Liberté, Égalité, Fraternité
Liberté, égalité, fraternité eo ger-stur ar Republik c'hall.
Ar gerioù gallek-se a weler ouzh mogerioù ar skolioù en hor bro. Talvezout a reont kement ha "frankiz, parded, breudeuriezh" e brezhoneg, met er yezh ofisiel nemeti hepken ez eo aotreet skrivañ ar gerioù-se.
Arouez ar stad c'hall int muioc'h eget arouez buhez an dud, eget buhez ar vrezhonegerien dreist-holl.
Istor
kemmañFrankiz
kemmañGant Disklêriadur Gwirioù Mab-Den hag ar C'heodedour e 1793 e oa termenet ar frankiz evel-henn: « Ar frankiz eo ar galloud a zo d'an den da ober kement tra na ra ket droug da wirioù an dud all; an natur eo he diazez; ar justis eo he reolenn; al lezenn eo he gwarez; bevennet eo gant ar sturienn-mañ: Na ra ket d'ar re all pezh na garfes ket a ve graet dit. » «Bevañ er frankiz pe mervel » a oa ur sturienn republikan all.
E brezhoneg
kemmañ- E miz Genver 2017 e oa bet lakaet ar gerioù Frankiz, Ingalded, Breudeuriezh war dalbenn ti-kêr Brieg[1].
- E miz Kerzu 2017 ez eus bet lakaet ur blakenn Frankiz, Ingalded, Breudeuriezh ouzh un nor e ti-kêr Kemper. Cheu a oa bet a-raok rak tennet e oa bet an arroudenn c'hallek evit lakaat "Ti-kêr" e brezhoneg a-us dor degemer an ti-kêr [2].
Aozadurioù all
kemmañ- Liberté, égalité, fraternité eo ivez ger-stur ar Grand Orient de France.
Levrlennadur
kemmañ- Mona Ozouf, Liberté, égalité, fraternité, in Lieux de Mémoire (dir. Pierre Nora), tome III : Les France. De l'archive à l'emblème, éd. Quarto Gallimard, 1997, pp.4353-4389