Priñsezig an dour
Priñsezig an dour[1], Prinsesje Sterremuur hec'h anv orin, zo ur gontadenn skrivet ha treset gant an Izelvroad Gerrit Theodoor Rotman (1893-1944)[2],[3], hag a voe troet e brezhoneg gant Youenn Drezen ha Roparz Hemon, hag embannet gant Gwalarn e 1927.
Un embannadur gwenedek a voe, bloaz goude, e 1928, anvet Priñsezig en deur, en dastumad Levreu er Vugale Gwalarn, hag ar skrid a voe kempennet gant Loeiz Herrieu (1879-1953), a gaver e anv el levr e-kichen re an daou droer.
XXIañ kantved
kemmañAdkemeret e voe ar skrid gant Goulc'han Kervella, ha deuet eo da vezañ ur pezh-c'hoari, anvet Lizig, priñsezig an dour, embannet gant TES e 2008 en ul levr hag ur bladenn CD d'e heul.
E galleg
kemmañE 1931 e voe embannet al levr e galleg e Saumur, en Anjev (Bro-C'hall), dindan an anv La petite princesse de l'eau gant l'École émancipée, en dastumad Éditions de la Jeunesse, an droidigezh sinet gant F. Combot.