Janglenn a reer eus koadegi stank ar gwez hag ar plant enno, e broioù dezho un hin drovanel gleb. War-dro 6% eus douaroù hor planedenn a vefe janglennoù. A-hed an amzer ez eus bet roet talvoudegezhioù un tammig disheñvel d'ar ger avat ha diresis eo e ster. E lennegezhioù broioù Europa e kaver anezhañ da envel lec'hioù "gouez" er broioù tramor, lec'hioù ha ne oant ket bet ergerzhet nemeur gant tud Europa.

Ar janglenn e Kameroun

Ober a ra ar skiantourien bremañ gant gerioù resisoc'h, evel "koadeg trovanel gleb" da skouer.

Dont a ra ar ger "janglenn" eus ar ger sañskritek ज۬गल (djaṅgala) a dalvez kement ha "douar fraost". Met e saozneg Indez e teuas ar ger "janglenn", abred, da envel koadegi stank. E kalz yezhoù eus an iskevandir, hag e saozneg ar broioù-se ivez, e talvez ar ger, peurvuiañ, d'ober anv eus ar struzh a aloub ar c'hoadegi pe ar plant a gresk en douaroù fraost.

Gwelit ivez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.