Saint Anne (Aldernez)
(Adkaset eus Saint Anne (Alderney))
St Anne pe Saint Anne eo kêr-benn Aldernez, unan eus an Inizi angl-ha-norman, stag ouzh Gwernenez.
2 000 a dud zo enni o chom, diwar an 2 400 zo en enez. War an uhel emañ, stok ouzh porzh Braye, hag ur 15 km zo eus an enez da Auderville, e Bro-C'hall, en aod ledenez Cotentin hag etrezo emañ tremen an Déroute.
Un iliz zo, dediet da santez Anna, savet en XIXvet kantved gant an tisavour George Gilbert Scott.
Skeudennoù
kemmañ-
Saint Anne hag aod Aldernez.
-
An iliz.
-
Saint Anne en 1840.
-
bae ha porzh Braye.
-
Bodadeg Stadoù Aldernez.