Manhattan e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Manhattan (disheñvelout).
Manhattan (distagadur: [mænˈhætən]) a zo unan eus ar pemp borough (ranngêr velestradurel) a ya d'ober kêr New York er Stadoù-Unanet. An hini bihanañ anezho eo, met an hini stankañ ar boblañs ennañ, hag ivez an hini pinvidikañ. Ur plas arc'hantel bras eo, hag eno emañ Wall Street hag an New York Stock Exchange. Ur bern skraberioù-oabl a zo, gant ar re vrudetañ evel an Empire State Building hag an One World Trade Center a gemer lec'h ar World Trade Center distrujet gant gwalldaolioù d'an 11 a viz Gwengolo 2001. Er New York City Hall (« Ti-kêr Evrog Nevez ») emañ sez Gouarnamant ar gêr. Skolioù-meur brudet zo ivez, evel Columbia University, New York University ha Rockfeller University.

Heñvel ouzh New York eo Manhattan ul lec'h bedvroat. Kalz koñsuldioù ha sez ar Broadoù Unanet a gaver eno. E China Town emañ an niver brasañ a Sinaiz er Cʼhornôg. Lec'h touristelañ ar Mell Aval eo, gant 62,8 milion a doutisted e 2017,[1]. Ar mirdioù brudetañ eo ar Metropolitan Museum of Art, ar muzeom amerikan istor naturel hag ar Museum of Modern Art (MoMA). Time Square, Central Park ha Grand Central Terminal emañ e-touez an dek lec'h ar muiañ gweladennet er bed.
Istor Aozañ
Dont a ra an anv eus ar ger mounseek manaháhtaan hag a dalv « enezenn stank he zorgennoù » moarvat.
Diazezet e voe ur post kenwerzh e Manhattan izel gant tud eus ar Proviñsoù-Unanet e 1624. Prenet e voe da Ameridianed hag anvet Amsterdam Nevez e 1626. Tremen a reas dindan reoladur ar Saozon e 1664, hag e voe adanvet New York pa voe roet an douaroù-se da Dug Evrog (Duke of York e saozneg) gant e vreur ar roue Charlez II Bro-Saoz.
Douaroniezh Aozañ
C'hoarvezout a ra ar borough eus enezenn Mahattan, Marble Hill en douar bras hag enezigoù. Enezenn Manhattan zo 59 km² dindani, 21,6 km hirder ha 3,7 km ledander dezhi d'al ledanañ (e-kichen ar 14vet straed).
Yen ha gleb e vez ar goañv, tomm ha gleb an hañv.
Notennoù ha daveoù Aozañ
- ↑ (en) Mayor De Blasio And NYC & Company Announce NYC Welcomed Record 62.8 Million Visitors In 2017. NYC & Company, Inc (20 a viz Meurzh 2018). Kavet : April 4, 2018.