Charlez Bleaz
Charlez Bleaz a voe anvet da zug Breizh gant ar roue gall Fulup VI e 1341, hag a chomas dug betek e varv e 1364.
Ganet e oa e 1319 e Châtillon. E dad a oa Guy de Châtillon hag un niz d'ar roue gall e oa Charlez, kont Bleaz. Klask a reas ren dugelezh Breizh pa voe dimezet e 1337 da Janed Pentevr, nizez d'an dug Yann III marvet divugel e 1341. Stourm a reas a-enep ur goulenner all, Yann Moñforzh, hantervreur da Yann III ha harpet gant roue Bro-Saoz.
Ar stourm
kemmañYann Moñforzh a yeas da c'houlenn skoazell digant pennoù an Naoned hag e kemeras teñzor an dugelezh. Soutenet e voe gant kêrioù domani an dug, met ne voe ket resevet mat e lez ar roue Fulup VI. Dre zisentez Conflans e embannas ar roue e anaveze gwirioù Janed Pentevr ha re he fried. Mont a reas Yann Moñforzh da glask souten ar roue saoz Edouarzh III. Koll a reas e zugelezh Moñforzh e-kichen Pariz, met roet e voe gant Edouarzh "Enor" Richmond, un tiriad saoz a sachas kalz a arc'hant anezhañ.
Dont a reas Yann, dug Normandi, mab d'ar roue gall, da lakaat seziz war an Naoned ha pa oa klouaroc'h souten ar vourc'hizien ez eas Yann Moñforzh da Bariz da c'houlenn ober emglev gant ar roue. Hemañ a lakaas Yann en toull-bac'h ha renet e voe an dugelezh gant Charlez Bleaz.
E 1342 e kemeras Roazhon ha mont a reas da vestroniañ ar c'hêrioù all a chome dindan dalc'h gwreg Yann Moñforzh, an dugez Janed Flandrez. Houmañ a zifennas An Henbont gant harp ar morlu saoz, met Charlez Bleaz a gemeras An Alre, Gwened, Gwenrann hag Ar Groazig.
E 1347 eo bet paket Charlez Bleaz gant ar Saozon er Roc'h-Derrien. Toullbac'het e Bro-Saoz, e c'hounezas e frankiz en ur lezel e vugale evel gouestlidi war e lerc'h.
En e raok: Yann III |
Rouaned ha Duged Breizh 1341 – 1364 |
War e lerc'h: Yann IV |
Goude e varv
kemmañHiriv emañ e relegoù en iliz Gras-Gwengamp.