An aotrou Adolphe Yves Marie Duparc, ganet en Oriant d'ar 5 a viz C'hwevrer 1857 ha marvet e Kemper d'an 8 a viz Mae 1946, a oa un eskob katolik, eskob Kemper ha Leon adalek 1908 betek e varv.

Ouest-Eclair, d'an 28 a viz Here 1908, poltred Adolphe Duparc
Bez Adolphe Duparc en iliz-veur Kemper

Beleget e voe en eskopti Gwened d'an 20 a viz C'hwevrer 1880 ha person e voe en Oriant adalek 1895 betek 1908. Neuze e voe anvet da eskob Kemper ha Leon ha kensakret d'ar 25 a viz C'hwevrer 1908 gant an aotrou Henri Gouraud, eskob Gwened. Kemer a reas lec'h an aotrou François-Virgile Dubillard e Kemper.

Adolphe Duparc a oa un den a Iliz start en e vennozhioù : stourm a reas a-enep disparti an Iliz hag ar Stad e deroù an XXvet kantved, a-enep ar skolioù Stad, a-enep ar boeson, a-enep ar vroadelouriezh vreton. Difenn a reas ouzh beleien an eskopti kemer perzh el luskad broadelour, eskumunuget e voe izili Strollad Broadel Breizh dre ul lizher embannet e-barzh La Semaine Religieuse de Quimper et de Léon d’an 12 a viz Gouere 1940[1], ha prezeg a rae ur garantez-vro a-du gant Bro-C’hall[1] hag a-du gant Pétain, da vare an Eil Brezel-bed. Daoust ma oa enebet-groñs ouzh an disrannerien e roas urzh da gelenn yezh hag istor Breizh er skolioù katolik[1] hag aotre da dud « Breuriez ar brezoneg er skoliou » d’ober o abostolerezh enno[2]. E-pad an amzer ma voe eskob e voe digoret kalz skolioù kristen nevez e Penn-ar-Bed : 110 skol kentañ-derez hag 8 skol deknikel.

Mervel a reas d’an 8 a viz Mae 1946, d’an oad a 89 bloaz. Beziet e voe en Iliz-veur Sant-Kaourintin e Kemper, ma c’haller gwelet e vez kizellet en arem gant François Bazin.

Levrlennadur kemmañ

  • Yvon Tranvouez : Les catholiques et la question bretonne (1940-1944), e-barzh Bretagne et identités régionales pendant la Seconde Guerre Mondiale, CRBC, Presses Universitaires de Rennes, 2002 (ISBN 978-2-901737-53-7)

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Yvon Tranvouez, op.cit., pp. 290-292.
  2. Eñvorennoù Yeun ar Gow, Al Liamm, niv. 180, p. 17.