Pêr Pronost

skrivagner brezhonek

Pêr Pronost, bet ganet e Keruz (ur gêr eus Trelez) d'ar 15 a viz Meurzh 1861 hag aet da Anaon e Brest d'ar 5 a viz Genver 1909, a oa ur barzh brezhonek ha gallek.

E yaouankiz kemmañ

An eil e-touez dek bugel Jakez ha Maivon Bleaz e oa bet ganet. A-drugarez da berson ar barrez, an Aotrou Tangi, e oa bet kaset da skolaj Sant Frañsez Lesneven, e miz Here 1875. Peogwir e oa paour-razh an tiegezh en devoa divizet ar beleg paeañ an holl vizoù skol, spi gantañ marteze ez aje ar c'hrennard da veleg deiz pe zeiz. Eus ar c'hentañ e oa aet e amzer studi betek 1879, ar bloaz ma'z eas e vadoberour da Anaon. Kriz-kenañ e voe ar goañvezh-se, erc'h, glaveier ha liñvadennoù e-leizh : dre ma oa izel ken e oa an dour en o milin e voe ret d'e dud kuitaat o zi, gwerzhet an arrebeuri ha fiziet ar vugale en un eontr da Bêr. Mont a rejont d'ober o annez ha da glask fred da Vrest. Diarc'hant, ne voe ket evit kendelc'her gant e studioù, siwazh dezhañ. E-pad an hañvezh 1879 an hini eo, e presbital Gwinevez, e kejas gant Lan Inizan, ur gejadenn hag a voe pouezus-kenañ evit e amzer-da-zont e bed ar brezhoneg.

An oad-gour kemmañ

D'ar 26 a viz Gouere 1880 en devoa sinet, e ti-kêr Brest, un enrolladur a bemp bloavezh er morlu, kuit da chom dilabour. D'an 13 a viz Ebrel 1881 e voe degemeret e bourzh ar vag-skol La Bretagne a-raok bezañ kaset d'an eil rejimant troadegiezh ar morlu. Gantañ en doa kemeret perzh er brezel gall-ha-sinaat, hag eñ gloazet e-kichen Lạng Sơn. Tapet medalenn an trevadennoù gall gantañ kement hag ur pleg fall ouzh an absint e tistroas d'ar vro, ar galoñsoù a serjant ouzh e zivrec'h, peurheuget gant ar feulster en devoa gwelet du-hont.

Kavout a reas fred e-barzh ar gazetenn nevez-flamm enep ar Republik Le Courrier du Finistère a yeas da verour anezhi adalek miz C'hwevrer betek miz Gouere 1886. E miz Du 1885 e timezas da Adélaïde Tisserand a varvas e miz Mezheven 1887, daou vizvezh goude ganedigezh o mab Ujen. Er stalioù-boued Lehideux ez eas da gomis-kontour hag aze e oa chomet betek e varv.

E 1892 ec'h addimezas gant ar Gemperadez Marie-Joséphine Poupon en devoe c'hwec'h bugel ganti. E 1895 e kemmas linenn stur ar c'hCourrier hag adalek 1898 e chomas yen Pêr Pronost ouzh ar gazetenn, betek mont da grouiñ, e 1900, ur gazetenn roueel ha divyezhek, L'Espérance Bretonne an anv anezhi. Ne badas-hi ket gwall bell dre ma voe embannet he niverenn diwezhañ e miz Mae 1902. Nebeut amzer war-lerc'h e oa deuet e-maez, en e vizoù e-unan, un dibab a varzhonegoù brezhonek, Annaik – Lili ha Roz-Gouez an titl anezhañ.

N'eo ket evit kelo se eo e reas anaoudegezh gant ar vrud ; koulskoude e oa bet merzet an oberenn gentañ-mañ e metoù al lennegezh vrezhonek, betek hini ar varzhed zoken, Frañsez Jaffrennou en o zouez. Gantañ eo e voe degemeret Barz Treflez da-geñver Gorsez Barzed Breiz vihan bet dalc'het e Brignogan e miz Gwengolo 1903. Diwezhatoc'hik e voe galvet gant Taldir da skrivañ e-barzh ar gelaouenn lennegel hollvrezhonek Spered ar Vro, nevez-savet e miz Eost 1903. Hag a-nevez er gelaouenn Ar Vro, bet krouet e Montroulez ha deuet e-maez an niverenn gentañ anezhi d'an 1 a viz Meurzh 1904 ; er gazetenn Ar Bobl, bet krouet e Karaez ha deuet e-maez he niverenn gentañ d'ar 24 a viz Gwengolo 1904. Skrivet en devoa ivez evit ar gelaouenn vrezhonek eus Sant-Brieg Kroaz ar Vretoned.

War fallaat ez ae e yec'hed ingal hag amzer en devoa bet da gemer perzh er c'hoursez a voe dalc'het e Brest e miz Gwengolo 1908.

E oberennoù kemmañ