Ivon Krog
Ivon Krog (Poullann 1885-Brest 1930) a oa ur skrivagner brezhonek eus ar C'hab, saver ampart barzhonegoù, kontadennoù ha pezioù-c'hoari. Unan eus ar gwellañ skrivagnerien-bobl e oa. E anv barzh e oa Eostik Kerineg. Ober a rae gant meur a anv-pluenn, Spern Gwenn dreist-holl, hag ivez Iouen Poullan, Iouen pe Youenn.
BuhezAozañ
Ganet e oa d'ar 15 a viz Eost 1885 e Poullann, e-kichen Douarnenez, marteze e Kerineg. Labouret en deus evel komis-bank, miliner, ha tavarnour. Ur spered laouenidigezh ha fent a oa gantañ. Skrivet en deus kontadennoù ha pezhioù-c'hoari e brezhoneg. Ezel e oa eus Goursez Vreizh, adal 1908, eus URB hag FRB adal 1911. Marvet eo d'an 29 a viz Meurzh 1930 e Brest.
EmbannadennoùAozañ
KelaouennoùAozañ
Skrivañ a reas e-barzh Feiz ha Breiz, Kroaz ar Vretoned, Brug, Ar Vro, Buhez Breiz.
OberennoùAozañ
KontadennoùAozañ
- Marvaillou Kerne e 1910.
- Adembannet e 1924 evel Eur Zac'had Marvailhou. Kontadennoù. Darn anezho zo bet adembannet diwezhatoc'h.
- Kloc’h an interamant, e Buhez Breiz, niverenn 18, 1922[1].
Saver pezhioù-c'hoariAozañ
Embannet ez eus bet tri fezh gantañ e-barzh Ar Vro, Buhez Breiz, ha Le Courrier du Finistère.
- Prizonier ar Republik, 1909
- Kleñved ar medalennou, 1909, pezh fentus. An hini brudetañ.
- Daou laer bara.
BarzhAozañ
Barzhonegoù sinet Spern Gwenn:
- Sant Yann o vont da Blougastell,
- War an hent,
- Ar paourkaezh den.
Dastum kanaouennoùAozañ
IstorAozañ
Pennadoù diwar an istor a skrivas ivez :
- An tour d'Auvergne, e 1905
- Buhez Sant They, e 1905
- Feiz koz ar vretoned vo birvidik bepred, e 1906
- Nevenoe, tad broadelez Breiz, e 1914
- Sant Kevin ha gwaz ar roue O'Tuathal, e 1922.
Diwar e bennAozañ
Ur studi war yezh Ivon Krog zo bet e-barzh Hor Yezh, gant Yann-Varc'h ar C'hog, eus Douarnenez.
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Da lenn e Wikimammenn.