Breizh e-pad an Eil Brezel-bed

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Kalz tud e Breizh zo bet skoet gant an Eil Brezel-bed. Darn zo bet prizoniet, gloazet, kaset d'ar c'hampoù bac'h pe gloazet. Kalz distrujoù zo bet betek 1945. Enebiezhioù politikel bras a oa ivez prest da lakaat ar brezel diabarzh da darzhañ adalek 1943 dreist-holl. Disoñjet e oa buan ar spered harzerezh pe rezistañs goude an dieubidigezh. Diskred zo evit an Emsav er boblañs da c'houde ar brezel. Gounit a ra ar gomunouriezh kalz tachenn e kornioù zo eus Breizh abalamour d'ar roll a-bouez en deus bet ar PCF hag an URSS er brezel.

Breizh e-pad an Eil Brezel-bed

Breizh taolet er brezel

kemmañ

Tagadenn Polonia gant an Trede Reich a laka ar brezel da darzhañ etre Bro-Alamagn ha Bro-C'hall ha Breizh-Veur d'an 3 a viz Gwengolo 1939. Souezhet eo an holl gant tagadenn an Alamaned adalek an 10 a viz Mae 1940. Erruout a reont e Roazhon d'an 18, d'an 19 e Brest ha d'an 21 en Oriant. Echu e oa Emgann Frañs e gwirionez abaoe ar 17 ha galv ar Marichal Pétain.

Erruet zo, a-raok an Alamanted, un niver a dec'hidi sivil pe get, eus Bro-C'hall hag eus Belgia. An ensavadurioù sivil ha re an arme zo diefedus. E Felger e tizolo annezidi zo ur c'hamion dilezet gant dielloù QG Caen. E Roazhon e oa tapet holl soudarded QG ar rann-arme en o burevioù gant an Alamanted. Mantret eo chomet ar boblañs gant trec'h an Alamaned ha gant dioberiantiz ar pennadurezhioù. Euzhet eo pa glever keloù eus drouziwezh Mers-el-Kebir, d'an 3 a viz Gouere ma oa lazhet 1 297 martolod, Bretoned anezhe dreist-holl, gant ar morlu saoz. D'an 10 a viz Gouere e vot ar gannaded an holl c'halloudoù d'ar marichal Pétain. E-touez ar gannaded zo a-enep e oa 8 kannad eus Penn-ar-Bed avat.

Buhez ar Vretoned e-pad ar brezel

kemmañ

Ar brizonidi

kemmañ
 
Paper-tremen ur prizoniad breizhat bet lezet da vont kuit eus e stalag

135 000 a brizonidi a orin eus Breizh a oa tapet gant an armeoù alaman. Lod a oa dieubet tamm-ha-tamm (kenlabourerien, brezelourien gozh 14-18, tud gloazet pe klañv, labourerion arbennik, bezhinourion da skouer). Lod all a zeuio a-benn da dec'hout kuit pe a vo treuzfurmet e "labourerien dieub" dre ret hag a chomo en Alamagn da labourat.

Buhez pemdez ar siviled

kemmañ

Mojenn pinvidigezh douaroù Bro-C'hall a zeu da vezañ splann adalek 1940 pa zizolo ar boblañs gant souezh e teue kalz eus produioù diazez ar boued eus an estrenvro. Gourdrouzet eo lodenn su Bro-C'hall gant an dienez met n'eo ket kalz gwelloc'h stad an traoù en norzh. Memes e Breizh, ma kaver kalz labourerien-douar hag a dud o vevañ war ar maez, e teu ar c'hudennoù da vezañ brasoc'h-bras gant an amzer. Re a beizanted zo prizoniet en Alamagn. N'eus ket ludu kimiek ken evit ar parkeier. Dioueret a reer ar gaz-oil hag ar boued-chatal. Etre 1939 ha 1944 e tigreskas an douaroù ma veze gounezet ed eus 8% da 30% hervez ar departamantoù dre ma ne veze ket labourerien ha dennoù a-walc'h. An amzer fall ne sikour ket gant al labourerien-douar. Skoet eo ar pesketaerezh gant difennoù hag aotreoù mont er-maez strizh savet gant ar Gast (polis alaman an aodoù) ha gant an diouer a eoul-maen ha memes gant an diouer a zanvez da voueta rak emporzhiet e veze eus Norvegia betek-henn.

Daoust da se n'eo ket stad Breizh eus ar re fallañ pa vez sellet ouzh ar re all hag ur roll a-bouez he deus da bourchas boued da Vro-C'hall. Ouzhpenn trenioù ar "Pourvezadur hollek" a gas boued d'ar c'hêrioù bras e ranker kontañ ar pakadoù tiegezh a bemp kilo (9000 a veze kaset bemdez eus Penn-ar-Bed e 1943). Jean Guéhenno a skriv e 1941 :

Ar vuhez e Pariz a zeu da vezañ diaes-kenañ. Tikidi hon eus met n'haller ket ken kaout netra gante. Goullo eo ar stalioù. Er gêr n'hon eus bevet abaoe pemzekteiz nemet diwar pakadoù kaset gant mignoned ha kendirvi eus Breizh[1].

Al lodenn amann aotreet bep miz en Il-ha-Gwilun a oa 300 g e deroù 1942 met tremen a reas da 100 g e miz Here, e-skoaz e Liger-izel e oa 225 g.

An dalc'herezh alaman

kemmañ

Plijout a rae d'ar soudarded alaman dont da Vreizh, betek 1943 d'an nebeutañ. Aes e veze dezhe ober o fourvezioù eno abalamour ma tremenont atav dirak ar re all. An darvoudoù hiniennel gant ar boblañs a oa ral betek donedigezh soudarded rus gwenn an arme Vlassov e 1944 ha goprsoudarded eus Ukraina ha Georgia. Met n'eo ket tomm an dud ouzh an alouberien : ar c'hontroloù diniver hag an difennoù lakaet gant pennadurezhioù an arme alaman zo kavet diaes gant an holl dreist-holl en arvor ma ranker kaout un Ausweiss ispisial da veajiñ ha kuzhat an holl c'houleier da noz. Feuket eo ar Vretoned ivez gant ar c'hiz da gemer gouestlidi, d'o c'hondaoniñ d'ar marv pe d'o deportiñ.

Breizh avat n'eo ket un eden evit ar soudarded distroet eus talbenn Rusia hepken. E-pad ar brezel e servije ar porzhiou evel Brest d'ar C'hriegsmarine hag e oa kemeret an diviz da staliañ diazlec'hioù listri-spluj e Breizh (Sant-Nazer, Lannarstêr, An Oriant ha Brest) adalek deroù 1941. Karget eo bet ivez an Aozadur Todt da greñvaat an aodoù kuit ma klaskfe ar gevredidi dilestrañ.

E 1943 e oa savet an STO (Service du travail obligatoire) da-heul an emglevioù Laval-Staucken. Galvet eo an holl baotred yaouank da vont da labourat da Vro-Alamagn da sikour he striv brezel. Kalz anezhe a nac'has en ober, hag a zispakas an droug zo enno a-wezhioù evel e Kemper d'ar 4 a viz Meurzh 1943. Daoust d'an dañjer ez eas kalz tud da guzh war ar maez pe e ti o c'herent. Kalz anezhe a yelo da stourm gant paotred ar strouezh pe ar "Maquis".

Breizh er brezel war vor hag en aer

kemmañ

Ar gevredidi a glask tizhout ar C'hriegsmarine e perzhier Breizh. Kalz bombezadegoù a oa. Kuit ma vefe re a dud c'hloazet e ranker goullonderiñ ar c'hêrioù bras : Brest hag an Oriant kerkent ha miz C'hwevrer 1943. Sant-Malou e miz Ebrel, Naoned e miz Gwengolo 1945. E fin ar brezel ne chome nemet tachennoù dismantroù e kêrioù bras Breizh. Brest, an Oriant ha Sant-Nazer zo bet distrujet penn-da-benn. 90% eus a savadurioù a oa gwallet e Brest. Ne chome nemet ur c'hant ti bennak dibistik e Sant-Nazer e 1945 diwar 8000 a oa e 1939.

Renad Vichy ha Breizh

kemmañ
  • Diwallet e vez an estrenion, an dud "divro" hag ar yuzevion gant ar velestradurezh (maerdioù an arondisamant ha komiserdi-kreiz an Oriant) hervez urzh prefed ar Mor-Bihan, ha kaset e vez rentaoù-kont divyezhek gallek-alamanek sizhuniek d'ar C'homandantur. Harzet e vez yuzevion gant ar polis gall ha gant an Alamaned. 26 anezhe a voe harzet er Mor-Bihan ha 23 yuzev all bet o vevañ er Mor-Bihan a voe harzet e lec'h all; unan anezhe a voe kaset da Dachau ha 43 da Auschwitz; daou waz, dimezet gant Arianezed, a voe kaset da Aldernez, an daou-mañ a chomas bev, dieubet e voent e miz Gwengolo 1944 e norzh Bro-C'hall, ur vaouez a c'hellas chom bev en Auschwitz, mervel a reas e 2002. Hervez Leroux e vefe chomet bev daou waz ha div vaouez e dibenn ar brezel[3],[4].
  • E miz Here 1940 e voe harzet ar gantreidi er Mor-Bihan; bac'het e voent e kamp Toulboubou e Pondi, 18 tiegezh hag eizh den o-unan, d.l.e. 32 waz, 28 maouez ha 56 bugel; war urzh an Alamaned e voent kaset gant un tren betek kamp-bac'h Maezon-ar-Stêr e miz Du 1940[5].
  • A-boan gouzañvet eo renad Vichy e Breizh. Levezon an "dispac'h broadel" zo dister. Lod avat a wel er marichal Pétain enkorfadur Bro-C'hall hengounel hag enepkomunour. Herve Budes de Guébriant, prezidant Sindikad Landerne a zeu da vezañ kargad broadel korfuniad ar beizanted. Kalz ofiserien eus ar morlu a zo a-du gant "daofin" Pétain, an amiral Darlan.

An emsav etre 1940 ha 1944

kemmañ

Rannvroadelouriezh ha broadelouriezh

kemmañ

Renad Vichy a sell outañ e-unan evel gwarant an unded vroadel hag enebiñ a ra ouzh pep youl da zistagañ Breizh diouzh Bro-C'hall. Abalamour da levezon kelennadurezh Maurras e ro ton avat d'un doare proviñselezh mod-kozh. Dre se e c'hall ar rannvroelourien esperout kavout un emglev gant gouarnamant Vichy zo a-du gant ar broadoù bihan gant ma vint dalc'het e diabarzh Bro-C'hall.

Yann Fouere hag ar c'hazetennoù

kemmañ

Yann Fouere a soñje dezhañ e ranked lakaat an dud da zont da vezañ a-du gant mennozhioù ar rannvroelouriezh d'ober berzh hag e krouas ar gazetenn bemdeziek La Bretagne e Roazhon d'an 20 a viz Meurzh 1941 (15 000 skouerenn). E miz Meurzh 1942 e kemer penn La Dépêche de Brest (70 000 skouerenn) hag e skarzh ar renerezh kozh radikal-sokialour, re dost d'ar frañmasonerezh evit Vichy. Kement se a ro ul levezon vras da mennozhioù ar rannvroelouriezh. Disklêriañ a ra n'he deus ket bet ha n'he deus ket c'hoazh Breizh al lec'h zo dleet dezhi e-touez ar proviñsoù all. Kavout a ra abeg ar skridaozerien e renad Vichy hep mont, gwir eo, betek an enebiezh disklêriet a weler e L'Heure bretonne. Kement se a gennnerzh levezon kazetennoù Fouere.

Kuzul Breizh

kemmañ

Krouet e oa ar ar poellgor-se gant ar prefed Jean Quénette d'an 12 a viz Here 1942 dre zekred. 22 den ha n'int ket dilennet zo enni (André Dezarrois, Yann Fouere, Joseph Martray, Yann-Vari Perrot, Frañsez Taldir-Jaffrenou, hag all). Izili eus ar PNB ha rezistanted zo en o zouez (hep goût d'ar prefed evel just). Dleet eo dezhañ en em vodañ bep tri miz gant ar prefed rannvro pe e zileuriad. Gounit a ra traoù e-keñver deskadurezh istor ha douaroniezh ar vro met ar brezhoneg a chom hep statud ofisiel.

PNB ar vreudeur ar Porzh

kemmañ

Gwelet evel dañjerus gant renad Vichy ha strobus gant an Alamaned, Mordrel ha Debauvais a rank reiñ o dilez d'an 2 a viz Kerzu 1940, da-heul emglevioù Montoire. Remon ar Porzh an hini eo, skoazellet gant e vreur Yves, a gemer penn ar Strollad Broadel Breizh (pe PNB). Bet e oa prezidant ar Bleun Brug hag evel se ne oa ket diskred warnañ da gaout mennozhioù nevezpagan heñvel ouzh re Mordrel hag a vire ouzh tud zo da vezañ a-du gant ar strollad. Ar gelaouenn Stur a gendalc'h da zisplegañ mennozhioù hemañ ziwezhañ avat hag a ginnig ar Gelted evel unan eus ar "gouennoù dreist" hag a zo tost da re an Nazied.

L'Heure bretonne gant 25 000 skouerenn zo unan eus ar c'hazetennoù sizhuniek lennet ar muiañ e Breizh. Diskuliañ a ra alies kudennoù ar pourvezadur boued hag ar breinadur tro-dro gant politikerien o laerañ ul lod. Sevel a ra ar PNB ur servij urzh aozet en un daore damheñvel ouzh hini Kadervenn Célestin Lainé (enebet eo hennezh ouzh kostezenn R. ar Porzh.). Ar Bagadoù Stourm eo, renet gant Yann Goulet. Kuit da veskañ gant strolladoù all e ranker lâret ne vije ket bet armet ar strollad-se ha n'o dije ket kemeret perzh er stourm a-enep d'an harzerezh[6].

Gounidoù bresk war an dachenn sevenadurel

kemmañ

Harpañ a ra enebiezh ar gouarnamant ouzh kelenn ar brezhoneg war ar fed n'eus doare-skrivañ unvan ebet evit ur yezh rannyezhel. E gwirionez, kerkent ha 1908, an doare skrivañ KLT (evit Kerne-Leon-Treger) a roe tu da embann obernnoù a c'halle bezañ lennet gant holl ar vrezhonegerien war-bouez re Bro-Gwened (ha c'hoazh!). E 1941, atizet gant Leo Weisgerber a oa e gefridi, en em glevas ar yezhourien evit degemer reolennoù nevez a gemere e kont ar gwenedeg. Ar peurunvan a vez graet eus an doare-skrivañ-se. An elfenn ar muiañ anavezet eus an doare-skrivañ-se eo ar ZH brudet. Breizh a zo skrivet hiviziken ha n'eo ket Breiz evel e KLT pe Breih evel e doare skrivañ gwenedek ar c'houlz-se, rak klotañ a rae mui-pe-vui soniad h ar gwenedeg gant soniad z ar rannyehoù all.

Niverus a-walc'h e oa ar c'hazetennoù e brezhoneg, emañ : Gwalarn, Feiz ha Breiz, Dihunamb, Studi hag Ober met ivez kazetennoù nevez evel Galv, An Eost, Ar vuhez kristen, hag Arvor, renet gant Roparzh Hemon hag a voulle 3000 skouerenn. Hep kontañ Ololé, embannet gant ar vreudeur Kaouisin evit ar re yaouank (20 000 skouerenn).

Ar skol-uhel geltiek savet e miz Here 1941 gant Roparzh Hemon da brezidant, harpet koulz gant ar c'hazetennoù rannvroelour hag ar c'hazetennoù broadelour a dizh disoc'hoù : e diwezh 1942 e oa roet dezhañ un eurvezh abadennoù divyezhek skignet diouzh stign TSF, dindan renerezh an Alamanted avat. Dont a reas buan da vezañ un eurvezh pemdez. Ne oa ket a abadennoù e brezhoneg a-raok.

Aotreet e oa kelenn brezhoneg d'an 12 a viz Kerzu 1941 gant an diviz Carcopino a roe tu da gelenn un eurvezh hanter a vrezhoneg evel danvez diret d'ar muiañ bep sizhun. Ret e oa gortoz miz Meurzh 1942 evit soñjal e vo paeet ar gelennerien avat.

Atizet eo kelenn hor yezh gant Ar brezhoneg er Skol, abaoe ur pennad dija, a ro garedonoù d'ar vistri hag a aoz kenstrivadegoù e brezhoneg gant prizioù. E miz Du 1942, Kerlann, warlerc'hiad Yann Sohier e penn Ar Falz, a zigor ur skol kentañ derez e Plistin e brezhoneg penn-da-benn.

An harzerezh

kemmañ
 
Rezistanted eus an Eil Brezel-bed e bro an Uhelgoad.
 
Monumant ar Rezistanted bet fuzuilhet e Porzh-Loeiz e 1944.

Ar rezistañs e Breizh

kemmañ

Breizh zo dibar abalamour d'ar fed ma krogas an harzerezh en un doare abred ha poblek. Kerkent ha degouezhet an armeoù alaman e krogas an taolioù tarverezh hiniennel. Tud zo evel Auguste Havez na selaouont ket gourc'hemennoù ar strollad komunour ha dastum a reont armoù dilezet gant ar soudarded. Gant Brest e oa Naoned ar c'hentañ kreizenn harzerezh e Breizh. E miz Du 1940, ar strollad Bocq-Adam a laka da darzhañ eno 35 kamion karget a bneuioù nevez a-raok tagañ ar Soldatenheim (Oaled ar soudarded) gant greunadennoù e-pad nozvezh Nedeleg. En Naoned, d'ar 25 a viz Kerzu 1940, e teu a-benn D'Estienne d'Orves evit ar wezh kentañ da gomz gant Londrez dre skingomz. Roet e vo e anv d'ar Gestapo gant paotr ar skingomz Alfred Gaesler hag e voe paket penn ar rouedad Nemrod d'an 22 a viz Genver 1941 e Chantenay. Barnet e oa d'ar marv e miz Mae 1941.

Reun Kreston, liver hag etnologour zo un ezel oberiant eus rouedad mirdi an Den e Pariz. Teir beaj a reas e Breizh da glask aozañ doareoù aes da vont e darempred gant Breizh-Veur. Tuta a reas izili nevez evit ar rouedad hag e savas ur strolladig e Sant-Nazer (e liamm gant ar Strollad Liberté da zont, ennañ rezistanted yaouank broadelour breton, deuet eus ar PNB, hag André Batillat, ezel eus ar Seizh Breur), karget da sevel tresadennoù pizh eus ar porzh hag eus an diazlec'h listri-spluj savet gant an Alamanted eno evit o morlu, hag eus ar skluzioù a skoe e lenn-borzh diabarzh hag a c'halle bezañ tizhet gant bombez ar Saozon[7]. »

Diwezh an emglev german-ha-sovietek pa oa aloubet an URSS gant an Trede Reich a redias renerezh kuzh ar strollad komunour da deurel e nerzh en harzerezh. D'ar 21 a viz Here diouzh ar mintin e oa diskaret Feldkommandant Naoned, al letanant-koronal Hotz. Fuzuilhet e voe neuze 27 gouestlad gant al lu alaman e La Sablière e Kastellbriant. Kemeret e oant bet e-touez ar 700 prizoniad eus ar c'hamp. Fuzuilhet e voe 16 gouestlad all en Naoned ha pemp Breizhad (pevar anezhe eus Naoned, unan a Sant-Nazer) er Mont-Valérien. Un harz-labour un eurvezh a oa graet gant labourerien arsanailh Brest da rentañ enor d'an 50 gouestlad d'ar 25.

 
Strollad Liberté eus Sant-Nazer gwisket gant unwisk ar Bagadoù Stourm ha gant ar Gwenn-ha-du

Darvoudoù all n'int ket ken anavezet. Pa zegouezhas an Alamaned e Naoned e kavjont 4 lestr-spluj a oa o sevel e santier Dubigeon. Tamm-ha-tamm e voent divontet gant labourerien sur hag ar renerezh. Kuzhat a rejont evel-se 4500 tonenn metal ha daou lestr-spluj a oa lakaet er mor e 1946 hepken !

Implijet e veze ar porzhioù bihan gant an FFIed evit paseal armoù pe soudarded a oa dindan guzh.

Ar vretoned en FFL

kemmañ

A-boan embannet keloù an ehan-brezel gant ar marichal Petain, eo savet c'hoant kenderc'hel ar stourm gant un toullad Bretoned. Eus ur bern porzhioù eus Breizh e loc'has kuit tud da vont da Vro Saoz da heulh ar jeneral de Gaulle. Hemañ, embannet gantañ e youl kenderc'hel ar stourm a sachas evezh Bretoned n'o doa ket c'hoant gouzañv yev ar Jermaned war ar vro. Diouzh un tu all un toullad Bretoned a gemeras penn ar BBC galleg e Londrez da heñchañ o c'henvreudeur da daliñ ouzh an alouberien en o zouez Jean Marin ha Jarl-Vari Guillois. Ar re vrudetañ eo re an Enez Sun. 128 pesketour a zo en em gavet e Londrez. Saludet int bet gant ar Jeneral de Gaulle gant ur gomz brudet : "Met Enez sun a dalv kement hag ar c'hart eus Bro-Frañs !"[8]. E-pad ar brezel, 40% eus an FNFL (Arme a-vor ar Frañs Dizalc'h) a oa Bretoned anezho ha 17 % eus an FFL (Arme ar Frañs Dizalc'h).

Bretoned ar Frañs Dizalc'h a savas ur gevredigezh, Fidel Armor e miz Gouere 1940. Deuet eo da vezañ Sao Breiz evit ar vro gallek adalek an diskar amzer 1940. He fal a oa dastum arc'hant evit sikour familhoù ar soudarded vreton. Savet o deus abadennoù bras e Kerne-veur, e Bro Skos, e Kembre, ha pelloc'h e Brazzaville hag en Alger.

A-hed ar brezel e tremenas kalz tud e bigi, unan-hag-unan pe a-strolladoù, eus Aodoù Breizh betek Breizh-Veur. An tiegezh Sibiril eus Karanteg a lakaas da dremen 167 den e 15 beaj etre 1942 ha 1944.

Dindan urzhioù ar c'horonal Kersaozon e kemeras perzh ur vrigadenn kirri-mindrailherez kinklet gant erminigoù en emgannoù El Alamein. Peurliesañ avat ne vez ket bodet ar Vretoned a-gevred.

Ar rouedadoù

kemmañ

Kalz kazetennoù kuzh zo e-pad ar brezel ha gant ar BBC e ingalont keleier ha gourc'hemennoù an harzerezh. N'eo ket a-walc'h evit lod herzel evel se ouzh an Alamaned. Kemer a reont perzh e rouedadoù. Kavout a reer daou seurt rouedadoù : ar re a zastume titouroù ha re all a skoazelle an dud da dec'hout, nijerien an RAF hag aerlu SUA diskaret o c'hirri-nij gant ar Flak da skouer. A-bouez-bras eo rak ker ha hir eo stummadur an nijerien. Tost 300 a dec'ho diouzh Breizh. En tu all e tilestr kalz rezistanted, evel François Mitterrand e Beg ar fri e Gwimaeg e 1943.

Kalz Bretoned o deus kemeret perzh e rouedadoù ar Resistañs un tamm pep lec'h e Bro Frañs. An hini brudetañ eo Gilbert Renault (Koronal Remy) bet ganet e Gwened, ha kaset da sevel ar c'hentañ rouedad rezistañs e Bro Frañs aloubet.

A-wezhioù e vez dizoloet rouedadoù zo. Kaset e vez o izili d'ar c'hampoù-bac'h gant an Alamaned pa vezont tapet.

Diwezh ar brezel e Breizh

kemmañ

Padout a reas pelloc'h an dieubidigezh e Breizh evit e lec'hioù all rak dalc'het e oa lodennoù eus ar vro gant an Alamaned betek diwezh ar brezel.

Ne oa ket anv evit 30 000 den an FFI da faezhañ ha da argas ar 150 000 soudard alaman a oa el ledenez. Ouzhpenn-se e miz Gouere 1944, n'int ket armet mat c'hoazh ha kresk niver an dud er strouezheg, ar maquis, a zegas ur bern tud yaouank hep stummadur evit ar brezel hag hep armoù. Strobañ a reont an harzerien all kentoc'h e gwirionez. Er Morbihan e c'hall 6500 den en em gannañ, en Aodoù-an-Hanternoz 3000, un tamm nebeutoc'h e Penn-ar-Bed, ur miliad en Il-ha-Gwilen hag un nebeud kantadoù hepken e Liger-Izel. Daoust da zonedigezh harzlammerien n'eus ket anv a stourm tal-ouzh-tal ouzh an Alamanted.

Kefridi pennañ an harzerezh zo eta atahinañ an arme alaman ha strobañ o hent etrezek an Normandi. Berzh a ra ar raktresoù glas (moc'herezh al linennoù tredan) ha gwer (moc'herezh an hentoù-houarn). Tizh an trenioù alaman a gouezh da 8 km/e well-wazh abalamour d'an trenioù a stank an hent ha d'ar redi da implijout linennoù hent-houarn sikour. Taget eo ar soudarded war an hentoù ivez hag argaset a-wezhioù evel eil rannarme harzlammerien Ramcke e Penn-ar-Bed a rank repuiñ e Brest a-benn ar fin. Ar guerilla pe gouvrezel a ren dre holl a zigaloneka ar soudarded alaman.

Difur a-walc'h e oa pennadurezhioù arme ar gevredidi avat da zivizout aozañ "Maquis mobilisateurs"en departamantoù d'ar mare-se. Strouezheg Sant-Marsel er Morbihan, ennañ 3000 den, zo taget d'an 18 a viz Even ha strewet gant kolloù bras. Kollet e vo 2200 den gant an harzherezh er Morbihan. Strouezheg Saffré e Liger-Izel zo distrujet d'an 28. Ar c'holloù-se a zeu eus dianaoudegezh doareoù ar gouvrezel gant ar soudarded a-vicher ne ziskaront ket an harzerezh. En Aodoù-an-Hanternoz, etre an 10 a viz Gouere hag ar 4 viz Eost, e aozont 50 taol-spi en hentoù, e stourmont en 20 kombat ha tapout a reont 2500 soudard alaman.

E miz Eost e erru an tankoù amerikan e Breizh. Dieubet eo Roazhon d'ar 4. Div rannarme hobregonet a fard war an hentoù bras e-keit ha ma vez naetaet en-dro dezhe gant Paotred ar strouezh. Chom a ra an Amerikaned a-sav avat kerkent ha ma kavont un eneberezh kreñv dirak Brest hag an Oriant. Sant-Maloù na godiano nemet goude emgannoù rust, Brest a godianas d'an 10 a viz Gwengolo goude 45 devezh seziz ha distrujet kêr penn-da-benn. D'an 9 e oa marvet 150 brestad devet er c'houdorenn Sadi-Carnot. Kiriek eo pennoù an arme amerikan rak prest e oa an Alamanted da godianañ diouzhtu pa oant erruet met un nebeud devezhioù goude e oant bet atizet d'en em gannañ gant ofiserien SS.

Kenderc'hel a ra Alamaned an Oriant ha Sant-Nazer d'en em gannañ avat betek an 9 hag an 11 a viz Mae 1945. Ar boblañs bac'het er c'hêrioù-se (100 000 den e Sant-Nazer e-barzh 300 000 devezh-arat ) a vev en un doare diaes-kenañ. Sezizet eo an div sankenn-se gant an Amerikaned hag an FFIed hep sevel argadennoù bras. Marteze e oa un doare da rediañ an FFIed da chom eno, rak ar soudarded FFI a oa turmudus, armet fall ha kalz komunourien a oa en o zouez ha disfiz outo o doa an Amerikaned.

Notennoù

kemmañ
  1. La Bretagne au XXème siècle, Skol-Vreizh, Montroulez, 1983, p 142
  2. Roll Prefeded ar Mor-Bihan Lec'hienn ar stad c'hall en departamant (prefeddi)
  3. Roger Leroux, Le Morbihan en Guerre 1939 - 1945, Embanner-Mouler Joseph Floch, 1978
  4. Bertrand Frelaut, Les Juifs en Morbihan 1851-1945, e Bulletin et mémoires de la Société polymathique du Morbihan, 2008, pajenn 454
  5. Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
  6. La Bretagne au XXème siècle, Skol-Vreizh, Montroulez, 1983, p 153
  7. Martin Blumenson, Le Réseau du Musée de l'Homme ; P., éd. du Seuil, 1979
  8. War ar gomz-se, lennit Bernez Rouz, Sein une île de résistance, pp187-189, Embann ar Menezioù du, miz Mae 2023

Da c'houzout hiroc'h

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • La Bretagne au XXème siècle, Skol Vreizh, Montroulez, 1983
  • Hubert Chémereau et Jean-Jacques Monnier, "Des militants bretons dans la résistance", in Bretagne et identités régionnales pendant la seconde guerre mondiale,Brest,Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK)-UBO 2002
  • "1943, le groupe Liberté", Le peuple breton, 445, miz Genver 2001, pp 12–14
  • Kristian Hamon, Les nationalistes bretons sous l'occupation, eil embannadur, Fouenant, Yoran embanner 2004
  • Jean-Jacques Monnier Résistance et conscience bretonne, 1940 - 1945, Rakskrid gant Mona Ozouf, Yoran embanner, 2007
  • Hervé Le Boterf, La Bretagne dans la guerre, éditions France-Empire, 3 levrenn, 1969, 1970 ha 1971, adembannet en ul levrenn hepken e 2000
  • Bernez Rouz, Sein, une île de Resistance, éd. des Montagnes noires, Gourin, 2023.

Liammoù diavaez

kemmañ