L'Heure Bretonne a oa ur gazetenn sizhuniek broadelour breton, kazetenn Strollad Broadel Breizh e vezo adal miz Even 1940 betek miz Even 1944 mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.

L'Heure Bretonne
Sizhunieg
Deiziad krouiñ14 Gou 1940 Kemmañ
TitlL'Heure bretonne Kemmañ
Lec'h embannRoazhon Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg Kemmañ
Deiziad divodañ4 Mez 1944 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://gallica.bnf.fr/ark:/12148/cb32786549p/date Kemmañ



L'Heure bretonne
L'Heure Bretonne
Padelezh Sizhuniek Even 1940 - Even 1944
Kentañ niverenn 4 a viz Even 1940
Niverenn ziwezhañ Miz Even 1944
Bro Breizh
Doare Broadelour - Keleier e Galleg ha Brezhoneg
Sujidigezh Strollad Broadel Breizh
Anvioù all
Koumananterien milieroù d'an uhelañ
Pennoù Morvan Lebesque 1940

Jean Merrien 1940
Job Jaffré adal Kerzu 1940

Bet e voe ur gendalc'hadenn d'ar gazetenn Breiz Atao. Divyezhek e oa ar gazetenn gant testennoù en galleg hag en brezhoneg. Liammet e oa gant ur gevredigezh anvet Kevar savet gant lennerien ar gazetenn L'Heure Bretonne. Bruderezh a veze er gazetenn alies er bajenn gentañ evit brudañ Kevar hag a oa staliet e Pariz.

Istor L'Heure Bretonne

kemmañ
 
Niverenn 132 L'Heure bretonne 10 a viz Genver 1942
Krouidigezh
kemmañ

L'Heure Bretonne a oa bet krouet gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, da-heul ar c'hendalc'h a oa bet dalc'het e Pondi d'an 3 a viz Gouere 1940 : kannad Strollad Broadel Breizh a oa.

Gant aotre an Ac'huber alaman o klask seveniñ ur bolitikerezh evit minorelezhioù Bro-C'hall evit gwanaat ar Stad c'hall e oa bet moullet he niverenn gentañ(Daveoù a vank). War-bouez gwaskerelloù-tro ar gazetenn L’Ouest-Éclair e vezo graet, e Roazhon, d'ar 14 a viz Gouere 1940 hag ingalet digoust e Breizh a-bezh.

L'Heure Bretonne ha Vichy
kemmañ

Hanter-hent e klaske chom ar gazetenn da-geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon Raymond Delaporte. Adal ar bloavezh 1941 e krog ar gazetenn L'Heure Bretonne da vont war fonnusaat gant he zagadennoù a-enep gouarnamant Vichy ha dreist-holl gant ur sell war drouk-skouer ar bourvezadur.

Evit an Europa Nevez
kemmañ
 
"Le devoir de l'Heure" testenn gant Raymond Delaporte d'an 12 a viz Kerzu 1943)

Ar gelaouenn L'Heure bretonne a oa a-du gant mennozh an Europa Nevez. Talvezout a ra e oa kavet testennoù o vrudañ stourm politikel an Alamanted dreist-holl gant ur sell enep-komunour, bep sizhun e veze kavet ivez un istor eus ar stourm kaset da benn gant ar Wehrmacht a-enep d'an URSS.

Doare skridoù L'Heure Bretonne

kemmañ

Linenn bolitikel ar gazetenn a oa kenderc'hel obererezh ar gazetenn Breiz Atao. Selloù L'Heure Bretonne a oa neuze :

  • Broadelour breton o stourm evit dieubidigezh Breizh
  • Enep c'hall a-grenn
  • Enep Saoz daonet
  • Enep Jakobinour
  • Evit modernaat Breizh war an holl dachennoù (brezhoneg, labour-douar, ekonomiezh...)
  • Enep estrenien
  • Enep Yuzev
  • Difenn ar ouenn vrezhon
  • Istor Breizh
  • Enep Vichy
  • Istor ar stourm kaset da benn gant ar Wehrmacht a-enep d'an URSS
  • Bann ar sportoù
  • Bann an torfedoù (laeroñsi...)

Ar c'hentañ niverenn embannet d'ar 14 a viz Gouere 1940 a zisklêr gant an titl "Breizh a vez ofisiel bremañ" ouzhpennet e vez en destenn ez eo « Anavezet ar vro dindan ur stumm ofisiel gant pennadurezhioù Alamagn dre ma'z eus bet krouet ganto ur post a c'houarnour da Vreizh...».

Meur a bennad-skrid gouennelour hag a-enep ar Yuzevien a oa bet embannet enni.

Dibenn L'Heure Bretonne

kemmañ

Daou c'hant teir niverenn a voe renablet betek an hini ziwezhañ, d'an 2 a viz Gouere 1944.

Uzhiadur un niverenn L'Heure bretonne

kemmañ

Er bajenn gentañ e kaver an titl e bras L'Heure bretonne gant an istitl "Journal Breton hebdomadaire " (Kazetenn sizhuniek Breton). Kavet e vez war ar bajenn gentañ un destenn en Brezhoneg war meur a sujedoù hervez an niverenn:

  • Relijiel (niverenn 120 d'an 31 a viz Here 1942 " An Holl-sent hag an anaon hag ar vuhez", niverenn 194 d'ar 26 a viz Ebrel 1944 "Frañsez paourig Asiz")
  • Ekonomikel (niverenn 172 d'ar 7 a viz Du 1943 "Evit c'hwec'h ugenvet bloaz an tren" gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
  • Politikel (niverenn 170 d'ar 24 a viz Here 1943 "N'ankounac'homp ket" gant W.B Kourted, niverenn 193 d'an 9 a viz Ebrel 1944 "Nag hor bro-ni?")
  • Yezhel (niverenn 169 d'ar 17 a viz Here 1943 "Ar Galleg Chimik", niverenn 176 d'ar 5 a viz kerzu 1943 "Arc'hant da c'hounid gant ar Brezhoneg!" gant Tin Gariou / Youenn Drezen, niverenn 177 d'an 12 a viz kerzu 1943 "Arc'hant da c'hounid...met ya!"gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
  • Lennegel ( D'ar 26 a viz Du 1943 "Bugelig ar c'hraou ha deroù-mat ar bloavezh nevez" gant Tin Gariou / Youenn Drezen)
  • Tudennoù Breizh ( niverenn 187 d'ar 27 a viz C'hwevrer 1944 "Jozeb-Mari ar Brix" adal an haroz nijer breton Joseph Le Brix gant Tin Gariou / Youenn Drezen)

Kavet e vez ivez alies ul ludresadenn o flemmañ bro C'hall hag ar spered C'hall hervez an aozerien.

Pennskriverien

kemmañ
Kenlabourerien
kemmañ

Savadurioù

kemmañ
 
Savadur ar gazetenn L'Heure Bretonne e Roazhon d'ar 7 a viz Kerzu 1940

Savadur pennañ ar gazetenn l'Heure bretonne a oa plasenn an ti kêr e Roazhon er penn-uhelañ eus ar blasenn[1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Les Heures douloureuses de Rennes, gant V. Ladam