Nevez-Konfusianegezh

Nevez-Konfusianegezh (sinaeg 宋明理學[1] , pinyin sòng míng lĭ xué) a reer eus ur brederouriezh sinaat a zo un emdroadur eus ar Gonfusianegezh a c'hoarvezas e-kerzh ren ar remziadoù Song(960-1279) ha Ming (1368-1644)[2].
Donoc'h eo gwrizioù an Nevez-Konfusianegezh avat, pa c'haller kavout an orin anezhi dindan ren ar remziad Tang (618-907) e skridoù ar prefed HAN Yu (768-824)[3] ha re ar skrivagnerien LI Ao (772-841[4])[5] ha LIU Zongyuan (773-819)[6]. , a glaske degas meizadoù bouddhaat ha daoat d'ar Gonfusianegezh.
Gant ar prederour ZHU Xi (1130-1200) e voe staliet ar pezh a anver Nevez-Konfusianegezh hiziv an deiz, hag a zo bet ar gelennadurezh konfusian reizh e Sina a-hed marevezh ar remziad Qing (1644-1912). Alies e ra Sinaiz 理學 lĭ xué hepken eus an Nevez-Konfusianegezh en ur ober dave da zamkan Zhu Xi, lĭ xué, "gouziegezh an abegoù / gouiziegezh ar gwiadur".

Da vare ar remziad Tang (618-907)

kemmañ
 
HanYu

Dindan ren ar remziad Tang e voe ar Gonfusianegezh lakaet e kalon ar Stad sinaat, pa voe klokaet Arnodennoù an Impalaeriezh a oa o fal tuta evit ar Melestradur : ouzhpenn an arnodenn a “bennlenneg” konfusian hag an hini a-zivout ar Pemp Klaselour bet staliet gant ar remziad Sui (581-618) e voe staliet arnodennoù diwar-benn ar Gwir, ar Matematik hag ar Skrivañ.
Aet e oa ar Gonfusianegezh da gefridi c’hopret neuze, douget gant kargidi anvet hervez o disoc’hoù en arnodennoù, prizet pe diskaret gant ur melestradur pounner hag efedus ne oant nemet rodoùigoù enni.
Konfusianed wirion a chome en impalaeriezh avat, a glaskas lakaat ar Stad da zistreiñ da gelennadurezh Konfusius (551-479 KJK).

  • KONG Yingda (574-648)
Yaouank e oa c’hoazh pa voe anzavet ar gwellañ Konfusian en un emvod konfusianed bet aozet gant an impalaer Sui Yang-ti (ren 605-618), ma tiskouezas e ouiziegezh a-zivout ar Pemp Klaselour. Diwar urzh an impalaer Tang Taizong (ren 626-649) e savas ur skrid a-benn o displegañ; gant harp sonjoù digant gouizieien gonfusian eus Sina a-bezh, en ur bouezañ war an diforc’h etre an dud uhel hag ar re izel, ar re hael hag ar werinidi diouzh skouer konfusian ar junzi[7]. Al labour-se a voe ouzhpennet d’an Arnodennoù[8].
  • HAN Yu (768-824)
Ur skrivagner ker brudet e Sina ha SIMA Qian (~145-~186 KJK) eo Han Yu, a oa unan eus diazezerien “lusk ar c’homz-plaen hen” (古文运动 gǔwén yùn dòng) a stourme evit ma tistrofe lennegezh Sina da zoare naturel ha diginkl skrivagnerien an henamzer.
Maodiern al Lidoù en impalaeriezh e voe, ha div wezh e voe diskaret hep gallout kavout repu, abalamour ma oa bet ganet en un tiegezh eus ar re baourañ. A-hed e vuhez e voe rannet etre e stad a ouizieg, gounezet dre an Arnodennoù, hag ar stad a vourc'hiz n'en deus bikoazh tizhet[9].
Ur C’honfusian e oa ivez, a implijas “ar c’homz-plaen hen” da skignañ kelennadurezh Kong Zi en he stumm glanañ. D’ur mare ma oa ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh donemat-tre el Lez e tivizas Han Yu adsevel ar Gonfusianegezh hag he c’has betek al Lez en-dro. Tagañ ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh a reas, gant ur feulster hag un estrengasoni a oa pell diouzh doareoù Konfusius, betek lakaat e vuhez en arvar er bloavezh 819 pa gasas d’an impalaer Tang Xianzong (ren 806-820) ul lizher d’e c’hourdrouz en abeg d’ul lid en enor d’ur relegenn eus Bouddha.
Gwall levezonet gant ar Vouddhaegezh e oa koulskoude, pa zifenne ar Gonfusianegezh enep ar Vouddhaegezh en ur skrivañ e doare al lizheradur bouddhaat a zigoras an hent d’ar c’hoariva ha d’ar romantoù hengounel sinaat[10].
Ne voe ket Han Yu ur prederour pouezus en Istor ar Gonfusianegezh, daoust dezhañ bezañ bet ul lusker dibar : pa oa ar Gonfusianegezh o koll tachenn a-zirak ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh e teuas Han Yu a-benn da brientiñ Konfusianegezh ar remziad Song, a reno 136 vloaz goude e varv.
  • BAI Juyi (772-846)
Peogwir e tremenas an Arnodennoù er bloavezh 800 e oa Bai Juyi un uhelgargad, met evel barzh meur ar remziad Tang e chom brudet – betek Japan zoken, ma vez anavezet dindan an anv Hakkyo'i.
Eveshaer an impalaeriezh e voe etre 808 ha 810, ha hervez kentel Konfusius diwar-benn “ar c’huzulier mat” (Kendivizoù Konfusius, II.18, XV-38, XVII-15 ha re all) e sevenas e gefridi : “daoulagad ha divskouarn an impalaer” e voe, a implijas a-benn klask “saveteiñ ar bed en desped d’an uhelidi”. Feuket e voe ar re-se meur a wezh pa voe selaouet alioù Bai Juyi war divoud skloufoni arvarus lod gouarnourien, goubrenadur ha krizder melestradur ar c’horn-bro-mañ, digasted hini ar c’horn-bro-se. Difenn ar beorien a reas, ha klask degas kemmoù en tellerezh evit mad al labourerien-douar.
Goude bezañ bet harluet e-pad tri bloaz adal 815 e voe Bai Juyi skuizh gant ar stourm politikel hag e kemeras ur garg a brefed, a guitaas e 849. Ouzhpenn bezañ ur junzi e klaskas repu e peoc’h ar Vouddhaegezh hag e furnez laouen an Daoegezh.
E vennozhioù politikel mesket gant disoc’hoù ar c’hlask-se a lakaas en e varzhonegoù, a savas hervez doare hengounel Klaselour ar Varzhoniezh hag en doare ma “nijjent a c’henoù da c’henoù” : ne embanne nemet ar barzhonegoù a oa bet komprenet gant e vitizhien.
  • LI Ao (772-841)
Er bloavezh 798 e tremenas an Arnodennoù, kargad e voe neuze, ha ken diaes e voe e dremen e melestradur an impalaeriezh ha hini ar Gonfusianed all, met en abeg d'e levr "Skrid a-zivout an distro da natur wirion an den" (Fuxing Shu) a skrivas war-dro ar bloavezh 800 ez eo brudet evel prederour nevez-konfusian.
Evel e vestr ha mignon Han Yu e savas enep ar Vouddhaegezh hag e vennas adsevel ar Gonfusianegezh e Sina. Ar pezh zo, dre lakaat meizadoù pennañ ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh er Gonfusianegezh e klaskas en ober, en ur brouiñ e oa ar meizadoù-se er skridoù konfusian klasel (e Klaselour ar C'hemmoù, Ar Ouiziegezh Veur, Ar C'hreiz Mat hag er Meng Zi dreist-holl)[11].
Evit Li Ao ez eo madelezh enganet mab-den, evel displeget gant MENG Zi (372-289 KJK), un tamm eus an natur skedus ha doueus a anver "stad a Vouddha". Teñvalaet e vez an natur-se gant c'hoantoù hag emgar an den (ur meizad daoat), ha dre an emsioulder hepken e c'haller he lufrañ en-dro.
Ar pezh a ziforc'h Li Ao diouzh Bouddhaiz ha Daoiz eo ez embann penaos e c'haller kavout an emsioulder hep kuitaat kevredigezh an dud : dav eo ensellet an traoù a-benn anavezout o natur wirion, evel m'en displeg Ar Ouiziegezh Veur – boulc'het an hent evit Zhu Xi (1130-1200) hag an Nevez-Konfusianegezh eta.
Estreget reolennoù kevredigezhel a gaver er skridoù klasel, eme Li Ao, prederouriezh zo enno ivez, hag en he c'hreiz ar meizad 精诚, jīng chéng, "peurwirionded", da lavaret ar stad tizhet gant an den pa anavez e natur wirion dre ensellet e traoù. Diwar an Daoegezh e teu ar meizad-se e gwirionez, ha diorret e vo gant Zhu Xi ivez[12].
  • LIU Zongyuan (773-819)
E 793 e tremenas an Arnodennoù, hag e 805 e oa el Lez dindan warez ar pennmaodiern Wang Shuwen. Pa voe diskaret hemañ e voe Liu Zongyuan anvet da brefed e Su Sina, ar pezh a lazhas e youl-sevel politikel. Evel Han Yu e voe Liu Zongyuan unan eus diazezerien “lusk ar c’homz-plaen hen”[13] .
Ur prederour galloudus e voe Liu Zongyuan pa savas enep ar sell hengounel war aozadur ar bed, a vije renet gant an Neñv hag an doueed, ar pezh a oa sevel enep renerien Sina a rae gant an damkan-se a-benn hualañ ar bobl ; evit Liu Zongyuan ez a an hollved en-dro dre lezennoù naturel, hep na vije boudoù diavaez hag emskiant ouzh e gas.
Dre e sell war an hollved hag e dommder ouzh ar bobl vihan e chom Liu Zongyuan enoret e Sina a-vremañ[14].

Er bloavezh 845 GJK, dindan ren an impalaer Tang Wuzong, e voe berzet ar Vouddhaegezh en impalaeriezh ha serret ar manatioù, a oa deuet da vezañ kalz re c’halloudus ha pinvidik. Lec’h a oa neuze evit ar Gonfusianegezh da adkavout he hent war-du al Lez, met nebeut a chome enni eus mennozhioù Mestr Kong Zi, ken don e oa bet kemmet dre levezon ar Vouddhaegezh.

Da vare ar remziad Song (960-1279)

kemmañ
 
ZHU Xi

Tamm-ha-tamm e voe kendeuzet ar Gonfusianegezh, ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh en Nevez-Konfusianegezh, dre labour meur a brederour koulz war tachenn ar mennozhioù ha hini ar politikerezh.

SUN Fu (992-1057) ha HU Yuan (993-1059) a glaskas kemmañ Konfusianegezh o amzer dre zistreiñ da gentelioù Konfusius. Pouezañ a rejont evit ma vije paouezet gant an Arnodennoù evel ma vezent kaset : da betra dibunañ lavarennoù nevet a-benn servijout ur Stad na ra netra evit mad ar bobl ? Hag ur ouiziegezh lennegel hepken zo rekis a-benn ren war un impalaeriezh ?
Selaouet un tamm e voent gant ar pennmaodiern FAN Zhongyan (989-1052), a lakaas an istor hag ar politikerezh dreist ar varzoniezh hag al lennegezh en Arnodennoù an impalaeriezh[15].

ZHOU Dunyi (1017-1073) eo aozer Displegadenn brastres ar penn uhelañ (太極圖說, tài jí tú shuō), ma tispleg tresadenn an Daoad CHEN Tuan (871-989). Breutaet c’hoazh eo linenn gentañ ar skrid : 无尽而态丌 wú jìn ér tài jī, “diharz ha/met ar stad hen” – par eo an “diharz” bouddhaat da “stad hen” an Daoidi hag ar Gonfusianed. Bras e voe levezon labour Zhou Dunyi war hini Zhu Xi[16].

CHENG Hao (1032-1085) hag e vreur CHENG Yi (1033-1107) a c’houlennas groñs ma vije distroet da gelennadurezh Konfusius ha da hini Meng Zi : rannañ ha dasparzh eo labour ar renerien. Harpet e voent en un doare gant an armerzhour ha pennmaodiern WANG Anshi (1021-1086) a glaskas terriñ ar gourfennerezh, skarzhañ an nizegelezh, diorren implij ar moneiz, sikour ar beorien, nevesaat an Arnodennoù dre skignañ un embannadur displeget eus ar skridoù konfusian klasel. Re bell ez eas avat, ha diskarget e voe. A-c’houde ar c’hwitadenn bolitikel-se e troas ar Gonfusianed war-du an usvedoniezh.

ZHU Xi (1130-1200) e voe an Nevez-Konfusian pouezusañ da vare ar remziad Song, pa stalias da vat an Nevez-Konfusianegezh dre e labour war ar skridoù klasel ha dre e brederouriezh nevezer.
Skol ar Pennaennoù ar Gonfusianegezh a ziazezas e-sell kendeuziñ ar Pevar Levr ha Pemp Klaselour. Ar sichenn da Arnodennoù an Impalaeriezh e chomas disoc’h al labour-se betek dibenn an impalaeriezh sinaat e 1912.

War dachenn ar brederouriezh e ouezas Zhu Xi kendeuziñ meizadoù pennañ ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh gant hengoun buhezegezhel Konfusius ha Meng Zi, ha mont pelloc’h c’hoazh : ne c’haller ket kompren prederouriezh Zhu Xi dre ar skridoù konfusian hengounel hepken.
En unan eus ar Pevar Levr, an Dà Xué (“Ar Ouiziegezh Veur”), hag en unan eus ar Pemp Klaselour, ar "Yì Jīng" (“Klaselour ar C’hemmoù”), e kavas Zhu Xi meizadoù a varnas heñvel – nemet koshoc'h – ouzh reoù ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh a oa mennet da skarzhañ kent adlakaat kelennadurezh Konfusius da galon ar gevredigezh sinaat. Distreiñ pennaennoù ar Vouddaegeh hag an Daoegezh enepto a reas neuze a-drugarez d’ar skridoù klasel konfusian, en ur sevel e brederouriezh dezhañ, a anvas 理学, lĭ xué, “gouziegezh an abegoù” / “gouiziegezh ar gwiadur”[17].

Da vare ar remziad Ming (1368-1644)

kemmañ
 
WANG Yangming

Prederouriezh LU Jiuyuan (1139-1193), an eneber da Zhu Xi, a voe heuliet gant WANG Yangming (1472-1529), a anzaver unan eus pevar mestr konfusian Istor Sina goude Konfusius, Meng Zi ha Zhu Xi.

Evel Lu Jiuyuan ez argase Wang Yangming damkan lĭ xué Zhu Xi ; da heul Meng Zi e c’hovelias liangzhi (“ar ouiziegezh enganet”) ha diwar xīn xué, “gouiziegezh ar galon” Liu Jiuyuan e savas ar meizad zhixing heyi (“unander ar ouiziegezh hag an ober”).

Liangzhi, ar ouiziegezh enganet
Hervez Wang Yangming e rank an den klask ar ouiziegezh wirion ennañ e-unan en ur lezel bed an diavaez a-gostez. Pelloc'h ez a Wang Yangming pa lavar n'eus netra en hollved en tu-hont da galon ha spered (xīn) an den : peurwirionded an tài jī eo xīn e gwirionez. Pa ne verz an den netra eus "bed an diavaez" n'eus ket eus ar bed-se, ha pa verz an den tra pe dra dre e skiantoù e rank gouzout ez eo an traoù-se un tamm eus e xīn. Mar gra en un doare all ez eo abalamour ma chom e spered teñvalaet gant an emgar, hag e lufrañ en-dro a rank ober. Pa vo skedus e xīn en-dro e c'hallo bevañ en un doare peurreizh er gevredigezh, peogwir e oa skedus e xīn da vare e c’hanedigezh.
Zhixing heyi, unander ar ouiziegezh hag an ober
N'eus diforc'h ebet etre "gouzout ar mad diouzh ar fall" hag "ober ar mad ha skarzhañ ar fall". Skarzhañ ar fall a glask an den ober peogwir emañ ar ouiziegezh enganet ennañ, dres a-walc'h. Ret eo neuze dezhañ implijout al luskoù-se eus e xīn evit adkavout an Hent war-du ar beurwirionded : dre ober hervez e ouiziegezh enganet ez aio pelloc'h-pellañ war an Hent, betek tizhout ar pal. Da neuze e tizoloio en-dro n'eus diforc'h ebet etre "mat" ha "fall" e peurwirionded an tài jī[18].

Gant Wang Yangming e oa echuet emdroadur ar Gonfusianegezh e Nevez-Konfusianegezh : dre levezon ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh e oa troet kentelioù danvezel Kong Zi da glask difetis ar wirionez diharz ha peurbadel.

Pa varvas Wang Yangming e 1529 e voe berzet ar Gonfusianegezh dre urzh an impalaer Ming Jiajing (ren 1521-1567), a soñje dezhañ e oa arvarus evit ar galloud-kreiz. E 1579 koulskoude, pa oa Ming Wanli o ren (1572-1620), e voe lakaet tablezenn-gañv Wang Yangming e-kichen hini Zhu Xi en azeuldi Konfusius e Qufu.

Da vare ar remziad Qing (1644-1912)

kemmañ

Betek 1912, pa voe diskaret an impalaeriezh ha lamet an Arnodennoù, e chomas an Nevez-Konfusianegezh – da lavaret eo kelennadurezh Konfusius adstaliet gant Zhu Xi ha Wang Yangming – sichenn ar brederouriezh e Sina.
Kendelc'her a reas an tabut evelkent : GU Yanwu (1613-1682) a dagas tu bouddhaat Wang Yangming pa c'houlennas ma vije doujet da vennozh Konfusius : skañvaat buhez ar werinidi. Gant HUANG Zongxi (1610-1695) e voe adlakaet war wel mennozhioù Kong Zi a-zivout deverioù ar renerien. Ur prederour konfusian all, YAN Yuan (1635-1704), a bouezas war mennozhioù Meng Zi a-fed rannañ an douaroù ha DAI Zhen (1724-1777) a savas enep tu daoat an Nevez-Konfusianegezh hervez Zhu Xi en ur bouezañ war kentelioù danvezel Konfusius, levezonet ma oa gant skiantoù ha teknikoù ar C'hornôg evel kinniget gant ar Jezuidi a oa staliet e Beijing.

Krog e oa ar C'hornôg da levezoniñ ar brederourien sinaat dija, ar pezh a gasas an Nevez-Konfusianegezh – goude diskar an Impalaeriezh ha 150 vloaz war-lerc'h marv Dai Zhen – d'ar pezh a anver ar Gonfusianegezh Nevez.

Ar Gonfusianegezh Nevez

kemmañ

Etre an Impalaeriezh Sinaat (221 KJK-1912) ha Republik Pobl Sina (abaoe 1949) e voe Republik Sina (disheñvel diouzh Republik Sina Taiwan hiziv), a vennas ober eus ar Stad sinaat unan ken arnevez da geñver skiant ha teknologiezh ha re ar C'hornôg. War-du prederouriezh ar C'hornôg e troas an dud ivez, hag argas ar Gonfusianegezh a rejont peogwir e vije kontrol d'ar skiant ha d'an araokaat.
Unan eus saverien Republik Sina e voe ar prederour konfusian XIONG Shili (1885-1968), a zilezas ar politikerezh e 1917 en abeg d'ar goubrenadur ha da "c'hladdalc'helezh kuzh" an dispac'herien. Stourm a reas ouzh ar brederouriezh kornogel, a gave izeloc'h eget hini Sina, ha da heul labour Wang Yangming e savas ur framm nevez d'ar Gonfusianegezh[19]. Ur Nevez-Konfusian all anvet FENG Youlan (1895-1990) a glaskas er c'hontrol azasaat kelennadurezh Zhu Xi ouzh prederouriezh ar C'hornôg.
Xiong Shili ha Feng Youlan eo a roas lañs adalek 1921 d'al lusk a anver Konfusianegezh Nevez (新儒家xīn rú jiā, "skol gonfusian nevez").

 
KONG Decheng

A-c'houde 1949 ha ganedigezh Republik Pobl Sina e kendalc'has ar Gonfusianegezh da vevañ, petra bennak ma tec'has he frederourien a-zirak ar Gomunourien ha ma kavjont repu e Taiwan, en Hong Kong hag e Stadoù-Unanet Amerika.
Unan anezho e oa MOU Zongsan (1909-1995), anezhañ ur studier da Xiong Shili. Desket-mat e oa war ar Gonfusianegezh hag an Nevez-Konfusianegezh, ha studiet en devoa ar brederouriezh kornogel ivez, kement ha ken bihan ma selle ouzh ar prederour alaman Immanuel Kant (1724-1804) evel ouzh "Konfusius ar C'hornôg".
Gant daou brederour konfusian all, TANG Junyi (1909-1978) ha XU Fuguan (1902-1982) ha gant harp ar politikour ha prederour ZHANG Junmai (1886-1969) ez embannas Mou Zongsan Ur skrid a-zivout Sevenadur Sina evit ar Bed er bloavezh 1958, a voe lesanvet Skrid-embann ar Gonfusianegezh Nevez er bloavezhioù 1970.

Studierien Mou Zongsan a yeas da ober Konfusianed Nevez an trede rummad, a zeuas a-benn da liammañ prederouriezh Konfusius ha hini ar C'hornôg : unan anezho, TU Weiming (bet ganet e 1940) zo kelenner hag enklasker war ar brederouriezh koulz e Skol-Veur Beijing ha hini Harvard e Stadoù-Unanet Amerika.

KONG Decheng (1920-2008), 77vet diskennad Konfusius ha bet ganet e Qufu e ti an tiegezh Kong, a nac’has e 1937 bezañ brizhimpalaer Sina dindan veli Japaniz. Kargoù politikel a gemeras evelkent... e Taiwan: eno e voe ezel eus Parlamant Republik Sina (中華民國, zhōnghuá mín guó, "Stad pobl Sina") etre 1946 ha 1991, kenaozer Bonreizh ar Republik (1947), kuzulier Kadoriad ar Republik (1948-2000) ha rener Ti an Arnodennoù (考試院,kǎoshì yuàn, “Ti an Arnodennoù”) stadel diazezet war Arnodennoù an Impalaeriezh, a oa-i diazezet war kelennadurezh Konfusius.

Kendelc’her gant he Hent ar ra ar Gonfusianegezh eta, 2 400 vloaz goude ma voe kendastumet "Kendivizoù" Konfusius.

Notennoù

kemmañ
  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html ; eus ar geriadur-se e teu kement kealarouez a gaver er pennad-mañ.
  2. CHIN Annping, 2010
  3. RYCKMANS Pierre, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, pp. 340-343
  4. TWITCHETT, 1992
  5. SCHIPPER Kristofer, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, pp. 402-403
  6. HOLZMAN Donald, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, pp. 491-492
  7. Gwelit ar pennad Konfusianegezh
  8. http://history.cultural-china.com/en/49History3537.html
  9. RYCKMANS Pierre, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, p. 342.
  10. ÉTIEMBLE, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, p. 246
  11. BARRETT, 1992
  12. SCHIPPER Kristopher, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, pp. 402-403.
  13. http://history.cultural-china.com/en/59History2210.html
  14. HOLZMAN Donald, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise
  15. ÉTIEMBLE, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, p. 247
  16. http://www.bookrags.com/research/zhou-dunyi-10171073-eoph/
  17. Gwelit ZHU Xi, 理学, lĭ xué, “gouziegezh an abegoù” / “gouiziegezh ar gwiadur”
  18. VANDERMEERSCH Léon, en "Dictionnaire de la Civilisation chinoise, pp. 751-753
  19. VANDERMEERSCH Léon, Une vision confucianiste moderne du bouddhisme : le nouveau cognitivisme de Xiong Shili, en De Dunhuang au Japon, pp. 301-316

Andonioù

kemmañ
  • BARRETT T. H., Li Ao – Buddhist, Taoist or Neo-Confucian ? , Routledge, Abingdon, R-U, 1992, ISBN 978-0-19-713609-6
  • BERTHRONG John H., Neo-Confucian Philosophy, Internet Encyclopedia of Philosophy, 22 Gouere 2005
  • CHIN Annping, Confucius – Un sage en politique, Seuil, Paris, 2010, ISBN 978-2-02-099057-8
  • Dictionnaire de la Civilisation chinoise, Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
  • CHAN, Wing-tsit, A Sourcebook of Chinese Philosophy, Princeton University Press, Princeton, Nex Jersey, SUA, 1969, ISBN 978-0-691-01964-2
  • DREGE Jean-Pierre, De Dunhuang au Japon – Études chinoises et bouddhiques offertes à Michel Soymié, Droz, Genève, 2000, ISBN 978-2-600-00166-3
  • Les Entretiens de Confucius, troet gant Pierre Ryckmans, Gallimard, Paris, 1987, ISBN 978-2-07-030531-5
  • MOU Zongsan, Spécificités de la philosophie chinoise. Troet gant Ivan Kamenarovi´c ha Jean-Claude Pastor, Cerf, Paris, 2003, ISBN 978-2-204-06838-3
  • TWITCHETT, Denis Crispin, The Writing of Official History under the T’ang, Cambridge University Press, Cambridge, UK, 1992, ISBN 978-0-521-41348-0

Kenrouedad

kemmañ
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.