Brug (kelaouenn)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar gelaouenn "Brug" a oa renet gant Emil Masson, ur brogarour sokialour, pe kentoc'h hanter werinelour, hanter anarkour, un "Tolstoiat', mar karer, hag a gemeras perzh e labour ar Strollad Broadelour kentañ. Skrivañ a rae e-barzh Breiz Dishual dindan al lesanv Ewan Gwesnou.
Gant ar gelaouenn divyezhek viziek Brug e felle da Emil Masson tizhout kouerien Kornôg Breizh hag o zreiñ a-du gant mennozhioù an araokaat, ar c'henobererezh.
Brug a zo bet embannet eus miz Genver 1913 da viz Gouere 1914. Echuet he deus gant an niverenn 19. An 20vet niverenn zo chomet diembann abalamour d'ar brezel, bet diskleriet d'ar c'houlz-se. Jean-Julien Lemordant eo en deus treset ar pep brasañ eus goloioù ar gelaouenn.
"Bruger" – lesanv Jos-Per Ar Bras er gelaouenn – a vroude ar gouerien, ar "verourien" da zifenn o gwirioù a-enep d'ar berc'henned dre en em strollañ kenetrezo ha sevel c'hweluniadoù.
Mammennoù
kemmañ- Imbourc'h 1970 p. 74
- Fañch Broudig, Eun dra bennag a zo da jeñch er bed. Emile Masson ha "Brug", 1913-1914, Brest : Brud Nevez, 2003, 330 p.