Konfusius
Konfusius, sinaeg 孔夫子, pinyin Kong Fuzi (551 KJK - 479 KJK)[1] eo bet ar prederour sinaat en deus bet al levezon vrasañ war sevenadur ha kevredigezh e vro e-pad tremen daou vil bloaz.
- Dre e emzalc'h hag e gendivizoù e lakae pouez war onestiz an dud hag ar gouarnamant, ha reizhded an darempredoù kevredigezhel. An talvoudegezhioù-se a c'hounezas tachenn war prederouriezhioù all evel al Lezennouriezh sinaat ha kelennadurezh an Daoegezh gant Lao Zi.
- Lakaet e vez Konfusius da ziorroer kentañ ar sevenadur sinaat ; troet eo bet e gentelioù da gelennadurezh politikel ha kevredigezhel, kent bezañ "relijion a Stad" ken abred hag an 3de kantved KJK betek ken diwezhat ha deroù an 20vet kantved.
An andonioù
kemmañDre dammoù skridoù bet kendastumet ha dielfennet a-hed kantvedoù e ouzomp diwar-benn Konfusius, e soñjoù hag al levezon en deus bet war Istor Sina hag ar broioù sinaet.
Teir andon bennañ zo :
- Kendivizoù Konfusius (Lunyu)
- Ar skrid-mañ eo an hini tostañ da Gonfusius. Ur c'hendastumad eo, ugent rann ennañ, eus studiadennoù berr kevret gant kendivizoù ha prezegennoù. Savet eo bet diwar tammoù eus karnedoù-beaj, notennoù ha burutelladennoù a-berzh Konfusius e-unan pe digant tud all.
- Den ne oar piv a grogas da gendastum an danvez-se, er c'hantved kentañ goude marv Konfusius hep mar. E heulierien fealañ eo, a greder, a voe mennet da dreuzkas gouiziegezh un den na felle ket dezho e vije disoñjet.
- Bloazdanevelloù Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù dugelezh Lu
- Hanez ofisiel Stad Lu eo, bet dalc'het etre 722 ha 481 KJK. Dre ma teu digant galloud ar Stad ne zanevell nemet an darvoudoù o deus ul levezon war politikerezh ar vro : an darempredoù etre Stadoù ; ganedigezh, eured ha marv renerien ar Stadoù gwizien ; buhez ha labour ar vaodierned pennañ ; ar c'hefredioù soudardel ; an emsavioù hag an aloubadurioù ; an darvoudennoù naturel, a vez lakaet da ziouganoù.
- Ar Bloazdanevelloù eo o deus roet an anv Marevezh an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù d'an hanter kentañ eus ren ar remziad Zhou eus ar Reter, da lavaret eo ar bloavezhioù 770–476 KJK.
- Displeg Zuo (Zuo zhuan)
- Ur zhuan eo, da lavaret eo ur rummad notennoù ha displegoù bet savet a-benn sklaeraat ar Bloazdanevelloù. Er zhuan-se e tesker, da skouer, ar perag eus ur brezel pe eus diskar ur maodiern.
- Un heuliad danevelloùigoù a ya da sevel ar skrid-se, a heuilh rik red an amzer hep bezañ urzhiet dre zodennoù. Dre Displeg Zuo e tesker lignez sevenadurel Konfusius, hag alese diazez e brederouriezh – perak e ranke un dug, hervezañ, bezañ gouiziek war ar barzoniezh hengounel kent bezañ gouest da ren en un doare reizh[2].
Anvioù Konfusius
kemmañEn e vev
kemmañ- Kong Qiû (孔丘), distaget "kong tchïou", e oa e anv gwirion ; paot eo an anv Kong e Sina.
- Zhong Ni (仲尼) e oa e raganv a sevended. Ar raganv kevredigezhel, raganv a lenneg pe raganv a sevended a reer eus ul lesanv ha veze roet d'ar baotred (pe a veze dibabet ganto) d'o naontekvet deiz-ha-bloaz. Lod merc'hed ivez o devoe unan pa zimezent. Er vuhez kevredigezhel e veze arveret al lesanv-se[3].
- Kong Fuzi (孔夫子), "Mestr Kong" e voe lesanvet goude e 60vet bloavezh.
Goude e varv
kemmañ- Er bloavezh 1 GJK (kentañ bloavezh ar marevezh Yuanshi e ren ar remziad Han) e voe roet da Gonfusius e gentañ anv dalif, 褒成宣尼公, Aotrou Bāochéngxūanni, a dalvez kement hag "Aotrou Ni a c'haller meuliñ".
A-douez meur a lesanv e c'haller kinnig amañ ar re baotañ :
- Wànshìshībiǎo (萬世師表), "Patrom ar Gelennerien a-dreuz an Oadoù".
- Zhìshèng (至聖), "Ar Fur Meurañ" ;
- Xiānshī, (先師), "Kentañ Kelenner", pe "Ar C'helenner a sikour ar re fur en o disoc'hoù" ;
- Zhìshèngxiānshī (至聖先師), "Ar Furañ Kelenner Marv Azeulet", a voe goveliet diwar an daou lesanv kent er bloavezh 1530 GJK, navet bloavezh er marevezh Jianing e ren ar remziad Ming.
Pa oa ar jezuad italian Matteo Ricci (1552-1610), ha jezuidi all en e c'houde,o treiñ levrioù sinaek e yezhoù ar C'hornôg e voe Kong Fuzi (孔夫子) latinaet e Konfusius. Chomet eo an anv-se er C'hornôg abaoe.
Stummoù sinaek lakaet e lizherennoù roman a gaver ivez avat : Kong Fuzi, Kong fu zi, K'ung fu-tzu (pe Kung fu-tze, a zo diresisoc'h).
Kement ha "Kelenner" e talvez Fuzi. Hervez an hengoun sinaat e oa dizoujus gervel ur c'helenner dre e anv, neuze e veze graet Kong Fuzi , "Mestr Kong", anezhañ, ha dre an anv-se e vez anavezet e Sina betek hiziv an deiz zoken.
Diret eo ar gealarouez 夫 fu er Sinaeg a-vremañ ; aliesoc'h neuze e vez Konfusius anvet Kong Zi (孔子).
E vuhez
kemmañ[4],[5]
Hervez an hengoun e oa Kong Shu Liang He, tad Konfusius, un diskennad eus Yi Yin, anezhañ pennmaodiern Cheng Tang, diazezer ar remziad Shang a renas eus 1570 KJK betek 1045 KJK.
Ur c'hadour e oa, brudet evit e gurioù e daou emgann, ar pezh a zegasas un douar-dalc'h dezhañ kent bezañ gouarnour ar Stad kozh Lu e-pad ur mare ; er Su d'ar rannvro Shandong a-vremañ e oa ar Stad-se. Eno e oa o chom en ur gêr anvet Zou, e-kichen Qufu.
D'an oad a 65 bloaz e kemeras Shu Liang He un azpried, anezhi un dimezell Yan Zheng Zai na oa nemet 15 vloaz.
En diskar-amzer 551 KJK, d'an 28 a viz Gwengolo hervez an hengoun, e c'hanas Zheng Zai ur mab a voe anvet Kong Qiû, en abeg d'ar run (Qiû e sinaeg) ma oa-hi aet da bediñ kent gwilioudiñ. Edo Sina e dibenn ar predad a vez anvet Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù gant Sinaiz (gwelit uheloc'h).
Evit gwir ne ouzer diwar red buhez Konfusius nemet ar pezh a zisklêrias-eñ hervez Kendivizoù Konfusius :
Ar Mestr a lavaras : "Da bemzek vloaz e oan a-zevri o studiañ.
Da dregont vloaz e oa sonn ma soñj.
Da zaou-ugent vloaz oan aet dreist an amzivin.
Da hanter-kant vloaz em boa dizoloet youl an Neñv.
Da dri-ugent vloaz ne c'helle lavar ebet ma zrubuilhañ.
Bremañ, da zek vloaz ha tri-ugent, e c'hallan heuliañ luskoù ma c'halon hep mont diwar an hent reizh."– Kendivizoù, II.4[6]
N'eus ket tu neuze da sevel buhezskrid Konfusius en un doare resis, met diwar labour istorourien a glaskas lakaat e lavarennoù da glotañ ouzh Bloazdanevelloù dugelezh Lu[7] e c'haller reiñ un tamm amzeroni[8].
551 KJK, d'an 28 a viz Gwengolo hervez an hengoun : ganedigezh e Qufu, dugelezh Lu.
548 • Marv tad Konfusius.
544 • D'an oad a 7 vloaz e vourr o staliañ rikoù al lidoù.
537 • D'an oad a 15 vloaz e ouestl e vuhez da studiañ an Istor, al lidoù, ar varzhoniezh hag ar sonerezh hengounel.
534 • Marv mamm Konfusius.
532 • Eured da 20 vloaz.
531 • Ganedigezh e vab Po Yu ; ur verc'h en devo da c'houde, a zimezo gant e heulier Kong Ye Zhang.
522 • Krog eo heulierien d'em vodañ tro-dro dezhañ.
518 • D'an oad a 34 bloaz e teu da vezañ tigelenner en tiegezh Mong Souen, unan eus an teir familh emañ ar galloud ganto e dugelezh Lu[9].
517 • Tec'hel a ra dug Lu diouzh ar vro ; Konfusius a gav repu er rouantelezh amezek Qi.
501 • Yang Hu, un enebour da renerien Lu, a c'houlenn digant Konfusius mont d'e heul ; nac'hañ a ra Konfusius. Ne zeuas ket Yang Hu a-benn da gemer ar galloud ha tec'hel a reas d'ar rouantelezh Qin.
499 • Maodiern ar Reizh ha kuzulier dug Lu eo Konfusius.
498 • Konfusius a laka diskar kreñvlec'hioù an tri ziegezh a rann ar galloud etrezo er Stad Lu.
497 • "Darvoudenn an dañserezed" : dre ma'z eo rener Qin chalet gant levezon Konfusius e kas dañserezed da briñs Lu ; en abeg dezho e lez hemañ aferioù ar Stad hag ar bobl a-gostez, ar pezh a laka Konfusius da zilezel e garg[10],[11] ha da redek bro e-pad 14 bloavezh a-benn kavout uhelidi a vije a-du gant e sell war an doare da ren. Da zugelezh Wei ez ez a pa guita Lu.
496 • War hent Chen e treuz Zheng, hag e Kuang, kêrbenn ar Stad, emañ taget gant ur strollad tud e kred dezho ez eo Yang Hu a zo dirazo.
495 • E Wei e klask ar dug lazhañ e vamm. Konfusius zo rediet d'e welet, ha ken skodeget eo gant emzalc'h dug Wei ma'z a da Song. Eno e vo gwallgaset gant maodiern ar Brezel.
493 • Goude bezañ bet e Chen hag e Zheng e klask distreiñ da Wei. Taget eo gant tud a zo o sevel enep Wei, ha saveteet eo gant unan eus e heulierien.
492 • Marv Ki Huan Zhe, pennmaodiern Lu, a oa pennabeg da harlu Konfusius. E vab Ki Kang Zhe a gemer ar garg hag a c'houlenn digant unan eus heulierien Konfusius bezañ e guzulier.
491 • Konfusius e Qai.
489 • Da heul ur weladenn e ti gouarnour Chen en em gav Konfusius enket gant soudarded ofiserien Qai ha Chen, a gred emañ Konfusius o labourat evit ar Stad Zhou. Marnaoniet en em gav Konfusius etre Qai ha Chen, ha saveteet eo gant soudarded Zhou.
484 • Trec'h eo Lu war Qi. D'an oad a 68 vloaz ha goude 14 vloaz o kantren e c'hall Konfusius distreiñ d'e vro.
482 • Marv e vab Po Yu. Nebeud goude ez eo e heulier muiañ-karet Yen Huei a varv d'e dro.
481 • Muntret eo dug Qi. Goulenn a ra Konfusius digant dug Lu kas un arme ; pa nac'h an dug e kompren Konfusius ne vo biken gouarnet e vro hervez e soñjoù. Divizout a ra gouestlañ peurrest e vuhez da zastum Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù dugelezh Lu a-benn treuzkas ar skrid d'ar rummadoù da zont.
479 KJK, d'an 11 a viz Mae hervez an hengoun : marv Konfusius e Qufu, d'an oad a 72 vloaz.
- Un devezh dilabour a vez bep 28 a viz Gwengolo e Sina, pa vez lidet ganedigezh Konfusius.
Soñjoù Konfusius
kemmañN'eus skrid ebet diwar zorn Konfusius e-unan. Dre fazi e voe lakaet da aozer Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù, pa oa ar c'hendastumer anezho hepken, pe embanner Klaselour al Lidoù, anezho daou levr eus ar Pemp Klaselour sinaat.
Daoust da belloc'h eget daou vilvedad skolbrederouriezh ez eo diaes c'hoazh gouzout ez-resis petra e oa danvez orinel kentelioù Konfusius.
Un alberz eus e soñjoù a c'haller kavout avat dre studiañ ar C'hendivizoù ; er skrid-se e weler ar Mestr o vevañ hag o komz gant e heulierien.
Er C'hendivizoù (VII.1) en em ginnig Konfusius evel un "treuzkaser na ijinas netra". Pouezañ kreñv a ra war talvoudegezh ar "studioù", hag ar gealarouez sinaek evit "studi" pe "deskadur" a gaver e digoradur ar skrid. Dre-se e vez sellet outañ e Sina evel ouzh ar "Mestr Meur".
Daou dra a bouez a verzer dre lenn aketus ar C'hendivizoù : pell diouzh mennozh Konfusius e oa sevel un damkanad klok eus ar vuhez hag ar gevredigezh pe reoliañ al lidoù ; ne glaske ket kaout diskibled ha bezañ mestr war o soñjoù – deskidi an hini eo a glaske, hag er c'hontrol e c'houlenne diganto soñjal drezo o-unan, bezañ bepred o studiañ ar bed a oa tro-dro dezho dre ferenn ar skridoù kozh, keñveriañ kudennoù o bed gant darvoudoù politikel kozh, sonjoù ar bobl hag an uhelidi en amzer dremenet evel miret e barzhonegoù ar Shi Jing ("Klaselour ar Barzhonegoù"), ha diorren o spered-burutellañ : "Ur c'horn eus ar ouel a savan-me – mar ne c'hall ket ar studier sevel an tri re all, ne adlavaran ket ar gentel", emezañ[12].
Kefridi an Neñv
kemmañPa ne c'haller ket bevañ gant al loened gouez hag al laboused e ranker bevañ e peoc'h gant an dud all[13], neuze e savas Konfusius ur gwiad talvoudoù a-benn kempoellat hag aesaat an darempredoù etre an dud.
Da vare Konfusius e oa Sina marellet a zugelezhioù dizalc'h ha brezelgar, pep dug o klask bezañ mestr war an holl re all, alese ur vro zistabil. Kollet en devoa ar remziad Zhou (1045 KJK – 221 KJK) ar perzhioù a unvanour hag a beoc'haer a oa bet e re dre c'hras Kefridi an Neñv, a oa he fal unvaniñ ar pobladoù dindan warez an Neñv a zegasje peoc'h ha berzh dezho.
- Kefridi an Neñv zo ur c’heal hengounel e prederouriezh Sina a sell ouzh reizhveli ar renerien. Tost da reizh a-berzh Doue ar rouaned kornogat eo, war-bouez un diforc’h bras : war emzalc’h ar rener e-unan ez eo diazezet.
- Plijet e vije an Neñv gant renerien reizh ha bennigañ a raje o beli, met displijet e vije gant mac’homerien ha tennet e vije ar gefridi diouto, ar pezh a gasje d’o diskar – reizh e oa lazhañ ar vac'homerien rak laeron e oant e gwirionez. Neuze e vije ar gefridi treuzkaset d’ar renerien wellañ.
Alies e veze ar predadoù paourentez hag an drastoù a orin naturel kemeret da arouezioù eus displijadur an Neñv gant ar rener e karg, a oa neuze en argoll da vezañ diveliet e doare pe zoare.
Pal Konfusius e oa adsevel ar Gefridi-se a roe galloud hag efedusted d'an impalaerien vertuzus, dre dreuzkas furnez an diagentidi hen.
Peogwir e oa Konfusius mennet da zasorc'h urzh ar gevredigezh kozh a-benn reizhañ sioù e hini e voe lakaet da virour meur, met pa seller a-dost ouzh e ginnigoù e verzer e rae gant ensavadurioù ha lidoù kozh e-sell da reiñ lañs d'ur politikerezh nevez a oa e hini-eñ : adsevel ur Stad unvan, renet gant uhelidi a vije e karg dre o zalvoudegezh kentoc'h eget dre o lignez, hag a labourje evit ar bobl. Hevelep renerien a dreuzkasje o vertuzioù d'ar bobl e-lec'h mont dezho dre lezenn ha dre heg : ur skouer e vijent d'o fobl[14].
E zoare da gelenn
kemmañDigor d'an holl e oa e gentelioù, ha n'eo ket d'an uhelidi hepken,[15] petra bennak ma oa e bal stummañ tud yaouank a-benn bezañ uhelgargidi er Stad. Diwar intrudu Konfusius marteze e tiveras hengoun Arnodennoù an Impalaer an hevelep pal dezho, hag a oa ivez digor da zereoù izelañ ar gevredigezh. A-dra-sur ez eo bet an Arnodennoù-se unan eus abegoù pennañ peurgendalc’h ha stabilded an impalaeriezh sinaat e-pad daou vilved – betek diwezh an impalaeriezh e 1912 e chomas an Arnodennoù diazezet war gelennadurezh Kong-Fuzi.
Dibaot a wezh e oa e gentelioù diazezet war arguzennoù poellek ; dre zamvenegoù, moustamalloù hag azlavarennoù zoken e tegase e vennozhioù. Setu perak ne c'haller o c'hompren nemet dre o lakaat en o c'henistor.
Setu amañ ur skouer eus an doare :
廄焚。子退朝,曰:“傷人乎?” 不問馬。
Pa voe devet ar marchosioù e lavaras Konfusius, o tistreiñ eus al lez : "Ha den pe zen zo bet gloazet ? Ne c'houlennas ket diwar-benn ar c'hezeg.– Kendivizoù, X.17
Ar gentel eo : dre na c'houlenn a-zivout ar c'hezeg e tiskouezas Konfusius penaos ez eo priziusoc'h an dud eget o madoù ; al lennerien zo pedet da soñjal en o emzalc'h dezho, ha d'e wellaat mar ne vije ket par da hini ar Mestr.
Setu amañ dres unan eus kentelioù donañ Konfusius : lakaat talvoudegezh an emzalc'h skouerius dreist hini ar reolennoù hag al lezennoù. Gwelloc'h e oa dezhañ un den desket, dereat ha spiswel eget unan a anaveze al lezennoù.
E gentel vrudetañ eo Buhezegezh ar C'heneskemm, pe ar Reolenn Aour, lakaet er stumm-nac'h hag anvet ar Reolenn Arc'hant alies :
子貢問曰:“有一言而可以終身行之者乎”?子曰:“其恕乎!己所不欲、勿施於人。
Zi Gong [un deskad] a c'houlennas : "Hag ur ger zo a c'hallje heñchañ un den a-hed e vuhez?"
Ar Mestr a respontas : "Petra a soñjit eus shu ["kendouj"]: na lakait biken war an dud all ur redi n'ho pije ket dibabet evidoc'h-c'hwi ?"– Kendivizoù, XV.24
Da beurbatrom e talvez Konfusius e Sina, n'eo ket da zoue pe da reol difetis hag hollvedel. Dre se e vez lakaet gant meur a zispleger Reterat pe Gornogat da ziazezer un doare denelouriezh sinaat.
Hêrezh Konfusius
kemmañA zeskarded da ziskibled
kemmañGoude marv ar Mestr e kendalc'has e zeskarded da gelenn da studierien a voe diwezhatoc'h uhelidi e meur a c'houarnamant e Sina. Evel-se e voe skignet mennozhioù Konfusius dre Sina a-bezh evit ar wezh kentañ.
Daou heulier pennañ Konfusius e voe Meng Zi [孟子] (372–289 KJK) ha Xun Zi [荀子] (312–230 KJK), a savas pep a gelennadurezh diwar kealioù-diazez liammet gant Konfusius.
- Meng Zi a ziogelas ez eo madelezhus ha dereat an dud pa vezont ganet ; ar gevredigezh eo a gemmje ar vuhezegezh-se, alese emzalc'hioù dizereat. Dre adkavout ar spered kollet hepken e c'haller dont da vezañ un den reizh en-dro.
- Xun Zi a bouezas war tuioù danvezel ha gwirheñvel kelenn Konfusius dre lavaret ne c'hall ar vuhezegezh reizh dont er gevredigezh nemet dre an hengoun, hag en dud nemet dre ar stummadur.
Gant an amzer e teuas o labour, kevret gant ar C'hendivizoù ha skridoù-diazez all, da vezañ ar pezh a anver Konfusianegezh er C'hornôg, anezhi ur gelennadurezh a voe dibabet da brederouriezh ar Stad dindan ren ar remziad Han kentañ (Qian Han, 207 KJK–25 GJK).
Mil pemp kant vloaz goude marv Konfusius e krouas Zhu Xi [朱熹] (1130-1200 GJK) un doare nevez da gompren kentelioù ar Mestr, dre zegas kealioù eus ar vouddhaegezh hag eus an daoegezh, a voe anvet Nevez-Konfusianegezh a-benn e ziforc'hañ diouzh kelennadurezh ar C'hendivizoù.
Nebeut goude marv Zhu Xi e teuas e vennozhioù da vezañ an doare reizh nevez da gompren kentelioù Konfusius. Betek an 19vet kantved e voe bras-kenañ e levezon war Sina, Korea ha Viêt Nam. War ziskar ez eas goude marv an impalaer diwezhañ e 1912 hag an dispac'h Sinaat.
A ziskibled da enebourien
kemmañEr bloavezhioù 1910 ha 1920, goude ma voe echu gant an Impalaeriezh, e fellas da uhelidi Sina treiñ o bro d'ur Stad-Vroad arnevez, ha lod anezho a selle ouzh levezon Konfusius evel ouzh un doare da virout ar bed kozh. Brezel war baper a voe etre an daou du, e-keit ha ma veze c'hoazh kastizet ar skolidi a grede disakrañ altar Konfusius en o skolioù.
Trenkaat a reas ar c'hoari pa gemeras ar gomunourien ar galloud e 1949 : ne voe mui klasket reizhañ pe azasaat levezon Konfusius, he zistruj a voe klasket ober, ha kement-mañ betek deroù an Dispac'h Sevenadurel en diskar-amzer 1966. Da neuze e voe urzhiet Sinaiz da gaout an dizober eus "ar spered kozh, ar sevenadur kozh, an hengoun kozh, ar boazioù kozh". Neuze e voe tud dizesk o wallgas tud a ouiziegezh, o teviñ levrioù, o tiskar savadurioù kozh hengounel hag o tismantrañ al lec'hiennoù nevet evel moskeennoù, delwennoù Bouddha hag azeuldioù a bep doare, re Gonfusius en o zouez.
E Qufu e klaskas an dud saveteiñ ti, azeuldi ha bez Konfusius, met skolidi en entremar a zibabas digeriñ bez ar Mestr kozh a-benn e vrudañ "marv da vat ha da viken".
E 1974 e voe Lin Biao, anezhañ ur politikour marv en drouklamm, kevret gant Konfusius evel trubard d'e vro[16].
Ag enebourien da vignoned
kemmañEr bloavezhioù 1980, goude marv an Dispac'h Sevenadurel, e voe a-nevez kelennet ar Pevar Levr hag ar Pemp Klaselour er skolioù ha studiet er skolioù-meur.
Aboe kreiz ar bloavezhioù 1990 ha betek hiziv an deiz e vez maget ar studioù konfusian gant skridoù o tont eus ar bloavezhioù 300 KJK a zo bet kavet war lavnennoù bambouz.
Muioc'h a dud a vez o weladenniñ al lec'hiennoù konfusian evel Qufu, ha renerien Sina a embann meuleudioù diwar-benn mennozhioù Konfusius. Keloù zo a sevel Ensavadurioù Konfusius en Afrika, Europa, Azia hag Amerika an Norzh hag ar Su a-benn kelenn sinaeg er bed a-bezh[17].
Lod arbennigourien, anezho Sinaiz pe Gornogiz, e soñj dezho emañ levezon kentelioù ar Mestr o ren hiziv an deiz c'hoazh : Korea ar Su ha Singapore, da skouer, a embanne er bloavezh 2007 e oa o folitikerezh diazezet war gelennadurezh Konfusius.
En enor da Gonfusius
kemmañLidoù meur a vez dalc'het bep bloaz e Sina da zeiz-ha-bloaz Konfusius. Berzet e oant bet gant ar gomunourien war zigarez ma oa Konfusius hag ar Gonfusianegezh kredennoù gladdalc'hel a lakae ar bobl dindan veli an uhelidi. Goude diwezh an Dispac'h Sevenadurel hepken e krogas al lidoù en-dro, pa sell ar Stad outo evel ouzh un doare da veuliñ Istor ha hengoun Sina Veur.
E Taiwan e vez lidet Konfusius ivez, gant harp ar Stad. Petra bennak ma n'eo ket an 28 a viz Gwengolo un devezh dilabour e vez merket war an deiziadurioù.
E broioù a zo bet levezonet gant Sina e vez lidet Konfusius ivez, evel Japan, Korea ha Viêt Nam.
7853 Konfusius eo anv un asteroidenn bet dizoloet d'an 28 a viz Gwengolo 1973.
Levezon e-maez Azia
kemmañEr bed kristen
kemmañEr bloavezh 1588 e tistroas ar jezuad italian Michele Ruggieri (1543-1607) eus ur veaj da Sina gant skridoù klasel sinaek, a gendalc'has da dreiñ e latin. En e c'houde e krogas ar jezuad italian all Matteo Ricci da skignañ soñjoù Konfusius en Europa, hag e 1687 ez embannas un trede jezuad italian, Prospero Intorcetta (1626-1696), Confucius Sinarum philosophus gant skoazell ar Belgiad Philippe Couplet (1623-1696).
Hep mar e voe prederourien europat Oadvezh an Anaoudegezh – an doueidi dreist-holl – dedennet-bras gant an troidigezhioù-se ma welent un doare da enframmañ ar vuhezegezh hervez Konfusius er sevenadur kornogel[18],[19].
Er bed muzulmat
kemmañEn India, ar ranngredenn vuzulmat Ahmadiyya bet diazezet gant Mirza Gulam Ahmad (1835-1908) a embann e oa Konfusius un Diouganer eus an Islâm, evel Lao-Zi[20].
Azeuladur Konfusius
kemmañE Qufu evel-just e teu kalz tud da weladenniñ bez Konfusius hag an azeuldioù a zo gouestlet d'ar Mestr daoust dezhañ. E Sina e kaver daou azeuldi all, hep kontañ un ugent bennak a zo e Taiwan. Unan zo e Tōkyō ivez.
Alies en Azia e kaver Konfusius en azeuldioù kazel-ha-kazel gant Bouddha ha Lao-Zi.
Notennoù
kemmañ- ↑ CHIN Annping, The Authentic Confucius. A Life of Thought and Politics, Scribner, New-York, 2007, ISBN 978-0-300-15118-3
Troet e galleg gant Sylvie Taussig dindan an talbenn Confucius. Un sage en politique, Seuil, Paris, 2010, ISBN 978-2-02-099057-8.
*A-benn aesaat ar c'hlask evit an nann-saoznegerien ez eo da embannadurioù gallek al levrioù meneget e vo graet dave er pennad-mañ hiviziken. - ↑ CHIN Annping, op. cit., pp. 23-25.
- ↑ CHIN Annping, op.cit., p. 21
- ↑ CHIN Annping, op. cit.
- ↑ LÉVI Jean, Confucius, Albin Michel, "Spiritualités vivantes", Paris, 2003 (stumm-chakod).
- ↑ Les entretiens de Confucius, troet diwar ar sinaeg gant Pierre Ryckmans, Gallimard, Paris, 1987.
- ↑ La Chronique de la principauté de Lòu, troet gant Séraphin Couvreur, Cathasia, "Les Humanités d'Extrême-Orient", Paris, 1951, teir levrenn.
- ↑ LÉVI Jean, op. cit., pp. 319-321.
- ↑ LÉVI Jean, op. cit., p. 40.
- ↑ ANNPING Chin, op. cit., pp. 56-58
- ↑ Kendivizoù,XVIII.4
- ↑ Kendivizoù, VII.8
- ↑ Kendivizoù, XVIII.6
- ↑ Kendivizoù, II.1
- ↑ Kendivizoù, XV.39
- ↑ CHIN Annping, op. cit., pp. 32-34
- ↑ CHIN Annping, op. cit., p. 35.
- ↑ PARKER John, Windows into China, Trustees of the Public Library of the City of Boston, Boston, Massachussets, USA, 1978, ISBN 978-0-89073-050-4, p. 25.
- ↑ HOBSON John M., The Eastern Origins of Western Civilization, Cambridge University Press, Cambridge, UK, 2004, ISBN 978-0-521-54724-6, pp. 194-195.
- ↑ http://www.alislam.org
Levrlennadur
kemmañ- (fr)
- Les Entretiens de Confucius, troet gant Pierre Ryckmans, Gallimard, Paris, 1987, ISBN 978-2-07-030531-5
- DAN Yu, Le bonheur selon Confucius. Petit manuel de Sagesse Universelle, troet diwar ar saozneg gant Philippe Delamare, Belfond, Paris, 2009, ISBN 978-2-7144-4541-4
- (en)
- CONFUCIUS, Lun Yu, (The Analects of Confucius), troidigezh saoznek ha notennoù gant Simon Leys, W. W. Norton, New-York, New-York, USA, 1997, ISBN 0-393-04019-4
- CONFUCIUS : Analects – With Selections from Traditional Commentaries, troidigezh saoznek gant E. Slingerland, Hackett Publishing, Indianapolis, Indiana, USA, 2003, ISBN 0-87220-635-1
- CLEMENTS Jonathan, Confucius: A Biography, Sutton Publishing, Stroud (Gloucestershire, UK), 2008, ISBN 978-0-7509-4775-6
- CREEL Herrlee Glessner, Confucius and the Chinese Way, 1949 (adembannet gant Harper Torchbooks, The Cloister Library, TB 63, New-York, New-York, USA, 1960)
- CSIKSZENTMIHALYI M., Confucianism: An Overview, en Encyclopedia of Religion (Vol. C, pp 1890–1905), MacMillan Reference, Detroit, Michigan, USA, 2005
- VIDAL Gore, Creation, Random House, New-York, New-York, USA, 1981, ISBN 0-394-50015-6
- Konfusius zo unan eus tudennoù pennañ ar romant-se, a ro ur skeudenn denel hag hegarat-kenañ eus an den hag e amzer.
- Embannadur gallek : Création, troet gant Brice Matthieussent, Galaade Éditions, Paris, 1983, ISBN 978-2-35176-034-5.
- Konfusius zo unan eus tudennoù pennañ ar romant-se, a ro ur skeudenn denel hag hegarat-kenañ eus an den hag e amzer.
Liammoù diavaez
kemmañ- Konfusius dre vras : (en) Stanford Encyclopedia of Philosophy
- Kendivizoù Konfusius e galleg (teir zroidigezh disheñvel diouzh hini Anne Cheng) : (fr) Lun Yu