Ur gelennadurezh prederouriezhel sinaat bet deveret diouzh kentelioù Konfusius ( 孔夫子, pinyin Kong Fuzi)[1]) [551-479 KJK][2] eo ar Gonfusianegezh, petra bennak ma kaver enni meur a geal a zo pell diouzh sonjoù ar Mestr kozh : en tu all d’ar brederouriezh ez emdroas gant red ar c’hantvedoù en ur reizhiad kemplezhek a soñjoù politikel, divezoniel, buhezegel ha damrelijiel a levezonas Reter Azia e-pad tremen daou vilved.

Ur beleg o pediñ ouzh aoter Konfusius
(J. F. Bishop, war-dro 1900)

En e amzer e kinnigas Konfusius ar meizad a junzi ( 君子 , jūnzǐ, “mab un aotrou”), a c’haller tostaat da kalos kagathos (καλός κάγαθός, “den brav ha mat”) Platon hervez ar sinaour gall Étiemble[3], pe d’ar gentleman (“denjentil”) saoznek : fellout a rae dezhañ skarzhañ ar renerien a wad ha lakaat “renerien a galon” en o lec’h, da lavaret eo tud a vije ur skouer eus talvoudegezhioù hengounel Sina, hag a vije heuliet laouen gant ar bobl.
Dre ar Reter-Pellañ en e bezh e voe ar meizad-se skignet gant prederourien sinaat evel Meng Zi (latinaet e Mensius) ha Xun Zi, ha betek ar C’hornôg – Voltaire, da skouer, a reas gant ar patrom-se a furnez hiniennel diazezet war ar vadelezh hag ar vuhezegezh a-benn stourm ouzh hollveliegezh ar roueed c’hall[4].
Azasaet e voe kelennadurezh Konfusius betek dont da vezañ stadel dindan ren ar remziad Han (206 KJK - 220 GJK), ma voe lakaet pouez war an tu kevredigezhel anezhi ha ma troas da emzalc’h disi an uhelidi, alese patrom an noblañsoù sevenet hag emouestlet e buhez kevredigezhel hag armerzhel o c’hornad-bro.
Da vare ar remziad Song (960-1279]] e voe diskaret ar Vouddhaegezh a oa ar relijion bennañ abaoe ar 5vet kantved GJK[5] ha distreiñ da hengoun Konfusius a reas ar vuhez politikel, armerzhel ha speredel. Dont a reas ar Gonfusianegezh, levezonet gant ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh, da vezañ ur peurbatrom a ziogele an hevelebiezh etre urzh mab-den hag urzh an natur hollvedel. Hollbouezus e teuas perzh an impalaer a-benn mirout kempouez ar bed.
Pelloc’h ez emdroas ar Gonfusianegezh betek dont da vezañ seizus ha digelennus, ar pezh a voe pennabeg d’he diskar. Da get ez eas pa gouezhas an impalaeriezh en he foull (1912), petra bennak ma oa an dispac’hour Sun Yat-sen (1866-1925) mennet d’he lakaat e bonreizh Sina Nevez. Ar gomunourien a sellas outi evel warlerc’hiet, unan eus perzhioù Sina da amzer ar c’hladdalc’helezh, zoken pa veze doujet dezhi ez-prevez gant lod renerien. Mao Zedong (1893-1976) a voe ur rener konfusian hep en embann, tra ma voe anzavet fraezh gant Lin Biao (1907-1971). Adal 1980, dindan ren Deng Xiaoping (1904-1997), e voe kelennet prederouriezh Konfusius a-nevez ha lidoù a voe savet en e enor gant ar galloud. Bev ha stadel eo ar Gonfusianegezh e Taiwan.

Deroù ar Gonfusianegezh

kemmañ
 
Xun Zi en Akademiezh Mougev ar C’harv Gwenn
Menez Lushan, rannvro Jiangxi

Ar Brederourien Vrezelour

kemmañ

Goude marv Konfusius (479 KJK) e krogas Marevezh ar Stadoù Brezelour (~476-221 KJK) e Sina, hag evel bepred pa vez distabil ar galloudoù politikel ha speredel e voe pinvidik ar vuhez prederouriezhel.
Taget a bep tu e voe kelennadurezh Gonfusius, evel ar re all.

E bloavezh marv Konfusius end-eeun e voe ganet ar prederour Mo Zi (479-392 KJK), unan eus gwashañ prosezerien Konfusius daoust dezhañ bet stummet gant heulierien ar Mestr (pe en abeg da se) : en e sell e oa Mestr Kong un enebour da vab-den e oa gwell dezhañ ober war-dro lidoù kozh, aferioù politikel dister hag arzoù hen didalvez estreget emouestlañ da vat e stummadur ar bobl.
Peogwir e oa Mozi o vevañ en ur mare brezelour ha gladdalc’hel e klaskas sevel ur genvreuriezh menec’h-soudarded da stourm ouzh ar Gonfusianegezh – hep bezañ emskiant, war a hañval, eus an digenveizad a zo e prezeg ur gevredigezh vac’hom en anv ar garantez hollvedel.

An Daoidi a damalle d’ar Gonfusianed ha da heulierien Mo Zi brezeliñ etrezo e-lec’h labourat kevret a-benn adsevel urzh naturel ar bed war an douar dre heuliañ nerzh (De) an Dao, dre “ober hep ober” ( 爲無爲 , wéi wú wéi) ha dre an embleustr laouen.

War un trede talbenn e oa ar Vrizhfured sinaat, par da re Hellaz hen, o tagañ ar Gonfusianerezh war dachenn ar ouiziadoniezh (burutelladur ar skiantoù a-benn termeniñ o orin reizhpoellek hag o zalvoudegezh), peogwir n’en devoa Konfusius graet nemet sevel damkan an “anvioù reizh” ( 正名 , zhēng míng) ; etre 320 e 250 KJK e klaskas Hui Shi ha Gongsun Long sevel ur “brederouriezh ar meizadoù” hag ur “brederouriezh an enep-lavar”, ar pezh a oa rik enep ar Gonfusianed.

An enepstourm

kemmañ

Konfusianegezh Meng Zi

kemmañ

E kreiz ar brezelioù-se e chome Meng Zi (370-290 KJK), lesanvet “An Eil Fur” (goude Konfusius), an heulier feal. Kemplezhet ha gwellaet en devoa kelennadurezh ar Mestr kozh ha klasket treiñ renerien e amzer da “renerien a galon” hervez damkan ar junzi. Hogen pa ne rae Konfusius gwall forzh eus an armerzh politikel ez embanne Meng Zi ne grog ar vadelouriezh hag an onestiz nemet pa vez leun stomog an den : ret e vije d’ar renerien lezel an dud da vezañ emren war o douaroù a-benn bezañ gouest da genderc’hiñ o boued hag o zilhad, ret e vije gwareziñ ar peadra naturel dre verañ an dourioù, ar c’hoadoù, ar pesketa hag ar prenn. En tu all da vennozhioù Konfusius a-zivout an denelezh hag ar justiz e klaskas Meng Zi staliañ un armerzh poellek ha fur : ar jing ( 境, jìng, “tachennad”), enni eizh park prevez o c’hronnañ ur park perc’hennet gant ar Stad a zastum tailhoù diwarnañ.
Pelloc’h eget Konfusius e kasas Meng Zi ar c’heal a junzi, pa’z embannas e c’halle forzh piv dont da vezañ par da Yao ha Shun, anezho renerien disi an hengoun – gant Liu Shaoqi (1898-1969), a voe e penn Republik Pobl Sina etre 1959 ha 1968, e voe lavaret heñvel ger evit ger.
Kreñv e chome e Meng Zi ar gredenn gonfusian e madelezh naturel mab-den, krediñ start a rae ne oa ret nemet kelenn d’an dud a-benn ma vijent junzi, ha den ebet araozañ ne gredas lavaret d’ur priñs diwall da dreiñ da vac’homer rak “forzh pe zen en devije ar gwir d’e lazhañ, peogwir ne vez eus ur fallakr nemet forzh pe zen”.

Konfusianegezh Xun Zi

kemmañ

Pell e voe soñjoù Meng Zi er gouloù, ha reoù Xun Zi (300-237 KJK) war al leurenn-adreñv. Pa voe e dro da c’hoari ez aozas ar Gonfusianegezh en he stumm kentañ[6].
Da vare Xun Zi e oa Stad Qin o kregiñ da c’hounez tachenn a-benn unaniñ Sina, ar pezh a lakaas ar prederour da soñjal e oa pell mab-den da vezañ mat dre natur evel ma lavare Meng Zi, zoken pa vez leun o c’hof. Da soñj Xun Zi ez eo an dud gwall siek ha gouest da ober forzh petra. Evel Meng Zi e krede Xun Zi e c’halle forzh piv dont da vezañ par da Yao ha Shun, gant ma vijent desket, ha dre redi mard eo rekis, rak gwir eo e c’hall forzh piv dont da vezañ Yu, met tanav eo e zoare da zont a-benn. Ret eo neuze, emezañ, ober evel ar renerien gozh ha sevel lezennoù, goproù ha kastizoù – ar gevredigezh eo a c’hall reizhañ an dud.
Gant ar Gonfusianed war e lerc’h e voe tamallet Xun Zi da vezañ pennabeg diskar ar Gonfusianegezh, peogwir en devoa troet ar gelennadurezh en ur reizhiad strizh ha difiñv ha gourc’hemennet sentiñ e-lec’h prederiañ.
Daou ziskibl eus Xun Zi, anvet Han Feizi ha Li Si, a voe e penn al Lezennourien a heskinas heulierien Konfusius.

Eus an traoñ d’al laez

kemmañ
 
Qin Shi Huangdi, kentañ impalaer Sina
Delwenn varmor e Xian, tost d’al luad pri brudet

Ar marevezh Qin (221-206 KJK)

kemmañ

Ur c’hemm bras a zegasas al Lezennourien dre dreuzveizañ komzoù Xun Zi : divizet e voe dilezel al lidoù hag ar junzi ha ren ar Stad Qin dre an urzh, ar c’hastiz hag an ampled. Pa voe Qin e penn Sina unanet (221) dindan ren an impalaer kentañ Qin Shi Huangdi (259-210, ren 246-221 war Qin ha 221-210 war Sina) e voe ar maodiern Li Si o lakaat lezennoù Qin da dalvezout e Sina a-bezh.

En anv kelennadurezh ar Mestr kozh e savas ur C’honfusian enep Li Si, a damallas dezhañ itrikañ enep an impalaer dre aozañ un emsavadeg a-benn krouiñ un dere a-ziforc’h evit heulierien Konfusius. Diwar intrudu Li Si neuze e c’hourc’hemennas an impalaer er bloavezh 213 ma vije devet kement skrid konfusian – ur skouerenn hepken eus pep unan anezho a chomje e levraoueg prevez an impalaer.
Buan avat e voe merzet e ouie heulierien Konfusius ar skridoù klasel dre eñvor ; neuze e voe lazhet kement “levraoueg war vale” a c’halled kavout war hentoù Sina.
Goude marv an impalaer Qin Shi Huangdi e 210 e renas e vab Qin Er Shi betek ar bloavezh 206, ma teuas un den eus ar bobl, Liu Bang (~250-247 KJK), a-benn da gas un dispac’h ha da bignat war kador an impalaer dindan an anv Han Gaozu (ren 206-195) – goude bezañ gwastet kêrbenn Qin Shi Huangdi ha devet levraoueg an impalaeriezh, enni holl skridoù Konfusianegezh ar mare, anavezet dindan an anv Pevar Levr ha Pemp Klaselour.

Ar marevezh Han (206 KJK – 9 GJK)

kemmañ

Berzet e chomas ar Gonfusianegezh dindan ren Han Gaozu, ha dedennet gant ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh e voe e warlerc’hidi. Evit abegoù politikel e troas an impalaer Han Wudi (156-87 KJK, ren 141-87) war-du ar Gonfusianed a-nevez, peogwir e felle dezhañ kaout an dizober eus aotrouien ar c’hladdalc’helezh ha lakaat bourc’hizien junzi etre ar galloud hag ar werin. Gant harp ar Gonfusian Dong Zhongshu (179-104 KJK) e teuas a-benn.
En e levr “Glizh gourstank Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskaramzerioù” ( 春秋繁露, Chūnqiū Fánlòu) e tisplegas Dong Zhongshu ar “sekredoù” en devije kavet er c’hlaselour konfusian hag en devoa lakaet da sichenn e brederouriezh dre o meskañ gant damkan ar yin hag ar yang mui hini ar pemp elfenn. Ker reut ha Li Si e voe, pa glaskas kendrechiñ an impalaer da forc’hañ kement kelennadurezh na oa ket deveret eus e hini hag eus ar skridoù klasel.
Ne voe berz ebet peogwir e oa an impalaer techet da heuliañ al Lezennourien, met krouet e voe ur skol a velestradurezh diazezet war ar Pemp Klaselour konfusian a-benn stummañ holl gargidi an impalaeriezh.
Goude bezañ bet ken kasaet er mareoù kent, setu ma voe Konfusius lakaet ez-ofisiel da “roue digurun” – da sant, hervez Sima Qian en e Shiji – hag ar Gonfusianegezh lakaet da gelennadurezh stadel, ar pezh a chomas e-pad tremen daou vilved dre velestradur an impalaeriezh.

Eus al laez d’an traoñ

kemmañ

Gwir eo ne chome ket gwall galz eus soñjoù Konfusius e dibenn ar marevezh Han (9 GJK) ; petra bennak ma oa bet pal Mestr Kong lakaat forzh piv da vezañ junzi a-benn ren e oa ar Gonfusianegezh troet da ziogelouriezh stadel, hogos relijiel, na c’halled jubenniñ nemet dre ar skridoù ofisiel. Lod Konfusianed a glaskas chom feal d’ar Mestr hag a vurutellas ar skridoù bet lakaet da sakr : en o zouez e oa Xu Shen (58-147 GJK), anezhañ ur C’honfusian arbennigour war ar Pemp Levr, a ziskouezas ne c’halle ket ar skridoù konfusian bezañ strobet en un diogelouriezh unvan ha klok.
Pa voe echu gant ar remziad Han (9 GJK) e oa staliet ar Vouddhaegezh e Sina abaoe tremen ur c’hantved, ha klask a reas lod renerien eus ar remziadoù Wen (386-535) en Norzh ha Jin (316-419) er Su adsevel skolioù konfusian war zigarez ma ne oa ar Gonfusianegezh nemet an Daoegezh treuzwisket, hag ar Vouddhaegezh un emdroadur eus an hevelep Daoegezh.
Gant ar remziadoù Sui (581-618) ha neuze Tang (618-907) hepken e voe lakaet ar Gonfusianegezh e kalon ar Stad sinaat en-dro : d’ar marevezh Sui e voe staliet un arnodenn a “bennlenneg” konfusian hag unan a-zivout ar Pemp Klaselour, digor an div d’an holl ; gant o warlerc’hidi Tang e voe ouzhpennet teir arnodenn : Reizh, Matematik ha Srivañ[7].

Aet e oa ar Gonfusianegezh da gefridi c’hopret neuze, douget gant kargidi anvet hervez o disoc’hoù en arnodennoù, prizet pe diskaret gant ur velestradurezh pounner hag efedus ne oant nemet rodoùigoù enni.
Konfusianed wirion a chome e Sina koulskoude, hag er velestradurezh, ha zoken e palez an impalaer – maodiern ar Reizh e voe ar barzh konfusian Bai Juyi (772-846).

Konfusianed all a gemeras o fluenn, n’eo ket da sinañ paperioù melestradurel, da skrivañ diwar-benn kelennadurezh Konfusius ne lavaromp ket : Kong Yingda (574-648) a embannas skridoù konfusian displeget, ar prefed Han Yu (768-824) a gondaonas ar Vouddhaegezh ken prizet gant an impalaer hag a ginnigas distreiñ ez-ofisiel da gelennadurezh Konfusius ha Meng Zi – da lavaret eo skarzhañ an azeuldioù hag ar c’hloer “konfusian” gant re ar Vouddhaegezh, da gentañ-holl.
Da heul Han Yu ez embannas ar skrivagnerien Li Ao (772-841) ha Liu Zongyuan (773-819) azginivelezh ar Gonfusianegezh wirion.

Diouganerien e oant, en un doare, pa voe evit gwir eus un Nevez-Konfusianegezh.

Notennoù

kemmañ
  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html (diwar ar geriadur-se e teu an holl gealarouezioù a gavor er pennad-mañ)
  2. CHIN Annping, 2010
  3. Étiemble, 1986
  4. VOLTAIRE, Le Siècle de Louis XIV, http://fr.wikisource.org/wiki/Le_Si%C3%A8cle_de_Louis_XIV
  5. GERNET & MEUWESE, 1998
  6. DUBS Homer H., 1928
  7. Des Rotours, 1932

Andonioù

kemmañ
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.