(Johannes) Leo Weisgerber (25 a viz C'hevrer, 1899, Metz - 8 a viz Eost, 1985, Bonn) a zo ur yezhoniour alaman ganet e Loren, un arbennigour war yezhoniezh ar yezhoù keltiek. Implijet eo bet en aozadurioù ar Stad Nazi evel sonderführer, ofiser ispisialour, e Roazhon eus 1940 da 1944.

Leo Weisgerber
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLeo Weisgerber Kemmañ
Anv ganedigezhJohann Leo Weisgerber Kemmañ
Anv-bihanLeo Kemmañ
Anv-familhWeisgerber Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 C'hwe 1899 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMetz Kemmañ
Deiziad ar marv8 Eos 1985 Kemmañ
Lec'h ar marvBonn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micheryezhoniour, kelenner skol-veur, kelener pe kelennerez eilvet derezh Kemmañ
Tachenn labouryezhoniezh Kemmañ
ImplijerUniversity of Bonn, University of Marburg, Pedagogic Academy Bonn, University of Rostock Kemmañ
Lec'h labourBonn, Rostock, Marburg Kemmañ
Prizioù resevethonorary doctor of the Catholic University of Louvain, Konrad-Duden Prize, Officer's Cross of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany Kemmañ

E vuhez

kemmañ

E dad a oa rener skol Sant-Visant e Metz e-lec'h ma krogas gant ar studi hag a veze graet en alamaneg en ur gêr a oa neuze en Impalaeriezh alaman. Mervel a reas e vamm pa oa pemp bloaz hag e dad pa oa pevarzek vloaz. Mont a reas da lise Metz. E 1917 ez eas da vrezeliñ da Flandrez evel soudard. Goude ar Brezel-bed kentañ ne c'hellas ket distreiñ d'e gêr c'henidik a oa deuet da vezañ gall. Mont a reas da skol-veur Bonn d'ober e studioù. Sevel a reas e dezenn doktorelezh diwar-benn ar skridoù kembraek a gont istor an haroz Peredur.

Kelenner eo bet e Skol-Veur Rostock (1927-1938). Da neuze en doe bec'h gant ar pennadurezhioù nazi pa voe divizet ganto serriñ eno ur skol gatolik a oa e vugale enni. Gras a gavas o vont kuit eus Rostock da skol-veur Marburg (1938-1942). Goude-se ez eo en-dro da hini Bonn (1942-1946), da hini Tübingen (1946-1952) ha da hini München (1952-1967). War e leve ez eas e 1967.
Goude trec'h an Nazied en Europa ez eas da Sonderfürher (penn arbennigour), ur grad e framm an NSDAP hag e voe karget eus renerezh Radio-Rennes e 1942, da lavaret eo evezhiañ ur melestradur a oa ar Wehrmacht o paeañ e c'hopridi evel pep aozadur mediaoù er broioù aloubet gantañ. Kredet e vez gant lod en deus pouezet evit ma vefe savet an emglev war doare-skrivañ ar brezhoneg e 1941. E penn ar bloaz 1944 e tistroas Leo Weisgerber da Skol-Veur Marburg hag eno e tegemeras Roparz Hemon e miz Here pa oa ar skrivagner o klask achap diouzh al luoù kevredet.

E 1936 e oe diazezet Kevredigezh alaman ar studioù keltiek (Deutsche Gesellschaft fur Keltische Studien) gant un nebeud politikourien (Werner Best ha Gerhard Von Tevenar) ha gant un nebeud arbennigourien evel Weisgerber. Enkorfet e oe ar gevredigezh e-barzh an Ahnenerbe, kevredigezh enklaskoù ha studioù renet gant Heinrich Himmler hag ar Waffen-SS. Eno e veze maget teoriennoù diboell ha dibennachoù war ar ouenn alaman hag hini o c'hendirvi kelt, p'o defe bet blev melen d'o fennoù bras er penn-kentañ an Istor.

Mennozhioù pennañ war ar yezhoù

kemmañ

Dre forzh studiañ kudennoù degaset gant an troidigezhioù e talc'has da brouiñ e vez frammet spered an dud gant framm o yezhoù. Teorienn ar sprachliche Zwischenwelt (Gweled ar bed dre ar yezh) eo hag e heulie Teorienn ar yezhoniezh jeneral a oa bet embannet gant Ferdinand de Saussure nevez oa. Hervez Weisgerber, pep kumuniezh yezhel he deus he savboent dezhi war ar bed ha ne c'hell ket bezañ heñvel-rik ouzh re ar strolladoù-tud all.Pouezañ a rae war an troioù-lavar arbennik ha perzhel a vez kavet e pep yezh ken ez eus adsterioù disheñvel ha pa vefe kavet eztaoladurioù heñvel e div yezh. Ar c'hodoù yezh a vefe ar framm pennañ e kerz an dud evit intentiñ ar bed.

Radio-Roazhon dindan e renerezh

kemmañ

Ur skingomz dindan ar Stad e oa Radio-Roazhon, ur skourr da Radio-Pariz, staliet e vurevioù e-barzh Palez ar C'henwerzh e solieradurioù-nec'h an Ti-Post kreiz. Pa oa an Nazied o ren goude aloubadenn Bro-C'hall e 1940 e lakajont an arigrap war kement media a oa : kelaouennoù, skingomzioù, amsezioù kelaouiñ, tiez-embann hag all.
Gant un aozadur kreiz, anvet ar Propaganda Abteilung e veze kontrollet ha paeet ar c'hopridi. Dre gontoù al lu alaman e tremene an arc'hant.
Anvet e voe Leo Weisgerber gant Werner Best evel rener politikel ar skingomz e Roazhon e Gwengolo 1940 hag e klaskas lakaat sevel abadennoù brezhonek evel m'en doa erbedet en e levr Das Bretonentum... (Ar vreizhadelezh... 1940) ha ne oa ket anezho e Breizh betek-hen.
Eñ a zivizas goulenn digant Roparz Hemon bezañ atebek war an abadennoù-se hag ez eas da Vrest d'e gaout e miz Meurzh 1941. Dilezel a reas Roparz Hemon e labour kelenner lise e dibenn ar bloavezh-skol hag e teuas da vezañ sekretour an abadennoù brezhonek. Da gentañ e chomas gopret gant an Deskadurezh-Stad ken na voe nac'het hen ober ganti. Gant pouez Leo Weisgerber e voe diskoulmet an dra pa voe prestet Roparz Hemon d'an "aotrouniezh aloubiñ", dezhi da baeañ e c'hopr.
Roparz Hemon a lavaras evit en em zifenn e 1945 e oa bet resisaet gant Weisgerber e vije da sevel abadennoù brezhonek, hep live politikel ha prezegennoù, diwar-benn ar sevenadur brezhon, istor ha douaroniezh Breizh enno.
Hervez Reun Kreston e-unan, Leo Weisgerber, diwar c'houlenn Roparz Hemon ha Frañsez Debeauvais, a vefe deuet a-benn da sachañ eus an toull-bac'h an arzour harzet gant ar Gestapo e miz C'hwevrer 1941.

Leo Weis****, laer pe salver ar brezhoneg en ur romant savet gant Roparz Hemon?

kemmañ

E barzh Diamantoù Keroulaz, ur romant-polis savet war-dro 1959 gant Roparz Hemon ez eus anv eus ul Leo Weismann a glask skrapat un dro-c'houzoug gant diamantoù hag a ya da labourat er-maez eus Breizh dindan un anv faos a zo Lenoir.
Ne c'hell ket bezañ diabeg ma ra Roparz Hemon gant hanter anv-familh un den en deus darempredet stank 3 bloavezh-pad. Ha memestra evit ar c'hoari-gerioù : wei(s) = gwenn ha Lenoir= Du. Petra a glask lavaret Roparz Hemon? Ha du eo deuet da vezañ an den a oa gwenn a-raok? Pe ne oa ket ken du ha ma veze soñjet?
Tomaz Jacquet en deus klasket diskouez eo ar brezhoneg gwir pennabeg ha sujed kuzh ar romant hag e vefe an diamantoù arouez ur yezh re viret ha goude-se lakaet da vezañ frouezhusoc'h evel m'o deus klasket tud Walarn ober.

Oberennoù

kemmañ
  • Das Bretonentum nach Raum, Zahl und Lebenskraft, 1940
  • Muttersprache und Geistesbildung, 1929 (troet e japaneg, koreeg ha ruseg)
  • Die Stellung der Sprache im Aufbau der Gesamtkultur, 2 levr., 1933-1934
  • Die volkhaften Kräfte der Muttersprache, 1939
  • Die Entdeckung der Muttersprache im europäischen Denken, 1948
  • Von den Kräften der deutschen Sprache, 4 levr., 1949-1950
  • Das Tor zur Muttersprache (1954)
  • Sprachenrecht und europäische Einheit (1959)
  • Übersetzungsfehler im Südtirol-Konflikt (1961)
  • Die vier Stufen in der Erforschung der Sprachen (1963)
  • Zweimal Sprache (1973).

Levrlennadur

kemmañ

Daveoù

kemmañ