Devri zo ur geriadur treadegel brezhoneg–galleg enlinenn krouet gant Martial Ménard (19512016) en nevezamzer 2016.
Herve Bihan a ra war-dro Devri abaoe marv M. Ménard.

Geriadur galleg-brezhoneg kemmañ

Ur geriadur galleg-brezhoneg e c'hell bezañ ivez, gant Google da skouer : "être très embarrassé" site:devri.bzh/dictionnaire

Fazioù kemmañ

  • Deuet eo an droienn « un diniver bras (a) »[1] diwar ur fazi lenn, rak "eun diviner bras" an hini eo a zo moullet el levr nemetañ[2] roet da vammenn, "un évocateur" er skrid gallek orin[3]. Adkavout a reer an droienn faziek-se e geriadur Martial Ménard (p. 726-b, p. 731-a, p. 919-b, p. 1105-a), embannet e 2012, hag e levrioù embannet goude ar geriadur-se[4]. N'eus roud ebet eus an droienn-se a-raok labour Martial Ménard.
  • E traoñ ar bajenn degemer e lenner e vefe bet embannet GIBR etre 1976 ha 1998, koulskoude eo bet embannet evit ar wech kentañ etre 1959 ha 1979, hag adembannet war-lerc'h, evel m'en displeg Martial Ménard e-unan en e c'heriadur (pp. 11-12).
  • « Hep muioc'h a dreuz »[5] an hini eo a zo moulet e-barzh Marvaillou Kerne (1910, p. 64)[6], met « Hep muioc'h a drouz » war Le Courrier du Finistère (3 a viz Kerzu 1904, p. 3-a)[7] hag e-barzh Eur Zac'had Marvailhou (1924, p. 142)[8]. Moarvat eo bet kavet gant Martial Ménard e-barzh geriadur Reun ar Glev (p. 1505-b), ha lakaet e-barzh Devri hep gwiriañ netra.

Liamm diavaez kemmañ

  • Devri
  • Pa gaver si pe fazi e c'haller kemenn da rener Devri, emañ ar postel e traoñ pep pajenn.
  • N'eus erratum ebet avat, war bajenn ebet.

Notennoù kemmañ

  1. diniver .2 – Devri.bzh
  2. Sin ar Groaz guechall a sin ar groaz breman, G.-M. Caroff, 1869, p. 171 – Bibliothèque Saint Libère
  3. Le signe de la Croix, Mgr Jean-Joseph Gaume, 1864, p.162 – Archive.org
  4. Da skouer : Al Liamm 400, 2013, p. 95 – Alliamm.bzh ; Emañ ho puhez en arvar, 2015, p. 133 ; Baradoz hag Ifern, 2019, p. 70.
  5. treuz .3 – Devri.bzh
  6. Marvaillou Kerne, p. 64 – Wikimammenn
  7. Le Courrier Du Finistère, miz Kerzu 1904
  8. Eur Zac'had Marvailhou, p. 142 – Wikimammenn