Le Courrier du Finistère

Le Courrier du Finistère a oa, etre 1880 ha 1944, ur gazetenn sizhuniek a veze embannet e Brest hag e Kemper, gant burevioù en div gêr-se. Enni e oa pennadoù gallek ha brezhonek ma veze embannet mennozhioù ar virourien, a-du gant an Iliz katolik. "Doue ha va bro" e oa ar ger-stur a veze lennet war ar bajenn gentañ eus 1895 da 1901, da skouer. Ar gazetenn gatolik pennañ e oa e departamant Penn-ar-Bed ha skignet e veze kalz a skouerennoù anezhi (26 000 e 1914[1]. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe berzet, evel an holl gazetennoù a oa deuet er-maez etre 1940 ha 1944. Krouet e voe, evit kemer he lec'h, ur gazetenn sizhuniek all, embannet gant daou anv, Le Courrier du Léon ha Le Progrès de Cornouaille.

Le Courrier du Finistère
kazetenn
TitlLe Courrier du Finistère, Le Courrier du Finistère Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg, liesyezhek Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://mnesys-portail.archives-finistere.fr/?id=recherche_guidee_plan_detail&doc=accounts/mnesys_cg29/datas/ir%2Fbibliotheque%2Fjournaux_et_revues%2FFRAD029_0004MI020.xml Kemmañ

Istor kemmañ

Krouet e voe Le Courrier du Finistère, e miz Genver 1880, gant Jean-François Halegouet, mouller ar gazetenn L'Océan, hag Hippolyte Chavanon, ar pennskridaozer anezhi. Ur gazetenn roueelour e oa, enebet ouzh ar Republik c'hall hag ouzh ar frañmasoned. Sklaer e oa pal saverien ar gazetenn : adlakaat ur roue e penn Bro-C'hall.

E 1891 e voe krouet ur gazetenn sizhuniek all ganto, Le Courrier de Cornouaille-Gazetenn Kerne, evit kreisteiz an departamant. Met adunanet e voe gant Le Courrier du Finistère e 1894.

En niverennoù kentañ ne oa nemet pennadoù gallek enni. Abalamour ma oa graet ar gazetenn evit tud stag ouzh ar relijion gatolik, avat, tud diwar ar maez anezho, alies, e voe komprenet buan e oa ret embann pennadoù brezhonek. Gant Gab Milin e voe skrivet ar pennadoù brezhonek kentañ, en niverenn 8. Tamm-ha-tamm e voe roet muioc'h a blas da yezh ar vro, hag ul lodenn vat eus ar gazetenn a oa pennadoù brezhonek ouzh he ober, betek 50% eus ar bajenn gentañ a-wechoù. Lennet e vez kalz muioc'h e Bro-Leon eget e Bro-Gerne ha kalz muioc'h ivez war ar maez eget e kêr.

Ar « C'hourrier » e voe ur wir gazetenn, hag e brezhoneg, evit ar wech kentañ en istor ar yezh-se, evel ma lenner en ur pennad en Arvor[2]. Abalamour d’ar pennadoù brezhonek e reas berzh hag e voe lennet kalz. E-touez an dud a skrivas pennadoù brezhonek eviti e ranker menegiñ Kaourintin an Ourz, a voe unan eus pennoù ar gazetenn eus 1893 betek 1925 - pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus miz Ebrel 1893 betek 1925, merour adalek miz Gwengolo1893 ha rener adalek miz Meurzh 1914. Menegiñ a c'haller ivez Kristof Jezegou, Ivon Krog, Jakez Kerrien, Pêr Pronost, Yann-Loeiz Emili, Yann ar Floc’h, Jakez Riou, Youenn Drezen, Eozen Poulikenn (Fañch Kouer) ha meur a zen all c'hoazh hag a sine gant anvioù-pluenn. E-touez ar pennadoù brezhonek embannet gant ar C'hourrier e kaver a bep seurt traoù : politikerezh (er penn kentañ e veze lavaret d'an dud evit piv e tleent votiñ) ha labour-douar dreist-holl (kuzulioù mat a veze roet d'al labourerien-douar), met keleier a bep seurt a oa ha skridoù lennegel ivez (An ti Satanazet gant Jakez Riou a voe embannet e-barzh da skouer).

Ur stagadenn vloaziek a voe embannet, anvet Almanak an den honest, hag a zeuas er-maez eus 1881 betek 1900. War-lerc’h e voe embannet unan all, Almanak ar Breizad, embannet bep bloaz eus 1901 da 1943 gant ti-embann ar C'hourrier. Tra ma oa divyezhek Almanak an den honest e oa skrivet Almanak ar Breizad e brezhoneg penn-da-benn.

Adalek 1895, dindan renerezh Henri de Trémaudan, un denjentil genidik eus Dinan, e voe kemmet linenn-stur ar C'hourrier, da-heul hini ar Vatikan, hag an eskopti. Paouezet e voe da sevel a-du gant ar rouantelezh ha degemeret e voe ar republik. Poent e oa, rak start e oa an traoù evit ar gazetenn abalamour d'ar politikerezh dreistkatolik renet gant Ambroise Dumont, rener a-raok H. de Trémaudan ; kollet e oa bet lennerien, hag arc'hant abalamour d'ur prosez a oa bet graet outi e 1890. Gant al linenn-stur nevez, ha dindan renerezh Kaourintin an Ourz, diwezhatoc’h, e voe gounezet lennerien nevez.

E miz Meurzh 1914 e voe anvet Kaourintin an Ourz da rener ar gazetenn, pa oa dija o verañ anezhi abaoe 1895. Mont a reas ar gazetenn war-raok, gounit a reas lennerien nevez hag adroet e voe lañs da Almanak ar Breizad, embannet gant ar C'hourrier. Start e voe mare ar brezel avat, pounneroc'h al labour ha nebeutoc'h a lennerien. Goude marv an Ourz e 1925 e voe anvet ar chaloni René Cardaliaguet e penn ar gazetenn ; chom a reas hennezh ouzh ar stur betek dibenn an Eil Brezel-bed.

E 1924 e teuas Youenn Drezen da labourat enni, evel kazetenner, ha d'e heul e teuas e gamalad Jakez Riou. Pennadoù brezhonek a veze embannet ganto : danevelloù Jakez Riou a voe embannet er gazetenn-se da gentañ, da skouer. Skarzhet e voe Youenn Drezen e 1931 hag e zilez a roas Jakez Riou neuze.

Dindan renerezh ar chaloni Cardaliaguet e voe embannet nebeutoc'h a bennadoù brezhonek er bloavezhioù 1930 hag er bloavezhioù 1940 dreist-holl. E-pad an Eil Brezel-bed e kendalc'has ar C'hourrier da zont er-maez, gant nebeutoc’h a bajennoù ha nebeutoc'h a vruderezh avat. Sevel a rae a-du gant ar Marichal Pétain hag embann a rae kemennadennoù e c'houarnamant koulz ha re an eskopti. Betek miz Gouere 1944 e voe graet kement-se, d'ar mare ma kemenne ar marichal Pétain d'an dud chom war o labour ha sentiñ ouzh urzhioù ar gouarnamant, tra ma oa ar brezel o ren war douar Bro-C'hall etre an Alamaned hag ar Gevredidi.

Goude ar brezel e voe tamallet an emzalc'h-se d'ar gazetenn, gant Adolphe Le Goaziou a oa e penn Poellgor karzhañ an departamant ; graet e voe prosez outi abalamour ma oa bet embannet enni « pennadoù a save a-du gant an enebourien, gant ar c'henlabour gant an enebourien, gant ar ouennelouriezh pe kelennadurezhioù hollveliour » (5 a viz Mae 1945). Ne voe heuliad ebet d’an afer avat ha lezet e voe ar chaloni Cardaliaguet da vont didamall e 1947. M’he doa embannet pennadoù a-du gant ar marichal Pétain e oa bet enebet ar gazetenn, atav, ouzh an emsav broadelour breizhek, en un doare sklaer, da-heul pennoù bras an Iliz katolik. E miz Gouere 1940 e oa bet adembannet enni, da skouer, lizher an aotrou Duparc, eskob Kemper ha Leon, a lavare da gristenien e eskopti diwall diouzh an « disrannerien » vreizhat[3].

Notennoù kemmañ

  1. Lucien Raoul, Un siècle de journalisme breton, Le Signor, 1981, p. 241
  2. Arvor niv. 5, 2 a viz C’hwevrer 1941
  3. Le Courrier du Finistère, niv. 3173, 20 a viz Gouere 1940, p. 1.


Levrlennadur kemmañ

  • Marcel Leguen. 2 siècles de presse écrite en Bretagne. Coop Breizh, 2002.
  • Lucien Raoul. Un siècle de journalisme breton : de l'Académie celtique à la Glorieuse Bretagne des armées. Le Signor, 1981.
  • Jean-Yves Jézéquel. Un hebdomadaire à la fin du XIXème siècle : Le Courrier du Finistère. In : Cahiers de Bretagne occidentale, niv. 3, pp. 56–69, Skol-veur Breizh-Izel, 1981.

Liamm diavaez kemmañ