Maen Marzh

peulvan e Brignogan, Breizh
(Adkaset eus Peulvan Pontusval)

Peulvan Pontusval, anvet Maen Marzh alies, zo ur peulvan kristenet gant ur groaz e kumun Plouneour-Traezh-Brignogan hag e parrez Brignogan, e departamant Penn-ar-Bed. E kalz levrioù e vez graet Men Marz eus ar peulvan met, e gwirionez, Maen Marzh zo ur roc'h en aod-vev, 1 km diouzh ar peulvan hag en XIXvet kantved, skrivagner ebet ne rae an anv-se anezhañ[1].

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Peulvan Maen Marzh

Savet e vefe bet etre 4 500 ha 2 500 kent J.K., da vare an Neolitik.
Roud eus ar peulvan a gaver evit ar wezh kentañ war gartenn kadastr 1818. Marc'heg Fréminville a zeskrivas anezhañ evit ar wezh kentañ e 1844[1]. Lakaet eo bet war roll ar Monumantoù istorel adalek 1889[2].

Deskrivadenn

kemmañ

Ar peulvan, anezhañ ur bloc'had greuvaen porfiroidek, kant metr diouzh an aod, a oa tennet eus ur wazhenn a-rez an douar nepell er su, ma voe ur vengleuz en XXvet kantved. Ar pep brasañ eus ar peulvanioù a vez sanket o sichenn e-barzh an douar mui pe vui. Hini Pontusval avat zo kempouez e sichenn tric'hornek war c'horre an douar. 8,35 m uhelder ha 1,50 m tevder zo ennañ, ha 3,40 m ledander a-resed e sichenn. Pouezañ a ra war-dro 80 tonenn. Brasañ peulvan kristenet Breizh eo. Kristenet eo bet gant ur groaz savet e krec'h ar peulvan ha gant engravadur ur groaz pavek en tu durc'haet ouzh ar reter[1].

Hengoun ha mojennoù

kemmañ

Hervez an hengoun e tlee ar merc'hed yaouank teurel ur maenig war-c'horre an troc'h a zo war tu ar peulvan troet d'ar su. Pa chome ar maenig en e lec'h e timezent a-barzh bloaz pe, hervez un hengoun all, e c'hanent un hêr[1].

Hervez ar vojenn, sant Paol Aorelian a roas urzh d'ar mor, a oa o wastañ douaroù e abati ha re e c'hoar, da baouez ha da chom hep treuziñ ar vevenn merket gant ar maen taolet gant e c'hoar, anvet Maen marzh hiviziken[1].
A-hervez e vije bet beuzet eno gant Sant Derrien ha sant Neventer an aerouant trec'het ganto e Poull ar Sarpant[3].

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Sparfel & Pailler 2009.
  2. Notice N° PA00089852 Diaz Mérimée, ministrerezh gall ar sevenadur
  3. Bernard Rio, Bretagne secrète de A à Z, Éditions du Rocher, 2011 (ISBN 978-2-268-07142-8)