René Claude Marie Cardaliaguet, ganet e Kemper d'ar 5 a viz Gwengolo 1875 hag aet d'an Anaon d'an 13 a viz Here 1950, a oa ur beleg katolik, ur pennkazetenner hag ur skrivagner gallek ha brezhonek. Goude bezañ bet kure e-pad 16 vloaz hag aluzenner kouent e Brest e renas kelaouennoù Eskopti Kemper adal 1925, e penn ar gazetenn Courrier du Finistère da gentañ, hag e penn an holl gelaouennoù e 1930. FR Breudeur ha Marie Kerlo eo bet e anvioù-pluenn[1].

René Cardaliaguet
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanRené Kemmañ
Anv-familhCardaliaguet Kemmañ
Deiziad ganedigezh1875 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKemper Kemmañ
Deiziad ar marv1950 Kemmañ
Lec'h ar marvBoc'harzh Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkazetenner Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ

Mab e oa da Félix Cardaliaguet ha da Félicité Stéphant. Studioù relijiel a reas e kloerdi bihan Santez-Anna-Wened hag e kloerdi bras Kemper. Daou vreur en doa, Antoine ha Félix, hag ur c'hoar. Hounnezh a zimezas gant Georges Branellec, perc'henn Leti ar C'henwerzh (Hôtel du Commerce) e Brest.
Pa oa un diagon e voe kaset, e 1898, da di Auguste Caroff, rener labouradeg ar bezhin e porzh Porsal, evel kelenner-ti[2]. Beleget e voe e 1899 hag anvet da gure e 1901 e Porsal, lodenn arvor Gwitalmeze. Eno e voe oberiant-kenañ pa roas buhez da obererezhioù troet ouzh ar re yaouank e patronaj Porsal. Mat en em gleve gant ar person-kanton, ar chaloni Michel Grall, hemañ ur beleg a levezon vras en eskopti[3]. Pennadoù evit Kannadig ar Galoun Sakr hag evit Kannadig parrez Gwitalmeze a c'hellas skrivañ, pa oa bet krouet ha meret ar c'hazetennoù-se gant e berson.
Ne voe ket anvet da berson biken, met kaset da Vrest gant ur garg aluzener evit Seurezed ar Retred e 1918. Kelenner er c'helenndi evit ar plac'hed e voe asambles gant kuzulier speredel ar Seurezed hag o diskiblezed a-fed ar relijion. Amzer a-walc'h en doe evit skrivañ pennadoù heñchañ ha levrioù kuzuliañ ha romantoù o doareoù kentelius ivez.
E 1925 e voe anvet da bennskridaozer ar C'hourrier du Finistère, a-raok mont da brezidant Kevredigezh ar Wask frankizour e Penn ar Bed (Société de la Presse libérale du Finistère)[4].
Eñ eo a zisplegas da Youenn Drezen perak e oa bet divizet skarzhañ anezhañ kuit eus e labour skridaozer brezhonek erC'hourier e 1934.

Obererezhioù beleg e Gwitalmeze

kemmañ

Adkavet eo bet gant Yvon Tranvouez ar pemp kaier ma skrivas warno ar c'hure yaouank danevelloù skrivet a-frapadoù etre 1901 ha 1917. Evel kalz a veleien er mare-se e klaskas kinnig d'ar re yaouank obererezhioù ha diduamantoù talvoudus : [Arz ar c'hoariva|c'hoariva]], jiminas (krouidigezh An Arzelliz, kevredigezh jiminas ha sportoù all), levraoueg ar barrez ha c'hoarioù. Abadennoù sinema a zegasas e 1910. Berzh a reas ar patronaj dre vras, met na kannadig ar patronaj nag ar c'helc'h-studi ne voent padus. A-blom gant mennozhioù An Erv e voe, a-enep d'an eskob Dubillard a nac'has ma vefe savet gantañ, ha gant Yann-Vari Perrot, raktres ar gelaouenn Ar C'horn-bout a vije bet modernoc'h eget Feiz ha Breiz. Pa varvas Michel Grall e 1917 e voe anvet R. Cardaliaguet da berson Kameled un nebeud mizioù a-raok mont da aluzener e kouent Seurezed ar Retred e Brest.

Aluzenner e Kouent-Lise ar Retred e Brest

kemmañ

Kazetenner ha rener kelaouennoù an eskopti

kemmañ

Tamm-ha-tamm e voe karget gant traou liammet ouzh ar bruderezh relijiel. Atebeg e voe war ar Croisade eucharistique (1922) hag an Apostolat de la prière (1927), met dreist-holl ec'h eas kreñvoc'h e levezon pa'z eas da bennkazetenner ar C'hourrier du Finistère e 1925; ha kreñvoc'h c'hoazh pa voe anvet da rener e 1931. Hag enoret e voe gant an titl a chaloni-a-enor e 1923.

Saver sturlevrioù evit beleien ha romantoù

kemmañ

Skrivañ a reas pennadoù e galleg evit an Almanach catholique.

 Embannadennoù 

kemmañ
Brezhoneg
  • Job al lounker, c'hoariel farsuz e diou loden, Brest, Société de la Presse libérale, 1905
  • Dre ar Bugel, 1 arvest, Brest, 1906, 83 f.
  • Judas, 5 arvest, divyezhek, Brest, 1907
  •  Jeann d'Arc, tri arvest en seiz taolenn troet eus ar gallek, Brest, 1910
  •  Kaloun sakr Jezus tronet en tiegeziou, Brest,1918, 8 p.
  • Ar Galon Zakr tronet e Famillou, Brest, 1918
Galleg
  •  Mon Curé chez lui, 1926
  •  Mon Curé vingtième siècle, 1928
  • Les Trois contre Moscou, Pariz, Spès, 1931. Romant.
  •  Yann Seitek, président de la République, 1932. Romant
  • Le régicide brestois Claude Blad, 1938 - Prix Montyon de l’Académie française
  •  Cléder. prêtres et paysans sous la Révolution, 1939
  •  La Révolution à Brest. La vie religieuse, 1941 - Prix d’Académie 1942 de l’Académie française)
  •  Saint Jean Discalcéat, 1942.
  •  Quimper tragique, 1942
  •  Notre-Dame de Lesneven et Notre-Dame du Folgoët, 1946.
  •  Monseigneur Duparc, évêque de Quimper et Léon, 1857-1946
Diembann
  • Trois filles de salle, romant.

 Levrlennadur 

kemmañ

 Notennoù ha daveennoù 

kemmañ
  1. FR Breudeur peogwir e save e skridoù brezhonek asambles gant e vreur Félix ; Marie Kerlo a oa arallanv un nizez dezhañ, Marie Branellec.
  2. Hervez Yvon Tranvouez, pa seblante ar c'hloareg gefredel e spered ha divarrek evit bezañ beleg parrez e voe prientet evit an deskadurezh.
  3. Savet en doa diwar urzh an eskob Kevredigezh ar Wask katolik e Penn ar Bed (Société de la Presse catholique du Finistère) e 1895.
  4. Cheñchet e voe an anv eus catholique da libéral war-dro 1930.