Tryo
Tryo a zo ur strollad gall a ra sonerezh gall.
Daoust d'e anv, 5 den a zo e Tryo : Guizmo (kaner ha gitarour), Christophe Mali (gitarour ha kaner), Manu Eveno (gitarour solo, kaner ha leun a binvioù all...), Daniel "Danielito" Bravo (binvioù-skeiñ) ha Bibou (d'an teknik).
Daoust m'o deus kroget gant ur sonerezh klev levezonet gant ar reggae, deuet eo a-benn ar strollad da vont pelloc'h o tapout sonioù o tont eus ar bed a-bezh. Tryo a zo deuet a-benn ivez d'en em zistagañ eus al leurenn sonerezhel gall dre e zestennoù endalc'het ha dre meskaj teir mouezh ar strollad.
Biografiezh
kemmañE 1995, Manu Eveno ha Guizmo a zo er strollad M'Panada. Kej a reont gant Christophe Mali e-pad ur gomedienn war gan e MJC Fresnes. E-pad ur veaj mignoned er Pireneoù, krog a ra an tri d'ober sonerezh tro-dro d'un tan. Dre ma blij dezho ar pezh e reont (adkemer tonioù klasel e-mod reggae), seniñ a reont war al leurenn goude bezañ pleustret ur wech nemetken. Mont a ra en-dro an arvest, neuze e tivizont da gendalc'h. War kostez an aod Atlantel, seniñ a reont un tamm e pep-lec'h, ha gounez a reont o galonsoù a strollad leurenn.
E penn-kentañ 96, un heuliadenn a festival a vez graet gant ar strollad, ha krog a reont gant un droiad gall. E 1998, Daniel Bravo, lezanvet Danielito, a zeu da echuiñ stummadur ar binvioù-skeiñ, hag a grog er strollad war ar bladenn kentañ 'Mamagubida' (anv stummet diwar silabenn kentañ anv ar sonerien : Manu, Mali, Guizmo, Bibou ha Daniel).
Ar memes bloavezh, radioioù lec'hel a lak ar bladenn da vezañ selaouet, hag ur berzh gwirion a gav ar bladenn. Kanaouenn kentañ ar bladenn : L'Hymne de nos campagnes (hag a zeu just a-walc'h da vezañ « hymne » ar strollad) a gavas ur berzh spontus bloavezhioù war-lerc'h, rak ret eo gortoz 2006, da larêt eo eizh bloazh war-lerc'h, e c'hellomp krog da glevout ar ganaouenn-mañ war radioioù evel NRJ. Ur ganaouenn all azeulet gant ar faned : La Main verte, e-lec'h e vez goulennet lezennekadur ar C'hanabis gant ar strollad.
Daou vloavezh war-lerc'h, e 2000, Tryo a embann e eil bladenn, Faut qu'ils s'activent e anv. Ar bladenn-mañ a zo kalz muioc'h barzhoniek gant kanaouennoù evel 5 sens, La mer pe Les Nouveaux Bergers, gant pozioù labouret-kennañ. Kej a ra Tryo d'ar mare-se gant ar strollad « sirk straed » Les Arrosés. En em kav a reont menozhioù heñvel, ha diviz a reont en em unvanañ a-benn kinnig un arvest sonerezh ha gwelidik : Tryo et Les Arrosés : Reggae à coups d'cirque. Enrollet eo an arvest war un DVD gant ar memes anv e Paris e 2002.
E 2003, embann a ra ar strollad un 3(de) bladenn, Grain de sable, e-lec'h e kavomp berzhioù brasañ ar strollad : Sortez-les, Pompafric, Serre-moi, Récréation et Désolé pour hier soir. Ar bladenn en em ziverk eus ar re all dre pozioù muioc'h endalc'het en un doare politik..
Ul live all a zo graet e 2004 : De bouches à oreilles.... Stummet eo ar bladenn-mañ gant daou bladenn : unan enrollet en Olympia, hag unan all enrollet en ur sal bihanoc'h, "Le Cabaret Sauvage", e-lec'h e c'henlabouront gant lodenn binvioù-kouevr ar strollad Mister Gang ha gant Les Ogres de Barback evit ur ganaouenn dibar anvet La première fois. Adkavout a reomp ivez adkemeradenn kanaouenn Claude Nougaro, Armstrong, er bladenn-mañ.
E 2005 e vez embannet gant Tryo un DVD live nevez anvet Au Cabaret Sauvage evel an eil pladenn embannet ar bloavezh a-raok. Adkavet e vez ar memes kanaouennoù eget war ar bladenn gant kanaouennoù ouzhpenn : Babylone (kanaouenn er bladenn gentañ) ha daou zuo gant Les Ogres de Barback : Mam'zelle Bulle (ur c'henlabour etre an daou strollad) hag Accordéon pour les Cons, un adkemeradenn eus an « Ogres ».
Lid a ra Tryo e 10 vloaz ar memes bloavezh, hag a brofit evit prientiñ un arvest dibar. Da respont da goulenn ar faned a vro-Kebek, deuet int, e-pad amzer ar festoù, ober un dro er vro yen-mañ. Memes e Bro-C'hall, an droiad a ra berzh bras. An abadennoù a bad teir eurvezh hag a zo dreistordinal : Valérie, ur plac'h eus ar strollad Les Arrosés, en deus labouret ganto war lodenn gwelidik an arvest, e-lec'h eo ret ouzhpenn ar skramm ramz e-lec'h e teu war-wel alies Karl Zéro hag e-lec'h a ra Mathieu Chedid un duo virtuel gant Manu. En droiad-mañ, kanaouennoù « klassel » ar strollad a zo sennet (da zrugarez d'ar medley pa grog an abadenn), hag ivez ar ganaouenn J'ai dix ans eus Alain Souchon.
Christophe Mali en deus disklêriet e groge gant ur raktres solo.
Stummadur ar strollad
kemmañ- Guizmo : kan, gitar
- Christophe Mali : gitar, kan, boest an diaoul, piano
- Manu Eveno : gitar solo, kan, binvioù-skeiñ, oud, hag all...
- Daniel "Danielito" Bravo : binvioù-skeiñ
- Bibou : teknik
Pladennografiezh
kemmañCD :
- Mamagubida, 1998
- Faut qu'ils s'activent, 2000
- Grain de sable, 2003
- De bouches à oreilles (live), 2004
DVD :