Gwinevez

kumun Penn-ar-Bed
Gwinevez
Chapel Lokrist-an-Izelved.
Chapel Lokrist-an-Izelved.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plounévez-Lochrist
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Montroulez
Kanton Ploueskad (betek 2015)
Kastell-Paol (abaoe 2015)
Kod kumun 29206
Kod post 29430
Maer
Amzer gefridi
Gildas Bernard
2008-2020
Etrekumuniezh Gorre-Leon Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Montroulez
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 291 ann. (2017)[1]
Stankter 58 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 37′ Norzh
4° 13′ Kornôg
/ 48.61, -4.21

48° 37′ Norzh
4° 13′ Kornôg
/ 48.61, -4.21

Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 96 m
Gorread 39,54 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Gwinevez

Gwinevez a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Kastell-Paol, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

DouaroniezhAozañ

AnvAozañ

ArdamezioùAozañ

Palefarzhet lammellet ː ouzh 1, en argant e vrizhenn erminig en sabel; ouzh 2, en aour e penn leon kudennek diframmet en sabel; ouzh 3, en aour e penn eon diframmet en glazur; ouzh 4, en sabel e penn leon diframmet en argant; e greiz-holl ul lammell en gul.

Aozer ː Bernard Le Brun.

an erminig = evit Breizh; al leon en sabel = evit bro Leon; al leon en glazur = familh Carman, pe Kermavan; al leon en argant = familh Kersabieg; al lammell = familh Pontantoul

IstorAozañ

Dispac'h GallAozañ

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Moudenn c'hladdalc'hel Tournus, tour-meur kozh un tiegezh a oa lorc'h enni o lavaret e oa eus lignez Nuz, kenseurt feal Sant Paol Aorelian a yeas gantañ da Enez-Vaz evit stourm ouzh an amboubal, un aerouant a spourone tud ar vro a-hervez, ha na gilas ket rak an euzhvil (alese e lesanv : gour na dec'h)
  • Kastell Mailhe (XIVvet-XVvet kantved), savet diwar intrudu Tangi Kermavan (pe Carman) el lec'h ma oa ur c'hreñvlec'h kozh, Kastell Koad Lez Plonevez. Maoris Carman, levezonet hep mar gant Philibert Delorme, a roas dezhañ e stumm a-vremañ hag a lakaas sevel e 1555 chapell Kerveur. Da c'houde e voe graet ur varkizelezh eus an douaroù a oa dindan e varn war urzh Loeiz XIII. Tremen a rejont d'ar Vailheed, un tiegezh pinvidik eus an Touren (1577), d'an tiegezh Roc'han-Chabot (1747), d'ar Cadevilleed (1789), ha d'an Dained (1812)...
  • Aspadennoù eus ar ragistor (daou di-korriganed, taol-vaen Bretouare, bez ha tumulus Kerandevez) hag eus an neolitik (bezioù e Kerougan).
  • Manerioù (Kersabieg, Kastell-Fur, Liorzhoù, Keraouel, Traoñ Julien) ha manerioù kozh (Kergaradeg, Traoñ boz).
  • Milinoù (24 en holl, en o zouez milin dre zour Chatel).
  • Chapel Lokrist-an-Izelved.

BrezhonegAozañ

Ar Brezoneg er SkolAozañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [3].

Ya d'ar BrezhonegAozañ

  • D’an 9 a viz Kerzu 2011 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'ar 5 a viz Ebrel 2013 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
  • D'ar 16 a viz Mae 2013 e oa bet votet tizhout live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'ar 4 a viz Gwengolo 2015 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ

Niver a annezidi

TudAozañ

Un den eus familh Audren (Lanniliz ha Gwinevez) a zo bet priol Landevenneg, priol Redon, ha goude-se abad Sant-Visañt le Mans; Aet eo da Anaon er bloaz 1725. Kroget en devoa da sevel un istor Breizh, bet echuet gant Dom Lobineau.[4]

Tud ganet enoAozañ

Tud marvet enoAozañ

Ardamezeg ar familhoùAozañ

  Audren,

aotrounez Kervinot

En gul e dri tour goloet en aour, mogeriet en sabel

MelestradurAozañ

Roll ar maerioù
Mare Anv Strollad Karg
1959 1965 Per Goaog Dehoù diseurt Labourer-douar
1965 1971 Eugène Le Rue Dehoù diseurt Labourer-douar
1971 2001 Per Chapalain Dehoù diseurt Labourer-douar
2001 2008 Anne Le Bras Dehoù diseurt Labourerez-douar
2008 bremañ Gildas Bernard Dehoù diseurt Kuzulier departamant
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

GevelliñAozañ

Bro Kêr Abaoe
  Iwerzhon Móin Choinn 1997

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

LevrlennadurAozañ

  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 46
  3. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  4. Pol Potier de Coucy. Nobiliaire ... I. p. 49