Ar Goulag (eus an droienn rusek Главное управление лагерей, Glavnoye oupravlyeniye lagyeryey, « Pennrenerezh ar c'hampoù-labour ») e oa an aozadur karget da verañ kampoù-labour dre heg an Unaniezh Soviedel.

Ar c'hampoù pennañ en URSS etre 1923 ha 1961 hervez ar font rusian "Memorial".
Orjalennoù ar c'hamp Perm-36.
Prizonidi Kolima o labourat war hent an eskern.

Ar Goulag el lennegezh Aozañ

Skrivagnerien rusian en deus lakaet ar bed da zizoleiñ sistem ar Goulag dre o skridoù. Ar romant Un devezh eus Ivan Denisovitch gant Aleksandr Soljenitsyn eo an oberenn gentañ hag a ra trouz bras, ha roet eo Priz Nobel al lennegezh d'e aozer e 1970. Daoust d'ar gontrollerezh e laka da embann Enezeg ar Goulag e Pariz e 1973, un arnodskrid hag a ra berzh bras er bed a-bezh.

Danevelloù Kolima zo un oberenn vrudet all diwar-benn ar vuhez en ur c'hamp eus ar Goulag, skrivet gant Varlam Chalamov.

Notennoù ha daveoù Aozañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.