Le Courrier du Finistère
Le Courrier du Finistère a oa, etre 1880 ha 1944, ur gazetenn sizhuniek a veze embannet e Brest hag e Kemper, gant burevioù en div gêr-se. Enni e oa pennadoù gallek ha brezhonek ma veze embannet mennozhioù ar virourien, a-du gant an Iliz katolik. "Doue ha va bro" e oa ar ger-stur a veze lennet war ar bajenn gentañ eus 1895 da 1901, da skouer. Ar gazetenn gatolik pennañ e oa e departamant Penn-ar-Bed ha skignet e veze kalz a skouerennoù anezhi (26 000 e 1914[1]. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe berzet, evel an holl gazetennoù a oa deuet er-maez etre 1940 ha 1944. Krouet e voe, evit kemer he lec'h, ur gazetenn sizhuniek all, embannet gant daou anv, Le Courrier du Léon ha Le Progrès de Cornouaille.
Istor
kemmañKrouet e voe Le Courrier du Finistère, e miz Genver 1880, gant Jean-François Halegouet, mouller ar gazetenn L'Océan, hag Hippolyte Chavanon, ar pennskridaozer anezhi. Ur gazetenn roueelour e oa, enebet ouzh ar Republik c'hall, ouzh ar frañmasonerezh hag ouzh ar Yuzevien[2]. Sklaer e oa pal saverien ar gazetenn : adlakaat ur roue e penn Bro-C'hall.
E 1891 e voe krouet ur gazetenn sizhuniek all ganto, Le Courrier de Cornouaille-Gazetenn Kerne, evit kreisteiz an departamant. Met adunanet e voe gant Le Courrier du Finistère e 1894.
En niverennoù kentañ ne oa nemet pennadoù gallek enni. Abalamour ma oa graet ar gazetenn evit tud stag ouzh ar relijion gatolik, avat, tud diwar ar maez anezho, alies, e voe komprenet buan e oa ret embann pennadoù brezhonek. Gant Gab Milin e voe skrivet ar pennadoù brezhonek kentañ, en niverenn 8. Tamm-ha-tamm e voe roet muioc'h a blas da yezh ar vro, hag ul lodenn vat eus ar gazetenn a oa pennadoù brezhonek ouzh he ober, betek 50% eus ar bajenn gentañ a-wechoù. Lennet e vez kalz muioc'h e Bro-Leon eget e Bro-Gerne ha kalz muioc'h ivez war ar maez eget e kêr.
Ar « C'hourrier » e voe ur wir gazetenn, hag e brezhoneg, evit ar wech kentañ en istor ar yezh-se, evel ma lenner en ur pennad en Arvor[3]. Abalamour d’ar pennadoù brezhonek e reas berzh hag e voe lennet kalz. E-touez an dud a skrivas pennadoù brezhonek eviti e ranker menegiñ Kaourintin an Ourz, a voe unan eus pennoù ar gazetenn eus 1893 betek 1925 - pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus miz Ebrel 1893 betek 1925, merour adalek miz Gwengolo1893 ha rener adalek miz Meurzh 1914. Menegiñ a c'haller ivez Kristof Jezegou, Ivon Krog, Jakez Kerrien, Pêr Pronost, Yann-Loeiz Emili, Yann ar Floc’h, Jakez Riou, Youenn Drezen, Eozen Poulikenn (Fañch Kouer) ha meur a zen all c'hoazh hag a sine gant anvioù-pluenn. E-touez ar pennadoù brezhonek embannet gant ar C'hourrier e kaver a bep seurt traoù : politikerezh (er penn kentañ e veze lavaret d'an dud evit piv e tleent votiñ) ha labour-douar dreist-holl (kuzulioù mat a veze roet d'al labourerien-douar), met keleier a bep seurt a oa ha skridoù lennegel ivez (An ti Satanazet gant Jakez Riou a voe embannet e-barzh da skouer).
Ur stagadenn vloaziek a voe embannet, anvet Almanak an den honest, hag a zeuas er-maez eus 1881 betek 1900. War-lerc’h e voe embannet unan all, Almanak ar Breizad, embannet bep bloaz eus 1901 da 1943 gant ti-embann ar C'hourrier. Tra ma oa divyezhek Almanak an den honest e oa skrivet Almanak ar Breizad e brezhoneg penn-da-benn.
Adalek 1895, dindan renerezh Henri de Trémaudan, un denjentil genidik eus Dinan, e voe kemmet linenn-stur ar C'hourrier, da-heul hini ar Vatikan, hag an eskopti. Paouezet e voe da sevel a-du gant ar rouantelezh ha degemeret e voe ar republik. Poent e oa, rak start e oa an traoù evit ar gazetenn abalamour d'ar politikerezh dreistkatolik renet gant Ambroise Dumont, rener a-raok H. de Trémaudan ; kollet e oa bet lennerien, hag arc'hant abalamour d'ur prosez a oa bet graet outi e 1890. Gant al linenn-stur nevez, ha dindan renerezh Kaourintin an Ourz, diwezhatoc’h, e voe gounezet lennerien nevez.
E miz Meurzh 1914 e voe anvet Kaourintin an Ourz da rener ar gazetenn, pa oa dija o verañ anezhi abaoe 1895. Mont a reas ar gazetenn war-raok, gounit a reas lennerien nevez hag adroet e voe lañs da Almanak ar Breizad, embannet gant ar C'hourrier. Start e voe mare ar brezel avat, pounneroc'h al labour ha nebeutoc'h a lennerien. Goude marv an Ourz e 1925 e voe anvet ar chaloni René Cardaliaguet e penn ar gazetenn ; chom a reas hennezh ouzh ar stur betek dibenn an Eil Brezel-bed.
E 1924 e teuas Youenn Drezen da labourat enni, evel kazetenner, ha d'e heul e teuas e gamalad Jakez Riou. Pennadoù brezhonek a veze embannet ganto : danevelloù Jakez Riou a voe embannet er gazetenn-se da gentañ, da skouer. Skarzhet e voe Youenn Drezen e 1931 hag e zilez a roas Jakez Riou neuze.
Dindan renerezh ar chaloni Cardaliaguet e voe embannet nebeutoc'h a bennadoù brezhonek er bloavezhioù 1930 hag er bloavezhioù 1940 dreist-holl. E-pad an Eil Brezel-bed e kendalc'has ar C'hourrier da zont er-maez, gant nebeutoc’h a bajennoù ha nebeutoc'h a vruderezh avat. Sevel a rae a-du gant ar Marichal Pétain hag embann a rae kemennadennoù e c'houarnamant koulz ha re an eskopti. Betek miz Gouere 1944 e voe graet kement-se, d'ar mare ma kemenne ar marichal Pétain d'an dud chom war o labour ha sentiñ ouzh urzhioù ar gouarnamant, tra ma oa ar brezel o ren war douar Bro-C'hall etre an Alamaned hag ar Gevredidi.
Goude ar brezel e voe tamallet an emzalc'h-se d'ar gazetenn, gant Adolphe Le Goaziou a oa e penn Poellgor karzhañ an departamant ; graet e voe prosez outi abalamour ma oa bet embannet enni « pennadoù a save a-du gant an enebourien, gant ar c'henlabour gant an enebourien, gant ar ouennelouriezh pe kelennadurezhioù hollveliour » (5 a viz Mae 1945). Ne voe heuliad ebet d’an afer avat ha lezet e voe ar chaloni Cardaliaguet da vont didamall e 1947. M’he doa embannet pennadoù a-du gant ar marichal Pétain e oa bet enebet ar gazetenn, atav, ouzh an emsav broadelour breizhek, en un doare sklaer, da-heul pennoù bras an Iliz katolik. E miz Gouere 1940 e oa bet adembannet enni, da skouer, lizher an aotrou Duparc, eskob Kemper ha Leon, a lavare da gristenien e eskopti diwall diouzh an « disrannerien » vreizhat[4].
Notennoù
kemmañ- ↑ Lucien Raoul, Un siècle de journalisme breton, Le Signor, 1981, p. 241
- ↑ Gwelit an niverenn 582, 20/06/1891, p. 2 : Scandale juif
- ↑ Arvor niv. 5, 2 a viz C’hwevrer 1941
- ↑ Le Courrier du Finistère, niv. 3173, 20 a viz Gouere 1940, p. 1.
Levrlennadur
kemmañ- Marcel Leguen. 2 siècles de presse écrite en Bretagne. Coop Breizh, 2002.
- Lucien Raoul. Un siècle de journalisme breton : de l'Académie celtique à la Glorieuse Bretagne des armées. Le Signor, 1981.
- Jean-Yves Jézéquel. Un hebdomadaire à la fin du XIXème siècle : Le Courrier du Finistère. In : Cahiers de Bretagne occidentale, niv. 3, pp. 56–69, Skol-veur Breizh-Izel, 1981.