Brignogan

kumun gozh Penn-ar-Bed

Brignogan ([briˈɲoːɡãn]) a oa ur gumun e Bro-Leon e kanton Lesneven, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. An anv gallek Brignogan-Plages a ziskouez fraezh penaos e c'haller divrezhonekaat an anvioù-lec'hioù brezhonek.

Brignogan
An aod kostez Pontusval.
An aod kostez Pontusval.
Anv gallek (ofisiel) Brignogan-Plage
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lesneven
Kod kumun 29021
Kod post 29890
Maer
Amzer gefridi
Jean-Clément Zion
2014-2016
Etrekumuniezh KK bro Lesneven hag aod ar Mojennoù
Bro velestradurel Bro Brest
Poblañsouriezh
Poblañs 736 ann. (2014)[1]
Stankter 535 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 39′ 55″ Norzh
4° 19′ 29″ Kornôg
/ 48.665278, -4.324722
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 25 m
Gorread 3,6 km²
Lec'hiañ ar gêr
Brignogan

Stummoù skrivet

kemmañ

Gerdarzh

kemmañ
  • Bernard Tanguy ː eus an henvrezhoneg bren, hag n anv-den Ogan.
  • Hervé Abalain : an dibenn *-an e c'hellfe dont eus *cann, "gwenn".
  • Daniel Delattre (2004) : ar ger Plages zo bet staget ouzh Brignogan e 1936 evit lakaat da dalvezout al lec'h kouronkiñ, o vont war gresk adalek an XIXvet kantved.

Brignogan, rann eus Plouneour-Traezh, e oa en eskopti Leon. Staget eo bet ouzh hini Kemper ha Leon e-kerzh an Dispac'h Gall.

Kumun Brignogan zo bet distaget diouzh hini Blouneour-Traezh e 1934. Ar barrez zo bet distaget d'ar 7 a viz Mezheven 1935.

  • Mervel a reas 40 gwaz eus Brignogan abalamour d'ar brezel[2].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun [5].

Brezhoneg

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz santez Bernadette.
  • Chapel Paol.
  • Chapel ar Skluz.
  • Peulvan Pontusval
  • Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[6].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

kemmañ
Bro Niver a soudarded
  Kanada 9 (Morlu) (8 anezhe a zo chomet dianav)
  Rouantelezh-Unanet 1 (Aerlu)
Hollad 10

Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed[7], an nijour d'an 8 a viz Kerzu 1941 pa gouezhas e garr-nij (Hurricane II marilhet Z51551 ha kodet NV-?) e Brignogan[8], ar vartoloded d'an 28 a viz Ebrel 1944, pa voe kaset o bag, an destroyer HMCS Athabaskan, d'ar strad gant an tarzher alaman Elbing T-24[9],[10].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Gevelliñ

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • René COUFFON et Alfred LE BARS : Répertoire des Églises et chapelles du Diocèse de Quimper et de Léon. 1959. Adembannadur Kuzul Jeneral Penn ar Bed. 1988.
  • Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. 1990
  • Embannadurioù FLOHIC : Le patrimoine des communes du Finistère; 1998
  • Hervé ABALAIN : Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot. 2000.
  • Daniel DELATTRE : Le Finistère. Les 283 communes. Embannadurioù Delattre. 2004.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

kemmañ