Lez
Lez a reer eus meur a dra.
- 1. Eus ur wrizienn geltiek *lisso-, "kloz" ; (cy) llys, (ga) lios
- Tiegezh ur roue, pe ur penn meur bennak ; gwelit lez roueel
- Al lec'h m'emañ o chom, ur c'hastell pe ur maner alies, a gaver en anvioù-lec'h evel Lesneven
- Diwar ar ster-se e teu al lez pa dalv kement ha lez-varn, hag ar gerioù deveret lez-kastiz, lez-terriñ (pe lez terriñ-barnoù), lez-torfedoù (pe lez asizoù), lez-dreist, lez-engalv, lez-uhel ha lez-vrezel (pe lez-varn-vrezel)
- 2. Eus ur wrizienn geltiek *heos-, "kostez", "hanter" ; (cy) lied, (ga) leth
- Al lez, rann gostez korf un den etre an divorzhed hag an dargreiz (divlez eo al liester) ; er ster-se eo a gaver an anv Lez-Breizh e Barzaz Breiz Kervarker, gant ar ster "skor [dizalc'husted] Breizh"[1].
- 3. Eus ar galleg kozh lez "kostez", diwar al latin lotus, heñvelster.
- Ribl ur stêr, un hent, ur c'hoad.
- Leztad, lezvamm, lezvab, lezverc'h, lezvreur, lezc'hoar, lezvugale
- 4. Eus ar galianeg *ledo "red"
Troioù-lavar Aozañ
Notennoù Aozañ
- ↑ Barzaz-Breiz, 1867, p. 79.
- ↑ Dictionnaire Robert des noms propres, 2004, p. 1287-b.
- ↑ Georges Dottin (1920), La langue gauloise, Slatkine Reprints, 1985, p. 89.
- ↑ Georges Dottin, op. cit., p. 109.
- ↑ Colette Bémont, Jean-Paul Jacob : La terre sigillée gallo-romaine, Éditions de la Maison des sciences de l’homme, 1986, p. 137