Henri Fréville
Henri Fréville, ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1905 e Norrent-Fontes (Pas-de-Calais) ha marvet d'ar 15 a viz Even 1987 e Roazhon (Il-ha-Gwilun), a oa ur c'helenner war an Istor, un ezel eus ar Rezistañs, ur politikour ha skrivagner gall.
Tad Yves Fréville eo (1934), hag a oa kannad er parlamant.
Buhez
kemmañ- Fréville hag an Emsav
Skrivet en doa bet e-leizh a levrioù istorel. Studiet en devoa an Emsav breizhek ha dreist-holl obererezhioù ar vroadelourien vreton e-pad an Eil Brezel-bed. Labouret en devoa dreist-holl diwar paperioù melestradurel milourel an Alamanted bet paket e savadur an hôtel Majestic.
Bez e voe pal ur gwalldaol gant an FLB, d'ar 26 a viz Eost 1975 en e di[1] War e seblant e oa liammet ar gwalldaol-se gant e skridoù war ar vroadelourien vreton.[2].
D'an 10 a viz Mae 1993, kêr Roazhon a ro e anv da straed Krimea, adanvet straed Henri-Fréville. Ar sav metro e Roazhon (linenn A) a zo eno zo bet lakaet en e anv ivez. Ar selaouva A4 eus Roazhon 2 - Villejean zo ivez anvet dre e anv.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Dielloù kêr Roazhon: 60 W 2, attentat perpétré contre le domicile de M. Henri Fréville : correspondance, articles de presse (gwalldaol ar 26 a viz Eost 1975).
- ↑ http://enenvor.fr/eeo_actu/apresW/henri_freville_un_historien_a_la_mairie_de%20_rennes.html