Kaourintin an Ourz
Kaourintin an Ourz (Corentin Le Nours en ti-kêr), ganet d'an 19 a viz Ebrel 1865 e Ploveilh ha marvet d'ar 17 a viz Gouere 1925 e Brest, a voe kelaouenner ha rener Le Courrier du Finistère.
Ganet e oa bet en ur familh labourerien-douar eus Ploveilh. Dre wallzarvoud e kollas unan eus e zivesker ha ne c'hallas ket mont da labourat an douar evel e dad.
Goude e studioù e reas skol e-pad ur pennad e Pluguen hag adalek 1893 ez eas da labourat gant ar gazetenn Le Courrier du Finistère, embannnet e Brest. Bep sizhun e skrive ur pennad e brezhoneg evit ar gazetenn-se.
E miz Meurzh 1914 e voe anvet da rener ar C'hourrier ha chom a reas e penn ar gazetenn betek e varv e 1925. Ur 26 000 skouerenn bennak eus ar gazetenn a veze moullet e 1918[1].
E-pad daou vloaz ha tregont en holl e labouras Kaourintin an Ourz evit ar sizhunieg ha pennadoù brezhonek a savas ingal eviti adalek 1893 betek fin e vuhez. Skrivañ a reas pennadoù ivez evit Almanak ar Breizad, a veze embannet ur wech ar bloaz gant Le Courrier du Finistère, e brezhoneg penn-da-benn, hag evit Kroaz ar Vretoned.
Levrlennadur
kemmañ- Jean-Yves Jézéquel, Le Courrier du Finistère, 1890-1900, mestroniezh istor, Skol-veur Breizh-Izel, Brest, 1971.
Notennoù
kemmañ- ↑ Parlons breton : langue et culture, Patrick Le Besco, L'Harmattan, 1997, p. 134 (ISBN 978-2-7384-5506-2)