Brezel Irak
Oberiadur brezel Iraqi Freedom pe Aloubadeg Irak pe c'hoazh Dieubidigezh Irak a vez graet eus ar brezel en Irak gant ar Stadoù-Unanet hag e harperien a-enep gouarnamant Saddam Hussein. Lodenn gentañ ar brezel a vez graet Aloubadeg Irak o welet lu ha gouarnamant Irak trechet gant an alouberien. Siwazh dezho kenderc'hel a raio ar brezel ur wech trec'het ar vro reizh gant emsaverien a-bep seurt o talañ ouzh dalc'hidigezh ar vro. Memes ur wech lakaet e-plas ur gouarnamant da c'hortoz e kendalc'ho ar brezel o welet muioc'h-mui ar vro o vezañ rannet dre ar relijion. Istimet e vez etre 151 000 betek 600 000 pe muioc'h an niver a irakian bet lazhet e-pad an 3 pe 4 bloavezh brezel kentañ. Ar Stadoù-Unanet a guitaas ar vro e 2011 met a voe rediet da zont en-dro er bloavezh 2014 e-penn ur gevredad nevez evit klask lkaat un harz d'an emsavadegoù lies o freuziñ Irak.
Oberiadur brezel Iraqi Freedom | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus War on Terror | |||||||||
Skeudennoù adal an a-us: Soudarded SUA e lec'h kuzhañ Uday Hussein ha Qusay Hussein; emsaverien e norzh Irak; un emsaver irakian o tennañ gant ur MANPADS; freuz delwenn Saddam Hussein e Firdos Square | |||||||||
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
![]() ![]() ![]() ![]() ![]() | Irak Baath | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() ![]() | ![]() ![]() |
LesanvioùAozañ
Lesanvioù a-bep seurt a zo bet d'ar brezel-se: Second Gulf War, Gulf War II, pe Gulf War 2. Hervez ar selloù politikel e vez lesanvet dieubidigezh pe aloubadeg Irak. O c'houzout e oa bet livet gevier gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet evit kendrec'hiñ ar brasañ niver a vroioù evit aotreañ anezho da dagañ ar vro e 2003, ha goude-se da zont e o gevredad e oa savet ur sell kizidig war ar brezel-se. A-feur ma teuas war-wel ne oa ket bet Saddam Hussein kablus da vezañ penn da Gwalldaolioù ramzel e New-York hag e Washington. Ouzhpenn-se an niver a irakianed bet lazhet e-pad ha goude an aloubadeg, kemmesket gant kresk an nerzhioù islamisted ha freuz ar vro a lakaas ur sell fall war ar brezel betek e-touezh renkoù ar soudarded Amerikan.