Kamp-bac'h
(Adkaset eus Kampoù-bac'h)
Ur c’hamp-bac’h a zo ul lec’h serr, bras-mat, aozet da zastumm ennañ enebourien bolitikel, tud o tont eus ur vro emeur oc’h ober brezel dezhi, tud disheñvel o orin pe o relijion, tud o tont eus ul lec’h ma vez emgannoù, pe tud arall a bep seurt ha dreist-holl pa c’hoavez brezel.
En degouezh-se e vez dibabet an dud hervez o orin, hep derc’hel kont eus al lezenn pe ar gwir dre vras, ha n’eo ket war-lerc’h ur varnadenn. Gant an Nazied ez eus bet graet gant ar ger ‘’Konzentrationslager’’, kamp-bac’h, eus ar c’h-kampoù-diouennañ. Koulskoude e vez graet ar c’hemm etre kampoù-bac'h ha kampoù-diouennañ, goude ma vez gwelet tud o vervel a-leizh er c’hampoù-bac’h abalamour d’ar vil ma vez graet d’an dud enne.
Roll ar c'hampoù-bac'h en istor
kemmañ- Spagn : Brezel dek vloaz
- Brezel Stadoù-Unanet Amerika - Filipinez
- Brezel ar vBoered
- Kampoù-bac'h nazi (Konzentrationslager)
- Roll kampoù-bac'h an Eil Brezel-bed
- Kampoù-bac'h brezel Aljeria
- Goulag
Gwelet ivez
kemmañ- diwar-benn kampoù-bac'h e broioù all:
Liamm diavaez
kemmañ- Kampoù-bac’h en Italia dindan ar faskourien : https://web.archive.org/web/20060210010854/http://it.wikipedia.org/wiki/Lista_dei_campi_per_l%27internamento_civile_nell%27Italia_Fascista