Strollad Broadelour Breiz
Strollad Broadelour Breiz (Parti nationaliste breton, pe PNB) a oa ur strollad politikel eus Breizh hag a c'houlenne dizalc'hted Breizh. Oberiant e oa eus 1911 da 1914.
Orin
kemmañSavet e oa ar strollad e miz Here 1911 dindan paeroniezh ur strollad seizh den, en o zouez Camille Le Mercier d'Erm, Louis Napoleon Le Roux, Jorj ar Rumeur, Édouard Guéguen hag Emil Masson. Broudet e oant gant ar c'hinnig a oa bet graet da sevel ur monumant da lidañ stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall, da-heul eured Anna Breizh ha skridoù-embann 1532[1]. Pal ar strollad a oa "Klemm atav ha dibaouez a-enep ar mac'herezh gall, ha prientiñ dasorc'hadur Breizh e-barzh al luskad-se a gondaon emzalc'h ar bobl c'hall a denn digant ar vro an dizalc'hiezh vroadel he deus ar gwir da gaout[2]. Fellout a rae dezhañ troc'hañ holl al liammoù etre Breizh ha Bro-C'hall[3].
Ar PNB a glaskas unaniñ an emsav politikel, daoust ma oa strolladoù all c'hoazh, ar Bleun Brug peurgetket, krouet e 1905 gant Yann-Vari Perrot hag e gelaouenn Feiz ha Breiz. Er c'hontrol d'ar Bleun Brug a oa ur strollad katolik hepken, e kaved er PNB tud a-gleiz, frankizelourien, tud a-zehou ha mirourien.
Embann a reas ur manifesto ha kinnig ur gouel broadel breton, d'an 29 a viz Gwengolo, deiz-ha-bloaz kurunidigezh Nevenoe, sellet outañ evel kentañ roue Breizh, hag hini trec'h Yann V a-enep arme c'hall Charlez Bleiz en Emgann an Alre e 1364.
Obererezh
kemmañD'an 29 a viz Here 1911 e vanifestas izili ar strollad evit ar wech kentañ dirak an dud. Manifestiñ a raent da-geñver dizoloadenn ofisiel ar monumant en enor da unaniezh Breizh ha Bro-C'hall war blasenn an ti-kêr e Roazhon. An delwenn savet gant an arzour Jean Boucher a ziskoueze an dugez Anna Breizh o sevel diwar he fennoù daoulin dirak roue Bro-C'hall[4]. Harzet e voe Camille Le Mercier d'Erm hag André Guillemot e-pad ar vanifestadeg ha lakaet en toull gant ar polis.
Breiz Dishual, kazetenn viziek ar strollad, a oa savet e miz Gouere 1912.
Da-heul deroù ar Brezel-bed Kentañ e 1914 e paouezas obererezh ar strollad hag e gazetenn a yeas da get d'ar memes mare[5].
Savet e oa ur strollad broadelour nevez e 1931, dezhañ un anv disheñvelik, Strollad Broadel Breizh (Parti national breton). Izili eus ar strollad-se a zistrujas delwenn Boucher gant ur vombezenn e 1932. E 1941, da vare tregontvet deiz-ha-bloaz krouidigezh ar PNB kentañ e oa aozet ul lid en enor da Camille Le Mercier d'Erm gant pennoù ar strollad nevez.
Levrioù embannet
kemmañ- Louis-Napoléon Le Roux Pour le séparatisme la question bretonne essai précédé du manifeste Ed. du Parti National Breton - Roazhon. 1911
- Camille Le Mercier d'Erm. Défense et illustration de la langue bretonne. Les éléments d'une littérature nationale. Édition du Parti Nationaliste Breton - s.l., Moulerezh Breiz Dishual. 1913.
- Camille Le Mercier d'Erm. Le barde Mathaliz (Georges Le Rumeur) : membre du gorsedd de Bretagne-armorique [...] Édition du Parti Nationaliste Breton, 1913.
- Camille Le Mercier d'Erm. La question bretonne, le nationalisme et l'action française Édition du Parti Nationaliste Breton, 1913. Roazhon, Imprimerie du Journal de Rennes
- Camille Le Mercier d'Erm. Les origines du nationalisme breton. Édition du Parti Nationaliste Breton, 1914.
- Evit ar vreiziz ! = Pour les bretons, chants de guerre" écrit par Alain Gurval et illustré par Mathaliz. Édition du Parti Nationaliste Breton. 1914.
- Camille Le Mercier d'Erm. Irlande à jamais, odes aux martyrs de 1916. Édition du Parti Nationaliste Breton - s.l., Imprimerie Artistique de l'Ouest, Niort. 1919
Daveoù
kemmañ- Le mouvement breton, Alain Deniel, Maspéro, 1976, ISBN 2-7071-0826-X,
- Breiz Dishual : gazeten miziek Strollad broadel Breiz, La Bretagne libre : organe mensuel du Parti nationaliste breton
- "Pour le séparatisme - Manifeste du Parti Nationaliste Breton", el lec'hienn contreculture.org (fr)
- Breiz dishual: dalc'homp soñj, el lec'hienn 7seizh.com (br)
Notennoù
kemmañ- ↑ Jack Eugene Reece, Anti-France: The Search for the Breton Nation (1898-1948), 1971, p. 99
- ↑ Alain Deniel, Le mouvement breton, Maspéro, 1976, ISBN 2-7071-0826-X
- ↑ Camille O'Reilly, Language, Ethnicity and the State, Palgrave, 2001, p. 119
- ↑ Le Musée Virtuel de Jean Boucher: L'Union de la Bretagne à La France
- ↑ Theodore Zeldin, A History of French Passions 1848-1945, Oxford University Press, 1993, p. 62