Youenn Drezen

skrivagner brezhonek
Youenn Drezen
Youenn Drezen
Anv ofisiel Yves Le Drezen
Anv pluenn Youenn Drezen
Corentin Cariou
Tin Gariou
Obererezh Romantour, daneveller, saver pezhioù-c'hoari, kazetenner
Ganedigezh e 1899
e Pont-'n-Abad, Bro-Vigoudenn
Marv e 1972
en Oriant, Bro-Wened Bro-Wened
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
An dour en-dro d'an inizi
Itron Varia Garmez
Sizhun ar Breur Arturo
Skol-louarn Veig Trebern hag e ”frai” paotr-teo

Youenn Drezen, Yves Le Drezen e anv ofisiel, bet ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1899 e Pont-'n-Abad hag aet da anaon d'ar 17 a viz C'hwevrer 1972 en Oriant, alias Corentin Cariou peotramant Tin Gariou, zo bet skrivagner ha kazetenner.

Yaouankiz

kemmañ
 
Youenn Drezen e skol Sant Gabriel, 1908
(Klikañ war ar skeudenn evit gwelet pelec'h emañ Y. Drezen)

Ganet eo bet en un tiegezh paour eus ar Vro-Vigoudenn. E dad, un toer eus Ploeur, aet da Anaon e 1911, a lezas eizh bugel da vagañ gant e intañvez yaouank, Marie-Corentine Kariou, eus Sant-Yann-Drolimon. Skoliet e oa bet e skol gristen Sant-Gabriel kreiskêr. Merzet e voe Youenn Drezen e-touez ar skolidi all gant an tad Sambille evit mont da visioner hag ez eas da gloareg e Euskadi hag e Kastilha[1]. Kejañ a reas eno, e skol beleien Hondarribia, gant Jakez Riou e genvroad ha gant al leonad Jakez Kerrien. E-keit ha ma oant o studiañ ar relijion da vat, al lennegezh hag ar skiantoù ez addizolojont yezh o c'havell a-drugarez d'ur beleg a roas dezho skouerennoù levrioù brezhoneg, en o zouez Barzhaz Breizh. Sevel a reont skridoù brezhoneg awenet gant o stummadur lennegel ha dizoleiñ brezhoneg an eil egile. Goude bezañ kuitaet ar c'hloerdi e ra anaoudegezh, p'emañ oc'h ober e goñje e Roazhon, gant pennoù Unvaniezh Yaouankiz Breiz a oa o paouez embann er gazetenn Breiz atao pennadoù ma embannent o broadelouriezh enno.

Kazetenner

kemmañ

E-keit ha ma oa kazetenner, adalek 1924, e kenlabour gant meur a gazetenn ha radio an eil war-lerc'h eben evel ar Courrier du Finistère, Gwalarn Roparz Hemon, Ouest-Éclair. E 1924, diwar erbedadenn Yann-Vari Perrot, e teuas da vezañ kazetenner er Courrier du Finistère hag e laka tuta e vignon Jakez Riou. Skarzhet e voe eus ar Courrier du Finistère e 1931 pa ne voe ket akord gant pennaennoù mestr embann an eskopti, ar chaloni, René Cardaliaguet.
E Gwengolo 1931 ec’h eas da Wened evit bezañ kazetenner an Écho de l’Ouest’',ar pemdezieg nevez staliet an Oriant, ha savet e-tal ar pemdezieg, L'Ouest-Éclair gant ar Radikaled[2]. Adalek 1934 e skriv pennadoù evit ar gelaouenn Stur, ur wech an amzer[3].

Skrivagner

kemmañ

E miz Meurzh 1925 e tro e brezhoneg oberennoù klasel, en o zouez daou bezh-c'hoari gant Aeschulos. Kenderc'hel a ra war un dro e respet skrivagner gant daou romant, un nebeud barzhonegoù, un dornadig danevelloù ha daou bezh-c'hoari skrivet e brezhoneg. E zaou romant zo bet troet e galleg gantañ e-unan. Gant e vignon Pêr-Jakez Heliaz e voe peurechuet al labour treiñ-se, goude marv Youenn Drezen. Ezel eo eus strollad ar Seiz Breur.

Treiñ a ra levrioù evit ar vugale, embannet gant '’Gwalarn, a veze ingalet digoust er skolioù d'ar vugale o doa kemeret perzh e kenstrivadegoù skrivañ e brezhoneg. Da skouer, oberennoù Beatrix Potter evel Per ar c'honikl pe Priñsezig an dour, skrivet ha skeudennaouet gant G. Th. Rotman.

Kemer a reas perzh e Kendalc'h hollgeltiek Kemper e 1924, gant Frañsez Debauvais, Yann Sohier, Jakez Riou, Abeozen, Marsel Guieysse, dindan paeroniezh Breiz Atao. Skrivañ a ra pennadoù evit Gwalarn, ar gelaouenn lennegel krouet e 1922 gant Roparz Hemon hag Olier Mordrel, hag embann a ra enni troidigezhioù diwar ar spagnoleg ("Ar vuhez a zo un huñvre" gant Calderón), an henc'hresianeg (Aesc'hulos) ha barzhonegoù evel "Nozvez arkus e beg an enezenn" skrivet e koun Jakez Riou e 1938 ha kempennet e 1960 (Al Liamm, n°151).

Merour Gwalarn, ezel ar Seiz Breur hag embanner levrioù kaer

kemmañ

Pa voe kazetenner er C’hourrier du Finistère e kenlabouras gant Yann-Vari Perrot ha Loeiz Dujardin evit merañ kentañ ti-embann hollvrezhonek, Emgleo Sant Iltud ha merour anezhañ e voe anvet adalek Mezheven 1924. Ur stalig bihan gant levrioù brezhonek e dalc’he en e vurev er savadur ma voe staliet Kevredigezh ar « Bonne Presse » hag e di-moullañ, "Moulerez ar C’hastell ».
Diouzh skiant-prenet meradur an embann e asantas bezañ merour ar gelaouenn Gwalarn krouet e 1925. Met ma voe embannet Prometeus ereet hag Ar Bersed gant skeudennadurioù, ne voe ket degemeret levrioù skeudennet all gant Roparz Hemon.


Skrivañ a reas evit L'Heure Bretonne, kazetenn Strollad Broadel Breizh, bep sizhun dindan an anv-pluenn Tin Gariou (anv e dad-kozh a-berzh e vamm, Kaourintin Gariou) hag e Galv (renet gant Herve Helloco). Kenlabourat a reas er c'hronik "Ar seizh avel" e La Bretagne, renet gant Yann Fouere.

Itron Varia Garmez

E 1941 e embannas ur romant hir e brezhoneg, Itron Varia Garmez an anv anezhañ, a zanevell darvoudoù a vije bet c'hoarvezet e Pont-'n-Abad. Bet eo bet embannet teir gwech, ar wech kentañ gant Skrid ha Skeudenn e 1941. Kreiz ar brezel e oa hag e veze diaes an embann levrioù, ha Youenn Drezen e-unan eo a zastumas an arc'hant en doa ezhomm da voulañ e levr. Tro Breizh a reas neuze evit ma rakprenje an dud Itron Varia Garmez. Adembannet e voe e levr gant Al Liamm e 1977, rak diviet e oa pell a oa pennoberenn Youenn Drezen, hag e 2012 gant Aber. Emañ gwirioù al levr gant e vab, Youenn Drezen e anv ivez, hag Al Liamm. Itron Varia Garmez a zo istor buhez ar Vro-Vigouden savet gant Youenn Drezen dre un dudenn anvet Paol Tirili. Hemañ en deus ur c'hoant en e vuhez, kizellet un delwenn d'an Itron Varia, o kemer da skouer Jani Dreo, ur vigoudenenn goant, blev ruz dezhi. Siwazh dezhañ e tapo Paol ur c'hleñved skevent hag a harzo outañ da lakaat e huñvre da zont da wir. Istor Paol, e garantez evit Jani hag e uhelvennad, a dremen e bro Pont-'n-Abad e-lec'h m'eo ravoltet an dud abalamour d'an dienez, erruet er vro dre ma n'eus na gwerzh na priz evit produioù al labour-douar pe ar mor. Un emsavadeg a zo o c'horiñ... E deroù an istor emañ yac'h ha dibistig Paol, ha daoust da stad truezus an ekonomiezh er vro, en deus ur c'heal ober un delwenn da Itron Varia Garmez. An disterder (delwennouigoù, buhez paour) Elfennoù ar c'hemm eo ar c'hleñved hag a harzo anezhañ da echuiñ an delwenn, daoust dezhañ bezañ ken tost da vezañ echu, hag an enkadenn en armerzh hag er vuhezegezh). An elfenn diskoulmañ eo ar marv, en dibenn e vuhez e kavo a-walc'h a nerzh da zistrujañ pennoberenn e vuhez, hag eñ ken tost da vezañ echu, dre lorc'hentez ha gant an aon, e vije echuet gant unan bennaket all. Lavarout a ra Paol Tirili : - Me a zo din-me va huñvre. Ne chomo ket war va lerc'h ur skeudenn distreset diouti. An disoc'h a vo evitañ an dieubidigezh eus ar vuhez, digabestret e ene.

Dibenn ar Brezel

Adalek miz Here 1940 e labour evit Radio Roazhon Breizh dindan renerezh Jean Trécan[4]. Skrivañ a ra pezhioù-c'hoari evit ar skingomz hag ez enroll pennadoù-kaoz evitañ.

Eus 1943 da 1944 e teu da vezañ rener ar gazetenn divyezhek Arvor[4] hag e ra anezhi ur gazetenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn. Skrivañ a reas en hevelep kazetenn pennadoù enep-amerikan diwar-benn bombezadegoù Naoned a zo a-unan gant soñj ul lodenn eus an dud a c'houzañv anezhe.

Harzet e oa bet e 1944, met lezet e oa bet da vont goude un nebeud mizioù goude ur c'hemenn-didamall. Sikouret e voe d'ar c'houlz-se gant Reun Kreston ha Marcel Cachin[5].

Goude ar brezel

kemmañ
 
Youenn Drezen war-dro 1950

Mont a reas da vevañ d'an Naoned e-lec'h m'edo o telc'her un ostaleri hep paouez da skrivañ evit Al Liamm, hep paouez a dreiñ levrioù e galleg kennebeut. Echuiñ a reas neuze da skrivañ romant e yaouankiz paour er Vro-Vigoudenn : Skol-louarn Veig Trebern hag e ”frai” paotr-teo (embannet etre 1972 ha 1973) war atiz Ronan Huon. N'eo ket bet adembannet abaoe, rak n'eo ket bet peurwerzhet c'hoazh an embannadur kentañ, goude un hanter gantved. Mervel a reas en Oriant e 1972, hep bezañ bet amzer da echuiñ troidigezh c'hallek Skol-louarn Veig Trebern.

Arroudoù

kemmañ

Dispriz en doa evit labour Kaourintin an Ourz, Frañsez Jaffrennou pe c'hoazh Loeiz ar Floc'h, ha plijout a rae dezhañ embann e zismegañs war bajennoù Gwalarn :

Da vaga hor spered, da vrouda hon helebini, e kavemp, e 1918, brezoneg ar gelaouenn sizuniek « Courrier du Finistère » da lenn[6], gant romantou Loeiz ar Floc'h, yac'h o yez, hogen ken divlaz, ker goullo, ken enoeüs o danvez, ma oa eun druez. Beza 'oa ivez « Barzaz-Taldir », pe, evel ma lavare Jakez Riou, « Ar Zant Plastr » hag « Ar Bourc'hiz Lorc'hus ». Gwasoc'h eget netra e oa da denna diouz seurt magadureziou lennegel. Koll blaz ar brezoneg, ne lavaran ket.

Y. Drezen, E koun Jakez Riou, '’Gwalarn, niv. 110-111, 1938, p. 56

Oberennoù

kemmañ

Romantoù

kemmañ

Danevelloù

kemmañ
  • 1927 : Mintin glas, Gwalarn niv. 12, Brest, pp. 9–11.
  • 1932 : An dour en-dro d'an inizi, Gwalarn niv. 42, pp. 5–45. Skrid echuet e Gwened e 1931[8].
  • 1932 : Kan da Gornog, Skrid ha Skeudenn, skeudennaouet gant Reun Kreston.
  • 1949 : Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm niv. 14, pp. 37–66[9].
  • Danevelloù. Y. Drezen, Brenniger, M. Baudu, J. Priel, J.-L. Dey, R. ar C’halan, M. Noguti, K. Kedez, R. Hemon, H. Denez, M. ar Briz, Y. Ezel, T. Huon, Gw. Denez. Dastumad Skrid. Mouladurioù Hor Yezh. 1985.

C'hoariva

kemmañ

Barzhoneg

kemmañ
  • 1938 : «  Nozvez Arkuz e beg an enezenn ». E-barzh Gwalarn niv. 121, pp. 7–23.
  • Mintin war an Erin
  • Bremaik e nozo
  • Susinio

Troidigezhioù

kemmañ

Pennadoù kazetennoù

kemmañ
  •  "Al lennegez en Emzao Katalonia ». E-barzh Gwalarn 13. 1928.
  • Youenn Drezen, kelaouenner. 1, Arvor, rakskrid gant Pêr Denez, Mouladurioù Hor Yezh, 1986.
  • Youenn Drezen, kelaouenner. 2, Gwalarn’', Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  • Youenn Drezen, kelaouenner. 3, L’Heure Bretonne, 1941-1942. Mouladurioù Hor Yezh, 1989
  • Youenn Drezen, kelaouenner. 4, L’Heure Bretonne, 1943-1944. Mouladurioù Hor Yezh, 1991.

Levlennadur

kemmañ
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek aet da anaon a-raok miz Meurzh 1992, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Le Drézen, Yves
  • Alan Dipode, "Ma zammig buhezig, gant Youenn Drezen ». E-barzh Al Liamm, niv. 317, Du-Kerzu, 1999, p..p. 24–34
  • Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved. 2, Breiz Atao hag ar re all el lennegezh , Montroulez, Skol Vreizh, 2003, p.p. 380–405
  • E koun Youenn Drezen (1899-1972), Al Lanv, 2022

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/380
  2. Diouzh-se e komprener pegen eo bet pellaet Youenn Drezen eus e du relijiel.
  3. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved. 2, Montroulez, 2003, p. 384
  4. 4,0 ha4,1 R. Calvez, La radio en langue bretonne, Roazhon 2000, p. 158
  5. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/387
  6. E 1918 e oa bet daou romant embannet war Le Courrier du Finistère : Minor Kerzugel, hep sinadur, ha Moraërien, sinet L. E.
  7. Adembannet gant Al Liamm e 1977, gant ur c'heriaoueg en dibenn, ha gant Aber e 2012.
  8. Adembannet gant Al Liamm e 1972 gant kemmadennoù degaset gant an aozer.
  9. Adembannet e stumm ul levr gant Al Liamm e 1971.
  10. Adembannet e stumm ul levr gant Al Lanv e 2017.
  11. Adembannet gant An Here, 1983.