Célestin Lainé

Célestin Lainé, pe Neven Hénaff (19081983) a oa ur broadelour breizhat ha pennrener ar Bezen Perrot.

Breiz Atao, 12 a viz Even 1938, poltred Célestin Lainé
Célestin Lainé bloavezh 1944 gant unwisk Waffen-SS ar Bezen Perrot

Ganet e oa bet e Naoned ha desavet e Gwitalmeze (Bro-Leon).

Strivañ a raio da grouiñ un arme vroadel e Breizh a-benn lakaat anezhi da vezañ dizalc'h.

Célestin Lainé hag an Eil Brezel-bedAozañ

Célestin Lainé ha Marsel Guieysse a zo enaouerien ar Bezen Perrot ur strollad-stourm Bretoned dindan an unwisk alaman o stourm gant lu an Trede Reich. Ar renk a SS-Untersturmführer a veze gant Célestin Lainé lesanvet Neven Hénaff. Bet e oa penn meur ha kentañ hini ar strollad stourm.

Dibenn an Eil Brezel-bedAozañ

Tec'hout a reas da Iwerzhon gant sikour obererezh falspaperioù Yann Fouéré.

Goude ar BrezelAozañ

Ober a raio un droiad e bro Japan er bloavezhioù 1960 dre ma oa bet o kejañ gant Georges Ohsawa er bloavezhioù 1930 e Pariz[1].

Mont a reas da anaon e Dulenn (Bro-Iwerzhon) e-lec'h m'edo o chom abaoe 1947 goude bezañ bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh e Bro-C'hall.

LevrlennadurAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ


  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.