Lezennouriezh (prederouriezh sinaat)

Lezhennouriezh (sinaeg 法家, pinyin fa jia, "skol al lezenn") a reer en Istor Sina eus unan eus ar froudadoù prederouriezhel pouezusañ a voe en Oadvezh ar Stadoù Brezelour, a grogas war-dro ar bloavezh 475 KJK hag a echuas gant deroù ar remziad Qin er bloavezh 221 KJK, pa voe Sina unanet hag anvet Qin (distaget [tchin]) hepken.<br.> Dre ma voe goveliet an anv fajia e-kerzh ren ar remziad Han (202 KJK-220 GJK) ne c'hall ket ober dave d'ur gelennadurezh urzhiet d'ar mare ma oa en he bleuñv.
Ur pal politikel hepken a oa d'al lezennouriezh, ne glaske ket displegañ kealioù donoc'h evel penn-natur hag abeg buhez mab-den war an Douar. Ne selle ket al lezennourien ouzh an dud hag o c'hevredigezh evel ma rankjent bezañ, hogen evel ma oant ; un taol-skub a rojont d'an hengoun ha d'an dremened a-raok prederiañ war ar bed distabil m'edont o vevañ.

Hervez "gwirvoudelezh politikel" al lezennourien, n'eo ket mab-den fur hag onest a-walc'h evit bevañ e peoc'h en ur gevredigezh urzhiet ha glan, setu e ranker sevel hag arverañ lezennoù strizh, garv hag hollc'halloudus a-benn reizhañ emzalc'h en dud. En o sell n'eo al lezennoù nemet binvioù rekis da greñvaat galloud ar pennrener dre enframmañ holl duezioù buhez ar bobl hag ar Stad.
Da heul berzh o mennozhioù e voe erlerc'hiet ar c'hladdalc'helezh gant ur galloud kreizennet ha mac'homer e-pad tremen ur c'hantved.

Skridoù

kemmañ
  • Levr Shang Zi

Anezhañ ar skrid-diazez eus al lezhennouriezh e Sina, e voe skrivet gant Shang Yang (390-338 KJK), kuzulier er Stad Qin. En e levr e pouez war perzhioù al lezennoù hag e sav enep ar gonfusianegezh dre ma laka reol ar Stad a-us hini an tiegezh : ret eo gwareziñ ar Stad diouzh ar bobl, a zo lakaet da zizesk hag emgar dre natur.

  • Levr Han Feizi

Skrivet gant Han Feizi (281-233 KJK), anezhañ un uhelad er Stad Han e dibenn Oadvezh Brezel ar Broioù, ar skrid-se zo ur c'hendastumad eus mennozhioù digant Shang Yang, evel-just, ha daou all :

Shen Dao (~395-315 KJK), anvet Shen Zi ivez, a oa ur prederour a glaskas lakaat an daoegezh da dalvezout a-benn ren ur Stad.
Pa lavar ar gonfusianegezh e rank ar galloud bezañ fiziet e tud a vuhezegezh uhel hag a furnez e krede da Shen Dao e teue hag e pade ar galloud diwar darvoudoù fetis kentoc'h eget diwar kealioù difetis evel reolioù-buhezegezh : ar galloud n'eo nemet un heuliad eus red naturel an Dao (an Hent), ha distag eo diouzh forzh pe reizhiad talvoudegezhioù difetis a vije.
Shen Buhai († 375 KJK), kañseller er Stad Qin ivez, a labouras war teknikoù ar velestradurezh.
Un dalc'hiad eus ur rener unel, kreñv hag e kreiz ar Stad e oa. Peogwir e krede dezhañ e oa nerzh ar rener en e zoare da na embreg ar galloud pa ne oa ket ret – un c'heal a gaver en daoegezh – e treuzkasas galloud ar pemdez d'ar velestradurezh. Ret e oa hervezañ gwiriekaat bemdez labour ar vaodierned a-benn mirout outo a glask tapout ar galloud.

An orin : galloud al lezennoù hervez Shang Yang

kemmañ
 
Un delwenn eus Shang Yang

Pa voe Shang Yang anvet da bennvaodiern ar Stad Qi gant an dug Xiao er bloavezh 356 KJK e krogas da reoliañ ar Stad hervez e soñjoù : lezennoù strizh a voe e venveg nemetañ a-benn kaout an dizober eus kement enebiezh en diabarzh hag en diavaez.
Da gentañ e lakaas Levr al Lezennoù (Fa Jing) Li Kui, embannet e 407 GJK, da dalvezout er Stad ; ur reolenn a ouzhpennas : kastizet evel an torfedour e vije neb a ouije a-zivout un torfed hep e ziskuliañ d'ar Stad. Kement adreizhadur a c'hoarvezje er Stad a vije nullet mar ne oa ket lakaet gant ar Stad da lezenn ret evit an holl er Stad a-bezh.
Skarzhet e voe ar reizhiad kozh a oa diazezet war lignez ar gwad, ha staliet lignez an oberoù : dre e oberoù hepken e c'halle un den tizhout ur garg uhel er Stad, hag ar rener hepken a denne ar galloud diwar e c'hanedigezh.
An noblañsoù a gollas pep gwir war o douaroù, a voe dasparzhet etre soudarded hervez o c'hurioù en emgann. Ugent derez-karg a voe krouet en arme, hervez an emzalc'h war an tachennoù-emgann.
Al labour-douar a voe lakaet dreist ar c'henwerzh : kementadoù ret dre lezenn a voe lakaet war an eostoù, gopret e voe ar gouerien a rae gwelloc'h ha kastizet ar re a c'houneze nebeutoc'h.
Dre ma oa kalz kouerien o vont d'an arme e voe galvet tud eus ar Stadoù all da gemer o lec'h, ar pezh a wanaas ar Stadoù amezek. Ouzhpenn-se e voe lakaet prizonidi da labourat da zifraostañ tachennoù a-benn o labourat.
Lezennoù nevez a voe embannet a-benn ma timezje an dud abretoc'h ha ma c'hanjent muioc'h a vugale.
Er bloavezh 350 KJK e voe embannet lezennoù nevez all a-zivout dasparzh an douaroù hag an tailhoù : echu gant an douaroù perc'hennet dre lignez, ha div wezh muioc'h a dailhoù d'ar familhoù ma chome muioc'h eget ur mab en ti – lakaat ar familhoù bras ha galloudus da vruzhuniñ e oa ar pal. A-benn terriñ levezon an hevelep familhoù war ar velestradurezh e voe lakaet kêrbenn ar Stad Qi e Linzi.

Al lezennoù-se a ziazezas galloud ar Stad Qi, ha dre he finvidigezh ha nerzh ar c'hleze e teuas da vezañ trec'h war ar c'hwec'h Stad all a oa e Sina d'ar mare-se, alese deroù ar remziad Qin o ren war Sina a-bezh adal 221 KJK.

Kelennadurezh al lezennouriezh

kemmañ

An tri benveg

kemmañ

Ur c'hant bloavezh bennak goude ma oa Shang Yang e karg e voe Han Fei Zi o tiazezañ al lezennouriezh da vat war an tri benveg a oa hervezañ e kerz ur rener a-benn staliañ e c'halloud en un doare efedus : shi, fa ha shu.

  • Shi, "kevrin ar veli"
Dre shi ez embann al lezennourien, izili eus derezioù uhel ar Stad an darn vuiañ anezho, e vez rener ar Stad donezonet gant kevrin ar veli – dre shi neuze e rank ar bobl doujañ da gement disentez bet kemeret gant ar rener, hag a-us ar bobl emañ ar Stad.
Er c'hontrol da Gonfusius a lakae buhezegezh ar renerien da sichenn ar galloud e tiogel al lezennourien e talc'h ar renerien ar galloud dre o dere, n'eo ket dre o ferzhioù dezho, neuze ne c'hallont mirout ar galloud nemet dre virout o dere, alese o labour gwirion : ensellet an domani a-benn gouzout ar fedoù, kompren an endro ha dielfenniñ techoù ar gevredigezh. Al lezennoù hag ar velestradurezh a raio ar peurrest eus al labour, da lavaret eo merañ ar vro hag ar bobl.
Teknikoù kuzh pe gushoc'h a laka ur rener da vezañ sur ne vo den ebet all o kemer ar galloud ; drezo ne c'hallo den gouzout pe gompren emzalc'h ar rener, hag evel-se ne c'hallo den kavout un doare da bignat uheloc'h er Stad estreget dre zoujañ d'al lezenn.
Met ret eo d'ar rener kuzhat e c'hoantoù hag e vennozhioù : pa ne oar den penaos em zelc'her dirak ar galloud e rank an holl doujañ d'e zisentezioù gant aon rak kastiz pe gastiz.
  • Fa, "al lezenn" pe "ar bennsturienn"
Dilezet Konfusius hag e vennozhioù denelour liammet gant al lidoù : e servij ar Stad, ar rener hag an arme emañ al lezennoù, n'eo ket e servij an dud. Ar pal eo lakaat an dud d'en em zelc'her evel ma fell d'ar Stad : mard eo ar c'hastizoù rust hag al lezenn erounezet ingal ne c'hello den, uhel pe izel, em lakaat er-maez eus beli ar Stad.
Embann a ra al lezennourien e rank al lezennoù bezañ savet gant ur spered embregel n'eo ket diazezet war an hengoun pe ar boazioù. Eztaoladur an Dao e kevredigezh an dud eo al lezennoù hervezo.
Skrivet, sklaer hag embannet eo al lezennoù, hag an holl dud zo rediet da zoujañ outo, pe izel pe uhel e vije o dere. Kastizet e vez an dud a ra enep lezenn pe lezenn. Al lezennoù eo a ren war ar Stad, n'eo ket ar rener, rak kreñv pe wan e vez roet nerzh dezhañ dre lezennoù lakaet e pleustr.
  • Shu, "arz al lezenn"
A-benn lakaat al lezennoù e pleustr ha mirout ag ober fazioù en embreg ar galloud e savas al lezennourien ur reizhiad velestradurel diazezet war burevourien – ar vaodierned en o zouez, rak Han Fei a zisfizie ouzh kargidi a dennje splet eus o dere evit kaout madoù digant ar Stadoù all. Mard eo labour ar vaodierned ober mat war-dro aferioù arbennik, emezañ, ez eo hini ar rener barn e zarbarerien en un doare reizh a-benn o goprañ pe o c'hastizañ.
Dre an aon e veze dalc'het burevourien ar Stad, pa oa arabat dezho ober labour gwelloc'h pe falloc'h eget ar pezh a oa bet urzhiet dezho ober. Er vro a-bezh e voe lakaet ar reizhiad-se e pleustr : gant pennadurezhioù ar Stad e vije jedet al labour gortozet digant pep dornwezhour, da skouer, ha kastizet ar burevour e karg mard en devoa goulennet re pe re nebeut a labour digant unan eus e renidi daoust d'ar c'hementad bet termenet.
Kaout an dizober eus leziregezh, trubarderezh ha goubrenadur ar gargidi e oa unan eus palioù "arz al lezenn" : forzh pe burevour a c'halle bezañ kastizet garv, harluet pe lazhet dre lezenn.
Ur pal all e oa delc'her ar reizhiad da vont en-dro dre evezhiañ, goprañ ha kastizañ hervez an ezhomm.

Al lezenn hag ar bobl

kemmañ

Peogwir e lakae al lezennourien ar Stad a-us ar bobl n'o devoa an dud gwir hiniennel ebet, ha kement frankiz a chome dezho a ranke kreñvaat galloud ar rener. Petra bennak ma ouie Han Feizi war divoud ar c'heal a "wirioù mab-den" e rae goap outañ peogwir e krede kreñv en anataenn bennañ al lezennourien : n'eus nemet droug ha sotoni en dud izel o renk hag en o oberoù.
Dre o dellidoù avat e c'halle an dud tizhout un dere uheloc'h er gevredigezh evel meizet gant al lezennourien : kurioù ur soudard a c'halle ober ur jeneral dioutañ, ur marc'hadour a c'halle bezañ anvet da gañseller, ar pezh na c'halle ket c'hoarvezout er c'hwec'h Stad sinaat estreget Qi.

A-benn delc'her ar bobl sioul e voe divizet intrañ al lezenn e pep den betek ma vije didalvez kastizañ, ken bras ma oa an aon rak heuliad un ober kontrol dezhi.
Kiriegezh an holl eo ar bennaenn a voe arvezet evit tizhout ar pal : ur gumuniezh a-bezh a vije kastizet en abeg d'ur fazi graet gant unan hepken eus he izili. Neuze e krogas pep den da evezhiañ e amezeien ha da gemenn ar pennadurezhioù mar gwele tra pe dra e-maez lezenn, gant aon rak ar penngastiz.

Emdroadur al lezennouriezh

kemmañ

Diwar lezennoù-diabarzh forzh pe gelc'hiad politikel er bed e kavas al lezennourien o diskar : pa glaskas Shang Yang lakaat lezenn ar Stad da gastizañ kulator an danvez-rener e kavas ar marv ; Han Feizi e-unan a voe pistriet gant e genseurt Li Si ; hemañ diwezhañ a voe lazhet en anv ul lezenn bet embannet gantañ e-unan.
Petra bennak ma voe lakaet diskred war al lezennourien goude ren ar remziad Qin ha ma'z eas al lezennouriezh da get evel skolbrederouriezh dizalc'h e c'haller lavaret e chom arroudoù lezennour er Gonfusianegezh evel ma vez meizet hiziv an deiz, ha kreñv eo he fouez c'hoazh e gouarnamant Sina.

E sinaeg e reer 儒表法裡 ru biao fa li "Konfusian, ar gorre ; lezennour, an diabarzh" eus prederouriezh Impalaerezh Sina : c'hwekder talvoudegezhioù Konfusius war krizder mennozhioù Shang Yang ha Han Feizi.

Da vare ar remziadoù Sui (589-618 GJK) ha Tang (618-906) e voe ouzhpennet ur gwiskad bouddhaegezh war sichenn galet ren an impalaerien.
Goude 1949 ez embannas Mao Zedong bezañ a-du gant lod doareoù bet lakaet e pleustr gant al lezennourien.
Er bloavezhioù 1980 e voe degemeret lezenn ar gopr hag ar c'hastiz gant gouarnamant ar Republik Poblel eus Sina pa oa Deng Xiaoping en he fenn.

Notennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

E galleg

kemmañ
  • Le Livre du Prince Shang, troet diwar ar sinaeg gant Jean Lévi, Flammarion, Paris, 2005, ISBN 2-08-210493-1
  • MOURRE Michel, Dictionnaire encyclopédique d'Histoire (5 levrenn), Bordas, Paris, 1996, ISBN 978-2-04-027205-0
  • SIMA Qian (troet gant J. Pimpaneau), Mémoires historiques – Vies de Chinois illustres, Picquier, Arles, Bro-C'hall, 2002, ISBN 978-2--87730-611-9
  • VANDERMEERSCH Léon, La société civile face à l'État dans les traditions chinoise, japonaise, coréenne et vietnamienne, em-embannadur, ISBN 978-2-85539-602-6
  • VANDERMEERSCH Léon, Études sinologiques, P.U.F. Paris, 1994, ISBN 978-2-13-045768-8

E saozneg

kemmañ
  • CREEL Herrlee Glessner, The Totalitarianism of the Legalists. Chinese Thought from Confucius to Mao Tsê-tung, The University of Chicago Press, Chicago, Illinois, USA, 1953
  • POTTER Pittman, From Leninist Discipline to Socialist Legalism : Peng Zhen on Law and Political Authority in the PRC, Standford University Press, Palo Alto, California, USA, 2003, ISBN 978-0-8047-4500-0
  • SIMA Qian, Records of the Grand Historian, Qin Dynasty, troet diwar ar sinaeg gant Burton Watson, Columbia University Press, New-York, New-York, USA, 1993.
  • XINZHONG Yao, Introduction to Confucianism,Cambridge University Press, Cambridge, UK, 2000, ISBN 978-0-521-64312-2

Kenrouedad

kemmañ
  • Al lezennouriezh e Sina :
http://www.worldfuturefund.org/wffmaster/Reading/China/China%20Legalism.htm
http://philtar.ucsm.ac.uk/encyclopedia/china
  • Oberennoù klok Han Feizi (e saozneg) :
http://www2.iath.virginia.edu/saxon/servlet/SaxonServlet?source=xwomen/texts/hanfei.xml&style=xwomen/xsl/dynaxml.xsl&chunk.id=tpage&doc.view=tocc&doc.lang=bilingual