Aldernez (e saozneg Alderney, e galleg Aurigny, en aldernezeg Aoeur'gny) a zo un enezenn e Mor Breizh, er biz da Wernenez, hag er c'hornôg da Beg La Hague. Trede enezenn an Inizi Angl-ha-Normand eo dre he ment.

Aoeur'gny
Aurigny
Alderney

Aldernez
Banniel Aldernez Aldernez
Banniel [[Aldernez|]]
Lec'hiadur Aldernez
Lec'hiadur Aldernez
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Saint Anne
Yezh(où) ofisiel Saozneg
Galleg
Gouarnamant
 - Penn ar Stad {{{anv penn ar vro1}}}
Gorread
 - Hollad 3 km²
Poblañs
 - Stankter 800/km²
Moneiz Lur sterling ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC+1)
Kod kenrouedad .gg

Kêriadennoù

kemmañ

Saint Anne (Alderney) eo kêrbenn an enez.

Statud politikel hag armerzh

kemmañ

Ar Parlamant a zo ennañ 11 den.
Goude an Eil Brezel Bed ne c'helle ket mui Aldernez chom distag hag emren pa oa bet distrujet ar chaoser bras a ro goudor d'he forzh ken e tivizas kevrediñ gant Beliezh Gwernenez, met spi o deus an annezidi da adc'hounit o emrenerezh dre forzh dastum gounidoù bras al lotirioù war Internet. Evit gwir e vez degemeret lec’hiennoù kenrouedad c’hoarioù enlinenn (kazino hag all).

 
Bae Braye.

Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn an Inizi Angl-ha-Norman.

2 400 den a zo o chom en enezenn. 5 km hed ha 3 km led eo. Pell eus an inizi all emañ hag anavezet eo evel ul lec'h sioul. Ur barrez zo hepken : St Anne. Tornaodoù ha traezhennoù zo. En-dro dezhi ez eus kerreg hag a zo bet kaoz da gantadoù a beñseoù.

Div gas-vor zo a beb tu da Aldernez:

Ur pozh zo: porzh Braye.

 
An inizi gwelet eus an oabl.

E-kichenik Aldernez e vefe aet karr-nij Emiliano Sala e Genver 2019.