Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Falanks Spagnol (Falange Española e spagnoleg) a oa ur strollad politikel spagnol awenet gant ar vroadelouriezh, ar faskouriezh hag ar gatoligiezh.

Falange Española
political party in Spain
Deiziad krouiñ29 Her 1933 Kemmañ
Anv ofisielFalange Española Kemmañ
Anv berrFE Kemmañ
DiazezerJosé Antonio Primo de Rivera, Rafael Sánchez Mazas, Julio Ruiz de Alda Miqueleiz Kemmañ
PrezidantJosé Antonio Primo de Rivera Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Political alignmentright-wing Kemmañ
Lec'h diazezTeatro de la Comedia Kemmañ
Heuliet gantFalange Española de las JONS Kemmañ
Erlec'hiet gantFalange Española de las JONS Kemmañ
Erlec'hiañ a raMovimiento Español Sindicalista Kemmañ
Deiziad divodadur15 C'hwe 1934 Kemmañ
José Antonio Primo de Rivera.
Banniel ar Falange Española de las JONS (FE de las JONS)

Savet e voe d'an 29 a viz Here 1933 gant José Antonio Primo de Rivera, mab da Miguel Primo de Rivera, bet diktatour Spagn etre 1923 ha 1930.
Dibad e voe, pa zivodas d'ar 15 a viz C'hwevrer 1934 evit kendeuziñ gant ar strollad Juntas de Ofensiva Nacional-Sindicalista (JONS) : Falange Española de las JONS (FE de las JONS) e voe anv ar strollad nevez.

Goude berzh ar faskourien italian gant o c'herzhadeg war-du Roma, aozet gant Benito Mussolini en 1922, e voe klasket en anner sevel un aozadur heñvel ouzh hini Italia.