Lez (palez)

(Adkaset eus Lez roueel)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Al lez eo an dud a zo en-dro d'ur roue hag a ra war e dro, tud e diegezh hag e goskor da gentañ penn, hag a-wechoù al lec'h m'emañ an holl dud-se.

Kannaded Siam e lez Loeiz XIV, 1686

Ul lez a vez da gement unpenn zo, roue, impalaer, pe briñs. Tud a lez zo kerent ha servijerien, kuzulierien ha mignoned, ha kannaded ivez a-wechoù. Tostaet e vez Prezidanted Bro-C'hall ouzh ar rouaned kozh alies ha dre-se e vez kaoz er c'hazetennoù eus lez ar brezidanted c'hall.

A-wechoù ne chom ket al lez en ul lec'h.

Ha pa veze dibabet ur gêr-benn gant ur roue e veaje memestra a-wechoù, hag alies neuze e teue e lez gantañ, hervez an ezhommoù (ober brezel, gweladenniñ hag evezhiañ ar wizien, mont d'an iliz, da vezañ kurunennet a-wechoù).

Lec'hanvadurezh

kemmañ

Koulskoude e vez implijet lez evit daveiñ d'al lec'h m'emañ an unpenn hag e goskor. Un toullad bras anvioù-lec'h o deus lez (pe lis) en o fenn : Lezerge (An Erge-Vras), Leskongar (Ploeneg). Seblantout a ra da ouizien'zo e veze liamme ar gêr lez gant ul lec'h-kreñv bihan e mare aloubadeg ar Vreizhiz tramor e penn-kentañ ar Grennamzer.

Ur ster nes da hini tiegezh an unpennoù a vez kavet evit ar bodadegoù justiz (lezioù justiz). Al lez(-varn) a zo ez-resis ar varnerien (ar varnerien a-vicher hag an douidi.

E kembraeg

kemmañ

Lec'hanvioù kembraek zo savet ivez diwar ur ger kar, llys (Llyswen, ha re all).