Goudorenn Sadi-Carnot
Ar c'houdorenn Sadi-Carnot a oa kleuzet e kreiz-kêr Brest eus 1941 da 1942 gant an aotronez Estrade ha Pommeret. 560 metr hirder eo, etre Dor Tourville (dor an arsanailh) hag ar blasenn Sadi-Carnot.
E miz Even 1940 e oa Brest e dalc'h an Alamaned ha kroget eo ar bombezedagoù bras d'ober distrujoù e Brest. Adal ar mare ma oa staliet listri-spluj alaman er Penfell e teuas ar bombezadegoù da vezañ kreñvoc'h ha da lazhañ muioc'h a dud. E fin miz Meurzh 1941, donedigezh listri ar C'hriegsmarine, Prinz-Eugen, Scharnhorst ha Gneisenau, a laka stankter ha feulster ar bombezadegoù da greskiñ c'hoazh. Divizet e oa sevel ur c'houdorenn vras dindanzouar e kreiz-kêr.
D'an 31 a viz Gouere 1944 e toull an Amerikaned an talbenn alaman en Avranches ha fardiñ a reont trema Brest hep kavout eneberezh. Sur eo ar jeneral Patton en do e walc'h gant ur sizhunvezh da lakaat Brest da gouezhañ. D'ar 7 a viz Eost ec'h erru an tankoù amerikan kentañ e-kostez Milizag. Ar bagadoù amerikan a oa o klask ober tro kêr zo taget gant tennoù artilherezh. Deroù seziz Brest eo. Padout a ray 43 devezh a-raok ma kodiano an Alamanted d'an 18 a viz Gwengolo 1944.
D'ar 14 a viz Eost ez a kuit ar siviled a oa c'hoazh e Brest. Ar c'houdorenn Sadi-Carnot a zeu neuze da vezañ sez ar pezh a chom eus servijoù melestradurezh an ti-kêr. Victor Eusen a zo neuze prezidant eus an dileurierezh ispisial ("Délégation Spéciale") a ra war-dro an 2 000 Brestad chomet e kêr. Gouestlet eo an hanter eus ar c'houdorenn (256 metr) d'ar boblañs sivil (eus ar blasenn Sadi-Carnot betek ar straed Amiral-Linois). Mont a rae al lodenn implijet gant ar soudarded alaman eus ar straed Amiral-Linois betek dor Tourville.
D'an 3 a viz Gwengolo e oa galvet Viktor Eusen gant ar jeneral Ramcke a zisklêrias dezhañ en em zifennje betek an den diwezhañ e mogerioù kêr. Goulenn a reas groñs ez afe kuit an holl siviled rak ezhomm en doa eus ar goudorennoù. Ne c'hallent ket mont kuit ken avat. Asantiñ a reas neuze ar jeneral lezel d'ar Vretoned ul lodenn eus ar c'houdorenn Sadi-Carnot war an diviz ne'z afent ket er-maez ken. Degemeret e voe evel-se dreist-holl renerien an dileurierezh ispisial ("Délégation Spéciale"), servijoù an ti-kêr, ar servij yec'hedel, klañvdiourezed eus ar Groaz-ruz, renerien eus ar Sikour broadel, skoazellerezed sokial, un dek relijiuzez bennak eus urzhioù an Asomption, ar Brovidañs hag ar Sikour mat hag izili eus an difenn distourm ("Défense passive") ... Eus tu an Alamaned e oa soudarded eus ar gevrenn Todt hag harzlammerien eus ar gompagnunezh adarme.
E-pad noz an 8 hag an 9 a viz Gwengolo 1944 an hini e c'hoarvezas ur gwallzarvoud. Da 2 eur 30 veure, ur soudard Todt karget eus ar ganer tredan a bourchase tredan d'ar c'houdorenn a savas d'e lakaat da vont en-dro. Lakaat a reas un tan da gregiñ dre zievezhted. En e gichen edo ur ganer tredan sikour implijet evit ar gouloù hag ur pourveziad trelosk bras a-walc'h. Ouzhpenn-se e oa klenket ur c'hementad bras a bourvezioù brezel er c'houdorenn. Ar re a oa prim a-walc'h a zeuas a-benn da vont er maez a-dreuz ar moged goude bezañ pignet ar 154 pazenn eus an diri. Hejet e oa ar volz gant ur grozadenn c'halloudus-kenañ. Kaset e oa ar re a oa e penn ar riboul er-maez evel tammoù plouz. Houbet e oa ar re all gant ar gael e oa bet prennet gant an darzhadenn pe marvet en diabarzh. Tarzhet o doa an holl bourvezioù brezel ha troet o doa ar riboul hir en ur gwir ganol. Sevel a reas ar flammoù 30 metr a-us d'an nor. 371 breton a varvas, devet en un taol. Pemp pe c'hwec'h kant Alaman a vije bet lazhet. Emedo Victor Eusen e-touez ar re varv.
Kempennet e oa ar c'houdorenn Sadi-Carnot er bloavezhioù 1960 evit sevel ur c'houdorenn enep-atomek. Gallout a reer gwelet e-barzh div zor hobregonet bras hag ur volz-eñvor.
-
Plakenn eñvor ar c'houdorenn Sadi-Carnot
-
Bolz-eñvor ar c'houdorenn Sadi-Carnot
-
Un nor hobregonet eus ar c'houdorenn Sadi-Carnot
-
Diri ar c'houdorenn Sadi-Carnot